Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Charles Bleiz

Eus Wikimammenn
Gabriel Morvan, J.-M. Le Gall
1913  (p. 892-894)



an ugent a viz even


An den Euruz Charles Bleiz
DUK BREIZ-IZEL
————


An den Euruz Charles Bleiz (de Blois) a oa mab da C’hyen de Chatillon ha da Vac’harit de Valois.E kastel Bleiz eo bet ganet ha savet, hag azalek he vugaleach kenta ez oa anet e vije eun den zantel divezatoc’h. Ne oa tam troet gant plijadurezou ar vugale deuz he oad ha kement a c’helle da zioueret a roe d’ar beorien. Kement e karie pedi ha ken aketuz oa d’ar beden, ma kave atao mont deuz an ilizou.

Deut en oad, kristen deuz ar re vella ha d’ezhan kement tra a c’hell, a gorf hag a spered, ober eun iaouank heb he bar, Charles a zimezaz abred, gant ali he gerent, da Jeanne a Vreiz-Izel, merc’h d’an duk Yann trede. Neuze e oue, muioc’h c’hoaz eget araok, eur skouer deuz an oll vertuziou ha dreist oll dre an humilite, ar binijen, an dousder, ar burete hag ar garantez evit an nesa.

Goude maro an duk Yann trede, Jeanne he verc’h ha Yann Montfort he hanter-vreur a gave d’ezho o doa, ho daou, guir da veza mestr var Breiz-Izel. Charles Bleiz a rankaz eta ober brezel evit difen tra he bried. Diez oa gouzout da behini anezho e tlie Breiz-Izel beza, hag ar vrezel a badaz tri bloaz varn-n-ugent.

E kreiz freuz ar brezel an duk Charles a zalc’haz mad atao d’ar vuez santel a rene araok : dougen a rea eur porpont reun dindan he zillad kaer hag he gorf a starde gant eur c’houriz great gant meur a gorden voan skoulmou kalet ennho ; kousket rea var ar c’halet ha beteg fin he vuez e kastizaz he gorf evit beza henvel ouz hor Zalver Jesus-Christ. Evel ma oa deread da eur prins kristen ober, lakad a reaz he vro hag en em lakad a reaz he-unan dindan galloud an Hini a zo Roue ar rouaned ha Mestr ar re a ren ar re all, ha ne espernaz netra evit kreski gloar an Aotrou Doue : kaerad ar relijion, an ilizou nevez, rei an dorn d’ar veleien ha d’ar venac’h evit ober vad, beza aketuz var dro ar re glanv, mont d’ho guelet en hospitaliou, rei he zillad d’ar beorien e noaz, ingala etrezho ar boued guella a vije lakeat dirazhan ha tremen he-unan gant netra koulz lavaret, setu aze ar pez a rea peurvuia pa ne vije ket er vrezel.

Eun difennour oa ive hag eun tad evit an intanvezed hag an emzivaded, ha kement e karie ar justis hag al lealdet ma klaske atao ar varnerien etouez ar re a oa anavezet dreist ar re all dre ho lealdet hag ho buez direbech.

An amzer a jome ganthan goude beza great he labourou a roe d’ar beden ha netra na rea kement a blijadur d’ezhan eget lenn al levoiou zakr pe gaozeal ha klevet komz divar benn traou zantel. Karet a rea mont d’ar zantleiou, e pelerinaj, diarc’hen hag aliez he dreid leur a c’hoad, ha var he lerc’h e leze atao, e prof, traou kaer evit an ilizou-ze. Aliez e veze o sakamant, ha gant kement a zevosion hag a humilite, ma reseve ar gommunion zantel stouet d’an douar hag an daelou en he zaoulagad.

E kreiz ar goaleuriou a zo bet kouezet aliez varnhan ha var he dud a vrezel, ne golle morse he nerz kalon hag atao e lavare : « Ra vezo benniget Doue e pep tra », hag epad ar c’huec’h vloaz a dremenaz er prizon e Bro-Zaoz, goapeet gant he enebourien ha goasket a bep tu, ne oue klevet morse eur glemmaden ganthan.

Er bloaz 1364, deiz emgan, Auray, an nao var-n-ugent a viz guengolo, an duk Charles a ieaz teir guech da govez diouz ar mintin, ha goude beza bet kennerzet gant ar gommunion zantel, ez eaz var an dachen. Eno e tiskouezaz petra dalveze ; mes goloet a c’houliou, e rankaz koueza hag en eur denna he huanaden diveza e lavaraz : « Ah ? va Doue. »

Evelse, o klask derc’hel mad d’ar vro a grede a ioa d’ezhan e c’hounezz rouantelez an env. He gorf a oue sebeliet e kichen Guengamp, en iliz an tadou a urz sant Frances ha var he vez e oue guelet kalz a viraklou. An devosion a oa evithan dre ar vro ne ehanaz morse ha goude meur a gant vloaz ar Pap PiX a lakeaz anezhan e renk an Dud Euruz er bloaz 1904.


————