Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Iann Klimaak

Eus Wikimammenn
◄   Eustaz Iann Klimaak Benjamin   ►



ann tregontved a viz meurs


SANT IANN KLIMAAK, ABAD
————


Ar zant-ma a ioa bet skoliet mad enn he vugaleach hag enn he iaouankiz, hag a c’helle ober eur fortun gaer er bed ; rak istimet oa gant ann dud gouiziek euz he amzer abalamour d’he spered lemm ha d’he zeskadurez. Mes ober a reaz fae var henoriou ha plijadureziou ann douar, ha d’ann oad a c’houezek vloaz ec’h en em dennaz var menez Sinai evit en em rei holl da zervich Doue.

Kaout a eure eno eunn ermit koz hag a henchaz anezhan beteg ar vrasa santelez. Iann a zente ouz ann ermit-ma evel eur c’hrouadur ? hag heb dale e teuaz da veza eur skouer a humilite hag a bep seurt vertuziou. He galoun a ioa distag-neat dioc’h peb tra krouet, maro-mik oa d’ezhan he-unan ha n’en doa ken bolontez nemed hini he vestr, na ken ioul nemed da blijout da Zoue o labourat d’en em zantifla bepred muioc’h-mui.

Goude maro ann ermit koz, Iann a ziskennaz divar ar menez. Hiviziken e felle d’ezhan beva he-unan gant Doue, ha setu hen ha mont da jom da eur plas distro el leac’h ne oa den all ebed. Ne oue ket pell eno na oue hanvet Eal ann draonienn ; hag e guirionez he vuez a ioa henveloc’h ouz buez eunn eal eged ouz buez eun den. Da zadorn ha da zul, ez ea d’ann iliz da glevet ann offerenn ha da gommunia ; ann iliz-se a ioa diou leo dioc’h he ermitach. Enn deiziou all, e tremene he holl amzer o pedi, o vedita hag o lenn ar Skritur Sakr ha levriou ann doktored euz ann Iliz. Ne skuize morse o sonjal e Doue, enn he c’hened, enn he c’halloud, enn he vadelez. Aliez, a greiz medita, e veze evel dibradet dioc’h ann douar var diouaskell ar garantez, ha douget a spered betek ann env el leac’h ma tivize gant ann elez divar benn misteriou dudiuz ar relijion.

Ann drouk-spered hen tentaz e meur a feson. Klask a reaz lakaat foug ennhan ha rei c’hoant d’ezhan da ober cher vad ; mes, dre ar iun hag ar binijenn, ar Zant a oue ato treac’h da holl finesaou ann aerouant. Ne zebre ha ne gouske nemet nebeuta ma c’helle, ne gaozee nemed pa deue unan bennag da c’houlenn kuzul diganthan. Neuze avad e c’houie rei da peb hini ann aliou a ioa dioc’h he zoare.

Eunn devez, goazed dimezet a gomzaz outhan evelhenn : « — Penaoz e c’hellfemp-ni, gant hor gragez hag hor bugale, servicha Doue hag ober hor zilvidigez eveldhoc’h-hu ? » Iann a respountaz d’ezho : « —Grit ann holl vad a zo enn ho kalloud ; ne livirit drouk ebed euz ho nesa ; bezit honest ha leal e kenver ann holl ; n’o pezet kaz ouz den hag o pezet truez ouz ar paour ; ne vankit morse da offisou ann iliz ; diouallit da rei skouer fall e feson ebed ha mirit bepred lezenn Doue er stad a briedelez. Mar grit evelse, ne viot ket pell dioc’h rouantelez an env. »

Ar zant-ma a lenne ive avechou levriou ann heretiked evit kaout ann tu d’ho zrec’hi easoc’h a ze, ha da ziskouez d’ezho, dre ho c’homzou ho-unan, n’edo ket ar virionez gantho. Mes lavaret a rea d’ar re all : « — Ne lennit morse levriou ann heretiked ken na viot bet sklerijennet ha krenveat gant Spered Doue ; rak al levriou-ze a laka ann denvalijenn e spered ann dud a zo c’hoaz sempl ho feiz. »

Daou-ugent vloaz a ioa ma rene Iann ar vuez-se pa oue choazet gant holl venac’h menez Sinai evit beza ho abad pe ho superior. Ne gemeraz ar garg-ma nemed enn despet d’ezhan, hag a benn pevar bloaz goude e roaz ann dilez anezhi evit distrei d’he ermitach. Eno e varvaz e peoc’h er bloaz 605, oajet a bevar-ugent vloaz. P’edo var he dremenvan, ann hini a ioa bet hanvet da abad enn he blas a c’houlennaz outhan : « — Petra, va breur, va lezel a reot-hu var ann douar pell var ho lerc’h ? » « — Bezit dinec’h, eme ar Zant, mar em euz eur c’haloud bennag dirak Doue, e vezimp adarre asambles abarz bloaz ama. » Setu ar pez a erruaz e guirionez : ann abad-se a varvaz he-unan a benn dek miz goude.

Sant Iann Klimaak en deuz skrivet eul levr kaer meurbed hag a zo hanvet Skeul ann env. Ac’hano eo e deuet d’ar Zant al leshano a Glimaak ; rak ar ger Klimaak a zinifi Skeul.


SONJIT ERVAD

Hirio hag abaoue pell zo dija ez euz difenn evit ann holl gristenien gatholik da lenn ha da zelc’her levriou ann heretiked, hag al levriou all koundaonet gant ann Iliz. Ann difenn-ma a zo great dindan boan a eskummunugenn evit levriou ann heretiked, ha dindan boan a bec’hed marvel evit ar re all. Ann nep en defe ezomm da lenn ar seurt levriou-ze, evel a rea avechou sant Iann Klimaak, evit trec’hi easoc’h aze ene-bourien ar relijion, a renk da genta kaout kounje digant ar Pab pe digant ann Aotrou’nn eskop. A hent all ez euz ato hag evit n’euz fors piou pec’hed braz ouz ho lenn, ha zoken ouz ho delc’her hebken, abalamour ma’z eer ato evelse a enep ann difenn great gant ann Iliz. Mar kouez eta etre ho taouarn pe etre daouarn ho pugale eul levr bennag koundaonet gant ann Iliz, n’oc’h euz nemed eunn dra da ober : he deuler enn tan dioc’htu ; evit miret ne rai drouk da zen ebed mui.