Buhez ar Sent/1913/Gouel Itron Varia Lourdes

Eus Wikimammenn
◄   Silvestr Gouel Itron Varia Lourdes Ar Plac’h Euruz Jeanne d’Arc, Guerc’hez Orleans   ►



ann unekved devez a viz c’houevrer


Gouel Itron Varia Lourdes
————


Dar iaou, unnek a viz c’houevrer 1858, an amzer a oa ien e kear Lourdes, er Pyrene. En eun ti paour, ti ar Soubirous, ne oa ket an distera tam keuneut da ober tan evit ar pred. An diou gosa deuz ar vugale, Bernadett ha Mari Soubirous a ieaz da glask eun nebeud keuneud var ribl ar Gav ; eun amezegez iaouank, Jeanne Abadi, a ioa gantho.

An teir blac’hik an em gavaz, heb dale, dirak eur roc’h vraz, hanvet roc’h Masabiel, toullou kleuz ennhi. Eno, diou euz ar vugale a dreuzaz eur voaz dour, mes Bernadett, goasket atao gant ar paz, a jommaz eur pennadik nec’het araok mont ebarz en dour. Ha setu hi epad m’edo o tenna he lerou, o klevet eun trouz braz henvel ouz trouz an avel diroll. Souezet maro, rak ne oa ket eur mouch avel en deiz-se, ar vec’hik a zavaz he fenn, a zellaz ouz ar gouez huel a oa var ribl ar ster, hag a velaz ne finve ket memze eun dellien. « Fazia em euz great » emezhi.

Neuze e krogaz en he loer a nevez ha setu eur sourrad avel all o tremen abiou d’ezhi beteg ar roc’h. Souezetoc’h c’hoaz, Bernadett a zavaz en he za sounn hag a zellaz adarre. Ar guez ne finvent ket atao, mes eur voden roz gouez hag illio a oa huel en eun toull kleuz euz ar roc’h a heje eun nebeut. Ha setu, kerkent, eur sklerijen gaër o para, hag e kreiz ar sklerijen, eun Itroun, iaouank ha skeduz, ken dudiuz ma ne doa ket he far etouez bugale an dud. « He zroad, eme Vernadett divezatoc’h, he zroad a oa var ar voden ; sellet a reaz ouzin en eur zaludi, ha gant teneridigez eur vamm, e reaz sin d’in da dostad outhi. N’em boa aoun ebet, rak mousc’hoarzin a rea ; mes evel kollet oa va fenn ganen. Frotta a rean va daoulagad, ho serra, ho digeri a rean, mes an Itroun a jomme atao dirazoun, ar mousc’hoarz var he muzellou, evit diskouez d’in ne oan ket oc’h uvreal. Ne ouien ket kalz petra rean ; kemeret a riz va chapeled em godel en eur goueza d’an daoulin. An Itroun a blegaz he fenn evel p’e deffe lavaret « Mad a rit », hag a grogaz he-unan en eur chapeled kaër a zouge var he breac’h deou. P’em euz klasket sevel va dorn evit ober sin ar groaz, n’em boa nerz ebet mui, va breac’h a oa evel sounnet ouzin. Neuze an Itroun a reaz he-unan sin ar groaz da genta, ha me a c’hellaz hen ober var he lerc’h guella ma c’hellen eveldhi.

« An Itroun am lezaz da lavaret va chapeled va-unan penn-da-benn, hi a lakea greun he chapeled da zirikla etre he bizied, heb finval he muzellou. D’ar Gloria Patri hebken, e save he daoulagad varzu an env hag e lavare ganen : d’an Tad, d’ar Mab ha d’ar Spered-Santel. Pa oue echu va chapeled, an Itroun a ieaz kuit, er roc’h, hag ar sklerijen gaër a oa en dro d’ezhi a deuzaz a nebeudou. Abenn eur pennad ne veliz mui netra dirazoun, nemed ar roc’h hag an dorgen noaz. »

Deuet ennhi he-unan, Bernadett a jomme eno daoulinet, sebezet. An dour a rede evel araok, ar guez a astenne atao ho divreac’h azioc’h d’an dour, ar glasvez oa var ar menez n’en doa ket chenchet a liou, mes Bernadett a gave breman trouz an dour poaniuz, hag ar glasvez disliv.

An Itroun en m ziskouezaz da Vernadett trivac’h guech. Kaër oa evel an deiz, ne zae hag he goêl a oa guenn evel an erc’h, eur c’houriz glaz evel an oabl a ioa en dro d’ezhi, eur rozen aour flamm var bep hini deuz he zreid noaz, eur chapeled kaer atao var he breac’h.

En trede guech ma velaz ar Vec’hez, Bernadett a brometaz d’ezhi, var he goulen, dont d’ar Grott bemdez epad pemzek deiz, hag an Itroun a lavaraz neuze d’ezhi : « Me ho rento euruz, n’eo ket er bed-man eo, mes er bed all.

Ar Verc’hez n’en em ziskouezaz ket evit Bernardett beb-ken : goulen a reaz diganthan ober pinijen d’an douar evit distro ar bec’herien ouz Doue, ha goulen digant ar veleien eur chapel ha prosesionou ; hag ar plac’hik avechou, a rea d’an dud pokat d’an dôuar evelthi.

D’ar bemp var-n-ugent a viz c’houevrer, ar Verc’hez trugarezuz a reaz da Vernadett digerri eun eienen e korn ar Grott. Dour an eienen-ze e deuz roet ar pare d’eun niver dreist kount a dud. An dour-ze a red heb ehan koulz hag ar grasou a vez roet eno.

Meur a vech, ar vec’hik e doa goulennet he hano digant an Itroun ; ne devoue respount ebet. D’ar bemp var-n-ugent a viz meurz, gouel ar Verc’hez, an Itroun a ziskleriaz he hano, koulsgoude : « Me eo ar Gonseption dinam ». Divar neuze, Bernadett n’he guelaz mui nemed diou vech, evit lavaret kenavezo.

Goude eun enklask piz hag a badaz pevar bloaz, goude beza great d’ar veleien gouizieka, selaou lavarou Bernadett Soubirous, plac’hik^ eün ha guirion ; goude beza kaset medisined brudet da zellet ouz an dud o doa kavet ar pare en dour burzuduz, Aotrou ’n-Eskop Tarb a ziskleriaz ez oa, e guirionez, Mamm Doue, ar Verc’hez Vari en em ziskouezet da Vernadett Soubirous e Grott Masabiel.

Ar Verc’hez a c’houlenne eur chapel, savet so bet ilizou ; goulen a rea prosesionou, hag ar bardonerien a zo diredet deuz pevar c’horn ar bed. An dud klanv a gav eno : lod, ar pare evit ho c’horf ; lod all, ar c’hras da zouba da volontez Doue ; ar bec’herien o deuz aliez e Lourdes ar c’hras da jench buez ; den ebet n’eo distroet deuz Lourdes, goullo he zaouarn ; eno an oll a reseo grasou pinvidig.

Sklear eo e deus ar Verc’hez, sikour ar gristenien, cVhoant da lakad ar feiz da greski en hor bro. Seul vui e kresk an dud difeiz da nac’h galloud Doue hag ar miraklou, seul vui e kresk ar miraklou-ze, skeudusoc’h eget an heol. Nag a dud o deuz kavet eno hent ar zilvidigez. It da Lourdes, distrei a reot guelloc’h d’ar gear.


————