Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Gontran

Eus Wikimammenn
◄   Iann Ermit Gontran Eustaz   ►



ann eizved var ’nn ugent a viz meurs


SANT GONTRAN, ROUE
————


Gontran a ioa mab da Gloter, roue Frans. Tri breur en devoa, hada varo ho zad, he vreudeur hag hen a rannaz ar rouantelez entrezho. Gontran enn devoue ar Bourgogn evit he lod, hag a ieaz da jom da gear Chalon. He vuez ne oue ket ato direbech aoualc’h, hag ober a reaz zoken faotou braz; mes goalc’hi a eure ar faotou-ze dre ann daelou euz eur guir binijenn.

Doue a zigasaz d’ezhan eur maread kroaziou, ha kroaziou euz ar re bounnera. Diou vech oa bet dimezet, ha diou vech e oue intanv abred. Tri mab en doa bet, unan euz he c’hreg kenta ha daou euz he eil greg ; mes ho zri e varvchont enn eunn oad tener, ha setu n’en devoa mui heritour ebed. Bez’ en devoue ive kalz da c’houzanv a berz daou euz he vreudeur hag a berz he ziou c’hoar-gaer ; unan euz ar re-ma zoken a glaskaz meur a vech lamet he vuez diganthan. Mes Gontran a zougaz ann holl groaziou-ze a galoun vad hag heb en em glemm ; joa oa ganthan kaout tro dre eno da baea da justis Doue ar boan dleet d’he bec’hejou.

Gouzout a rea ne c’helle ober netra guell evit beza pardounet eget pardouni he-unan d’ar re o deveze hen offanset. Abalamour da ze e veze prest ato d’en em unani gant he enebourien, ha mar teue ar re-ma da vankout d’ho ger, hen a zalc’he bepred d’he hini. Ann daou vreur o doa great brezel d’ezhan o veza bet lazet, ar Zant a zervichaz da dad da vab unan anezho ha da baeroun da vab egile, petra bennag mamm hema oa ar c’hoar-gaer-ze e devoa klasket lamet he vuez diganthan meur a vech.

Pa zigoueze eur goall dra bennag enn he rouantelez, Gontran a damalle ann dra-ze d’he faotou he-unan pe da faotou he zujidi. Eunn droiad, he arme a oue trec’het gant arme Visigothed Spagn. Raktal e c’halvaz dirazhan ar jeneraled hag ann offiserien, hag e komzaz outho evelhenn : « — Penaoz, emezhan, e c’hellfemp-ni gounit ar viktor pa’z oump ker fall da gerzet var roudou hon tadou koz? Ar re-ma a denne bennoz Doue var ho armou dre ho respet evit ann eskibien, ann ilizou hag ann holl draou sakr ; mes ni a denn he valloz dre hon dizursiou. Mar d-eo me a zo kaoz on euz kollet gant hon enebourien, ra gouezo varnon breac’h justis Doue; mes mar d-e c’houi hoc’h-unan eo, e veritit ma ve trouc’het ho penn diouzhoc’h. »

Goulskoude ar Zant ne lakeaz ket ar jeneraled hag ann offiserien-ze d’ar maro ; ne reaz nemed lamet ho c’harg digant hiniennou anezho abalamour m’o doa lezet re a gabest gant ar zoudarded.

Eunn droiad all edo ar vosenn er vro, hag ann dud a varve dioc’h ann druill. Kerkent Gontran a zonj adarre n’euz ken kaoz d’ar c’hlenved nemed he bec’hejou he-unan pe bec’hejou ar bobl. Setu perak ec’h ordren d’ann holl iun epad tri devez divar bara ha dour, ha kinnig a ra he vuez da Zoue evit savetei hini he zujidi.

Ar zant-ma a laboure dreist peb tra da lakaat ar feiz hag ann devosion da ren etouez ar bobl. Evit maga ar feiz hag ann devosion-ze, e savaz meur a iliz ha meur a gouent hag e stagaz leveou nevez ouz ar re a ioa bet savet enn he raok. Poania a rea ive da skanvaat ann taillou ha da viret na vije great dislealded ebed e kenver ann dud paour. He-unan e roe ann aluzenn gant largentez, ha bez’ ez oa tad ha difennour ann intanvezed hag ann emzivaded. Ken dic’hloar oa ma’z ea da velet he zujidi d’ho zi, ha ma’c’h azeze ouzho zaol evel eur mignoun. Dibaot a roue a zo bet ker karet hag hen ; mes ar penn-kaoz euz ar garantez-se oa he zantelez. Ann holl her c’hemere evit eur zant. Difframmet e veze tammou euz he zillad evit ho lakaat d’ar re glanv.

Gontran a gleve bemdez ann offerenn, ha kovez ha kommunia a rea ive aliez. He respet evit ann eskibien a ioa ker braz ma choulenne kuzul digantho, n’e ket hebken evit ar pez a zelle oc’h mad ar relijion, mes c’hoaz evit ar pez a zelle ouz gouarnamant he rouantelez. Erfin e kouezaz klanv ha d’ann 28 a viz meurs euz ar bloaz 593 e roaz he ene santel da Zoue. Edo neuze enn he eiz vloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Ar c’hroaziou a zigas Doue d’eomp epad ar vuez-ma a zo merkou euz he vadelez enn hor c’henver ; rak dre ar c’hroaziou-ze e ro tro d’eomp da baea d’he justis ar boan dleet d’hor pec’hejou. E leac’h eta en em jala hag en em glemm pa zigouez ganehoc’h eunn drouk, eur c’holl, pe eunn displijadur bennag euz a berz ho kerent pe dud ho ti, grit evel sant Gontran : soublit a galoun vad da volontez Doue, dougit ho kroaz gant eur spered a binijenn, hag evelse ann drouk, ar c’holl pe ann displijadur-ze a zervicho d’ehoc’h da ober ho purkator var ann douar, da greski ho mirit dirak Doue, ha da greski ive dre eno ar rekoumpans a zo ouz ho kortoz er baradoz.