Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Iann Ermit

Eus Wikimammenn
◄   Ludjer Iann Ermit Gontran   ►



ar seizved var ’nn ugent a viz meurs


SANT IANN, ERMIT
————


Ar zant-ma a ioa ganet enn Ejipt var dro ar bloaz 305. O veza m’oa paour he dud, e teskaz ar vicher a galvez evit gounit he voued. Mes Doue a lakeaz enn he spered ar zonj da guitaat ar bed, ha d’ann oad a bemp bloaz var’nn ugent ez eaz da bedi eunn ermit koz da ober skol d’ezhan var ar guella feson da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez.

Ann ermit koz a glaskaz gouzout, da genta, ha bez’ ez oa Iann eunn den humbl ha sentuz. Eunn devez eta e plantaz eur skour seac’h enn douar, hag e lavaraz d’ann den iaouank doura ar skour-ze diou vech bemdez ken na zavche bleun ha frouez ennhan. Iann a reaz a boent da boent ar pez a ioa merket d’ezhan, ha n’euz fors pe seurt amzer a veze ne vanke morse da vont diou vech bemdez, eunn hanter-heur vale ac’hano, da gerc’hat dour da deuler var ar skour seac’h. Doue a rekoumpansaz he zentidigez dre eur burzud kaer ; rak a benn bloaz ar skour seac’h a zougaz bleun ha frouez. Mes ar bleun hag ar frouez-se ne oant c’hoaz netra e skoaz ar re a zougaz ann den iaouank he-unan : hema a deuaz da veza eur blantenn dudiuz e chardin ann Iliz.

Goude maro he vestr, Iann a dremenaz pemp bloaz o vizita ar c’houenchou divar dro evit kreski muioc’h-mui ann anaoudegez en devoa dija euz a skiant ar Zent. En em denna a eure erfin enn eur garrek kleuz a ioa var eur menez distro, hag e toull ar garrek-ma e vevaz he-unan betek ann oad a zek vloaz ha pevar-ugent, kentoc’h egiz eunn eal eged egiz eunn den. Ne zebre nemed eur vech bemdez, dioc’h ann noz, ha morse netra boaz; frouez ha louzeier kriz, ha c’hoaz nebeut anezho, setu aze he holl vagadurez. Eur prenest a ioa var he ermitach, ha dre ar prenest-se e reseve ar pez en deveze ezomm. Dre ar prenest-se ive e kaozee ouz ar re a deue d’he velet, mes da zadorn ha da zul hebken : enn deiziou all ne gomze nemed ouz Doue.

Ar brud euz he zantelez a reaz da gement a dud diredet d’he gaout, evit goulenn kuzul diganthan divar benn silvidigez ho ene, ma oue red sevel eunn ti evitho e kichen ar garrek kleuz. Iann a veze laouen ouz ann holl pa veze he zevez da gaozeal, ha merka a rea da bep hini ar pez en doa da ober evit en em zantifia hag en em ziouall dioc’h ar pec’hed. Biskoaz avad ne lezaz maouez ebed da dostaat ouz he ermitach.

Doue a roaz d’ezhan ann donezoun a viraklou, hag ar c’halloud da lenn e goeled ar c’halounou ha da anaout ar pez a dlie erruout enn amzer da zont. Diskleria a eure e vije ann impalaer Theodoz treac’h d’ann impalaer Maksim ha d’ann impalaer Eujeen, hag ann traou a zigouezaz evel m’en doa lavaret.

Eunn devez, seiz manac’h euz a Jerusalem a deuaz da velet ar Zant. Iann ho digemeraz gant karantez hervez he gustumm, hag a reaz d’ezho eur brezegenn hirr, leun a genteliou euz arre dalvoudusa evitann ene. « — Etouez ann techou fall, emezhan, oc’h euz ar muia ezomm da vouga enn ho kaloun, unan euz ar re genta eo ann hini a zoug ann den da denna gloar euz ar vad a ra, pe euz ar vad a zo ennhan. Ann tech-ma en deuz dija kollet kalz a dud... »

Var gement-se, ar Zant a gountaz d’ar re a ioa oc’h he zelaou histor eunn ermit hag a laboure he-unan da c’hounit he voued, a gastize he gorf dre ar rusta pinijenn, a dremene ann noz hag ann deiz o pedi Doue, hag a ioa eur skouer a bep seurt vertuziou. Mes ann ermit-se, o sonjal pegel lark oa eat dija var hent ar zantelez, a zavaz foug ha lorc’h ennhan, hag ann dra-ma a oue aoualc’h evithe goll. Ann drouk-spered hen lakeaz da goueza enn eur pec’hed vil, ha goudeze en devoue kement a vez ma ne gredaz ket kovez ar pec’hed-se. Neuze ec’h en em roaz d’ann dizesper hag e kuiteaz he ermitach evit distrei er bed. Eno siouaz ! ec’h en em daolaz holl d’al libertinach, hag e chomaz aheurtet enn he zizursiou.

Sant Iann, o c’houzout e tostea he heur diveza, ne falvezaz d’ezhan mui guelet den ebed. Mervel a eure e peoc’h, a greiz pedi Doue, er bloaz 395.


SONJIT ERVAD

Ann ermit a zo hano anezhan e buez ar zant-ma en em gollaz abalamour ma savaz foug ha lorc’h ennhan o velet pegel lark oa eat dija var hent ar zantelez. Diouallit eta dreist peb tra da denna gloar euz ar vad a c’hell beza ennhoc’h. Ann ermit-se, o veza kouezet enn eur pec’hed vil, en devoue kement a vez goudeze ma ne gredaz ket kovez he bec’hed. Diouallit ive na veac’h trec’het gant eur vez ken diskiant. Mar oc’h euz bet ar zempladurez da goueza enn eur pec’hed marvel bennag, red e d’ehoc’h diskleria ar pec’hed-se d’ho konfesour, pe red eo e ve diskleriet eunn deiz dirak ar bed holl ; guelit pehini euz ann diou vez-se a zo guella d’ehoc’h da c’houzanv. Daoust ha n’e ket guelloc’h d’ehoc’h ha kant mil guech guelloc’h, kaout eunn tammik mez o kovez ho pec’hed er bed-ma eget klevet diskuill anezhan dirak ann dud holl da zeiz braz ar varn jeneral ? Ouspenn-ze, ma kovesait ho pec’hed, e teui adarre ar peoc’h enn ho spered hag ar joa enn ho koustians, ha ma n’her c’hovesait ket, er c’hountrol, e chomo ato enn hoc’h ene evel eunn drean hag a raio poan d’ehoc’h noz-deiz.