Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Benjamin

Eus Wikimammenn
◄   Iann Klimaak Benjamin Hug   ►



ann unan ha tregont a viz meurs


SANT BENJAMIN, MERZER
————


Prest goude ar bloaz 400, e tirollaz er Pers eur bersekusion vraz a enep ar gristenien. Setu ama petra oue kaoz. Eunn eskop, he hano Abdas, en devoa pilet d’ann traon eunn templ el leac’h ma veze adoret an tan gant tud ar vro. Ar roue, o veza klevet ann dra-ze a c’halvaz ann eskop da vont d’he gaout, hag a roaz urs d’ezhan da zevel ann templ a nevez. Abdas a respountaz n’her graje ket, ha kerkent ar roue en em lakeaz da ober goall vuez d’ar gristenien hag a reaz diskar kement iliz o devoa.

Etouez ann dud fidel hag ann dud a iliz e oue eur maread hag a roaz testeni da Jezuz-Krist o skuill ho goad dre garantez evithan. Unan anezho oa Benjamin. Hema a ioa eunn avieler devot meurbed, ha ne ehane, e goeled he galoun, d’en em ginnig e sakrifis da Zoue eharz treid ann aoteriou. Ar roue a c’hourc’hemennaz he gas dirazhan, ha Benjamin a ieaz raktal evel eunn den n’en deuz aoun rak netra abalamour m’ema he goustians e stad vad.

« — Me a ordren d’ehoc’h, eme ar roue, trei kein d’ho relijion evit adori hon doue-ni. »

Benjamin a ioa leun a fizians er c’homzou-ma a lavaraz guech all hor Zalver d’he ebestel: « — Pa viot dirak ar rouaned pe ar varnerien, ne studiit ket ho kentel evit gouzout penaoz respount ha petra da respount: ar respount o pezo da ober a vezo lakeat gant Doue var ho muzellou. »

« — Prins, emezhan, petra rafac’h da eunn den hag a zilezfe ho servich evit servicha eur roue all ? »

« — Petra rafenn ? eme ar roue ; ann den-ze n’en defe nemed ar maro da c’hortoz euz va ferz. »

« — Mad, eme Venjamin, ma virit eunn den evelse ar maro, petra ne virit ket ann hini a deufe da drei kein da grouer ann env hag ann douar evit ober he zoue euz a eunn dra krouet, evit rei da eunn dra krouet ann henor n’eo dleet nemed d’ar c’hrouer ?

Ar c’homzou-ma a lakeaz drouk er roue, ha setu hen ha lavaret lemma begou ugent korzenn, ha sanka ar c’horzennou-ze d’ann avieler santel dindan ivinou he zaouarn hag he dreid. Mes peger kriz bennag ma’z oa he boan, Benjamin ne fallgaloune ket, hag ar joa a bare bepred var he dal.

Ar roue a egare o velet kement all. Kredi a rea e klaske ar merzer iaouank ober goab anezhan. Ordren a eure eta sanka korzennou all er plasou goridika euz he gorf, hag ho jacha kuit enn eur frap krenn evit ho zanka dioc’htu adarre er memes plasou. Piou ne skrijfe ket o sonjal enn eunn hevelep iudazerez ? Mad, kaer a ioa he vourrevi, Benjamin a jome ato laouen hag a gendalc’he da veuli ha da drugarekaat Doue abalamour m’en doa he gavet din da c’houzanv ar maro evit ar feiz. Ar pez a roe kement-se a nerz d’he ene oa ann esperans en devoa da vont heb dale d’ar baradoz.

Erfin ar roue, o velet ne c’helle ket beza treac’h d’ezhan, a reaz planta eur peul enn he vouzellou dioc’h ann traon. Evelse ec’h echuaz ar zant-ma he vuez hag he verzerenti gloriuz, e tro ar bloaz 424 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Ann eskop a zo hano anezhan e buez ar zant-ma a oue kaoz ma tirollaz eur bersekusion vraz a enep ar gristenien er Pers, o pilat d’ann traon eunn templ el leac’h ma veze adoret ann tan gant tud ar vro. Setu aze penaoz e reer avechou kalz drouk o klask ober guelloc’h eged ar re all. N’e ket dre heg hag o pilat ho zemplou d’ann traon eo e c’hounezer ar baianed d’ar feiz, mes o tiskouez d’ezho dre rezouniou sklear ar virionez euz ar relijion gristen. N’e ket dre heg ken nebeut hag a daoliou baz eo e tigaser adarre var ann hent mad ar re a ioa faziet divarnhan, mes enn eur rei d’ezho da goumpren dre gaer pegen diskiant int bet o kuitaat ann hent-se. Ann nep a zo meetr var ar re all a dle en em zervichout euz ann holl c’halloud en deuz evit miret outho da offansi Doue ; mes ann nep n’e ket mestr n’en deuz ken da ober nemed rei skouer vad d’he nesa, pedi evithan, hag he gelenn gant dousder ha gant karantez mar en deuz esper da veza selaouet.