Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Jean-Marie Vianney

Eus Wikimammenn
Gabriel Morvan, J.-M. Le Gall
1913  (p. 895-897)



ar bevar a viz eost


GOUEL AN DEN EURUZ JEAN-MARIE VIANNEY, PERSON ARS
————


An den santel Jean-Marie Vianney a zo ganet e Dardilly, parrez vian deuz eskopti Lyon. He gerent a oa tud divar ar meaz ha kristenien deuz ar re vella. Abred e velet ez oa galvet ar bugel man gant Doue da ober vad d’an eneou, rak d’he eiz vloaz, pa vije o tioual an denved, e lakea ar vugale all a vije ganthan da zaoulina dirak eur verc’hez vian en doa bet digant he vam hag e lavare ar chapeled gantho. Avechou all ez ea en eur c’hornik benag da bedi, he-unan.

Divezatoc’h, o labourat er parkeier, e vije atao he spered troet varzu Doue ha dirazhan ne gredet ket lavaret komzou fall. Ti he gerent ama digor d’an oll beorien hag ar re ne ouient ket ho fedennou a ranke deski ganthan epad ma vijet oc’h aoza boued d’ezho. Braz ive he zevosion evit ar Verc’hez, mam da Zoue ha brasoc’h c’hoaz he garantez evit sakramant an Aoter. An oll a lavare e vije beleg. Aotrou person Ecully, ar barrez tosta, a reaz skol d’ezhan, mes divezad e krogaz er studi hag he spered ne oa ket digor. Dre fos poania koulskoude, ha pedi, yun hag ober pinijen, e teuaz a benn da zeski aoualc’h evit beza beleget.

Epad tri bloaz e oue kure gant an aotrou person en doa great skol d’ezhan, eun den zantel douget da ober pinijen, ha diez eo gouzout pehini anezho h daou a rea ar rusta pinijennou. Ac’hano e oue hanvet da berson e parrez Ars. Houman oa eur barezik vian, deuz ar re falla. An dud ne ouient mui ho c’hatekiz, eun iliz c’hollo, den var ar bloaz o sakramanti, sul ebet, koulz lavaret, nemed evit an hostizien hag an dansou, truezuz oa stad ar barrez.

Ar person nevez a oa rannet he galon ; staga reaz raktal gant al labour. He amzer a dremene en he iliz paour, o pedi, hag he binijen ne ehane morse. Karantez Doue a oa ker birvidig en he galon ma ranke an dud gouela o klevet anezhan o tisplega pegen mad eo Doue. A nebeudou ar c’halonou a zo gounezet, an iliz a zo renket e nevez, an dud a zeu da gommunia hag an dansou milliget a zo dilezet. Sevel a ra breuriez ar Verc’hez ha breuziez ar Sakramant ; sevel a ra eun ti, ar Brovidanz, evit ar baotrezed emzivad hag eun ti skol evit ar baotred ; ar barrezik paour n’eo mui henvel outhi he-unan, breman e man ennhi peoc’h hag an oll vertuziou kristen.

An den zantel a lavare ez oa d’ezhan paea evit he bobl ; ne ehane a bedi ha da gastiza he gorf. Kouskat a rea var ar c’holo diou pe deir heur bennoz ; eur batatezen loued pe ziou gant eun tam bara kraz hag eur banne dour, setu aze he vagadurez pemdeziek. Avechou e chomme daou ha tri devez heb drebi netra. Dougen a rea eur c’houriz reun ha gant eur fouet great gant chadennou ouarn e tispenne he gorf, ha kement tra a vije digaset d’ezhan a roe d’ar paour. He binijen a oa estlamuz hag an drouk-spered a rea brezel d’ezhan en eun doare skrijuz evit klask miret outhan da ober vad. An den zantel a c’houzanve pep tra gant pasianted.

Er penn kenta ez ea aliez d’ar misionou er paresiou tro var dro hag eno ive e rea kalz a vad ; ne vije hano nemed deuz an Aotrou Vianney hag an dud a gavaz an hent da zont da Ars ; ar pelerinaj ne ehanaz mui beteg fin he vuez. Var gresk ez ea ato, tud a deue deuz kement bro zo en Europ ha zoken deuz an Amerik ; eur bloavez ez euz bet kontet beteg kant mil den bet e pelerinaj en Ars. Dont a reat da velet an den zantel a rea miraklou, a lenne er c’halonou, dont a reat da lakad urz vad er goustianz, da c’houlen kuzuil var an tad a vuez ha traou all, hag ar c’hovesour, ankounac’heat ganthan ar c’houskat hag an drebi, a jomme var dro seiteg heur bemdez er govesion heb devez ebed da ehana. Dre ma kreske ar brud anezhan hag an dud da zont d’he gaout, e kreske ive he humilite, ha lakad a rea atao ar burzudou a zigoueze en Ars var gount santez Philomena, he zantez vian, emezhan, ha diou vech e klaskaz tec’het deuz he barrez evit kaout amzer da ober pinijen ha d’en em zantelad, evel ma lavare.

Pell a oa e kredet ne jomme beo nemed dre virakl ; Doue a zalc’he anezhan da ober vad. An nao var-n-ugent a viz Gouere 1859 goude beza koveseat evel kustum, great ar c’hatekiz da unneg heur evel ma rea bemdez, e lavaraz : — « N’hellan ket mont ken. » Bet oa semplet meur a vech en deveziou araok, mes an taol-man e lavar : — « Kredi a ran e ma erru va faour keaz maro ». Goulen a ra he unan ar sakramanchou diveza, ha pa glev kloc’h ar gommuniou e veler an daelou o ruill deuz he zaoulagad. N’heller ket rei da gompren gant komzou petra dremenaz en he galon er gommunion diveza-ze, red e ve kaout he garantez evit Jesus er Sakramant santel abenn her gouzout. Mervel a eure ar bevar a viz eost, d’an oad a drizek vloaz ha tri ugent, ha var he vizaj ken treut e velet dija sklerijen an env o para. Hon Tad santel ar Pab Pi X en euz lakeat anezhan e renk an Dud Euruz.


————