Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Eozen

Eus Wikimammenn
◄   Venans Eozen Bernardin a Sienn   ►



ann naontekved devez a viz mae


SANT EOZEN, ALVOKAD AR BEORIEN
————


Eozen a ioa ganet e maner Kermartin e kichen kear Landreger e Breiz-Izel, hag a oue skoliet e ti he dad enn he vugaleach. D’ann oad a bemzek vloaz, e oue kaset da Baris da ober he studi, hag ac’hano e teuaz da Orlean. Hogen, he vamm e devoa lavaret d’ezhan aliez beva ato enn hevelep feson ma vije eur zant eunn deiz, hag ar c’homzou-ze a ioa eat doun enn he spered hag enn he galoun. Var evez e veze dalc’h mad evit en em ziouall diouz ar pec’hed ha pellaat dioc’h ar goal goumpagnuneziou. Dougen a rea bepred eur c’houriz reun, ha morse ne zebre tamm kig, na ne eve banne guin ebed. He gousk a veze berr enn noz, ha c’hoaz ne gouske nemed var eunn dorchenn golo gant eul levr pe eur mean dindan he benn. Epad ann azvent hag ar c’horaiz, ha meur a zevez all er bloaz, e iune divar bara ha dour.

Pa oue echu he studi ganthan, Eozen a zistroaz da Vreiz, hag a resevaz ann Ursiou sakr e Roazon. Eskop ar gear-ma her c’hargaz da varn ann dud a iliz pa zave klemm enn ho enep, pe pa veze eur gudenn bennag da zirouestla etre ann dud fidel hag hi. Mes ar brud euz he zantelez a reaz da eskop Landreger he c’houlenn da vont di p’e guir oa ganet eno, hag Eozen a ieaz. Ann eskop-se a roaz d’ezhan e Landreger ar garg en devoa kent e Roazon.

Hogen, ne c’houfe den lavaret gant pebez lealded e rea he zever er garg-se. N’oa ket evit miret da vouela bep vech ma renke dougen eur zetans; rak sonjal a rea e vije barnet he-unan gant Doue goude beza barnet ar re all. Da genta, e klaske unani ann diou gostezenn, ha pa ne c’helle ket dont a benn euz he daol, e troe ato gant ann hini a gave d’ezhan a veze ar guir ganthi. Mes ar pez a remerket ennhan ar muia oa he druez hag he garantez evit ann dud paour, evit ann intanvezed hag ann emzivaded keiz. N’oa ket evit gouzanv e vije great ann distera gaou outho, hag avechou ec’h en em garge da zifenn ho c’haoz dirak barnerien ar c’houarnamant; abalamour da ze e oue leshanvet Alvokad ar beorien.

Eunn droiad en doa bet ezomm da vont da Dour, ha mestrez ann ti el leac’h m’oa diskennet a lavaraz d’ezhan : « — Me zo diez va fenn gant eunn dra, emezhi. Daou varc’hadour a zo erruet ama eunn tachad zo, hag o deuz roet d’inn da c’horrenn eur valizenn hag a ioa ennhi var ho meno daouzek kant skoed enn aour. Evit guir, pounner aoualc’h oa. Mes lavaret a rejont d’inn arabad oa rei ar valizenn-ze da nikun anezho nemed egile a vije var al leac’h. Goulskoude, a benn c’houec’h devez goude, unan euz ann daou varc’hadour a deuaz d’he goulenn diganen var digarez ober eur baeamant bennag, ha me, o sonjal oant kamaladed vraz ho daou, he roaz d’ezhan. Mes, abaoue, egile a zo deuet d’he goulenn d’he dro, ha p’en deuz klevet em boa dija he roet d’he goumpagnoun, ez euz eat drouk ennhan hag en deuz va galvet dirak ar Justis. C’hoant en deuz d’am lakaat da baea d’ezhan talvoudegez ar pez a ioa er valizenn, ha varc’hoaz ema devez ar varnedigez, »

Eozenn a ioa eur mestr evit dizelei finesaou ha troiou kamm ann dud fallakr. Respount a eure dioc’htu d’he hostizez : « — Ma ro hoc’h alvokad kounje d’inn, me a zifenno ho kaoz va-unan. » Ann alvokad a roaz kounje, hag antronoz ar Zant a gomzaz evelhenn ouz ar barner : « — Ar vaouez-ma a zo prest da rei ar valizenn a c’houlenner diganthi var bouez ma vezo ar marc’hadour all var al leac’h ; rak, hervez ann emgleo a zo bet etre ann daou estranjour hag hi, ne c’hell ket rei ar valizenn-ze da unan anezho ma n’ema ket egile asambles ganthan. »

Ar barner a gavaz mad ar pez a lavare Eozen, ha kerkent e oue guelet ann hini en doa galvet ann hostizez dirak ar Justis o chench liou hag o krena evel eur bern deliou. Ann den-ze a anzavaz ne oa er valizenn nemed tachou koz hag hernach fall, hag a oue koundaonet he-unan evel laer.

D’ann oad a zaou vloaz ha tregont, ar Zant a oue hanvet da bersoun e parrez Tredrez, hag ac’hano e oue kaset da barrez Lohanek a benn eiz vloaz goude. O veza persoun, ec’h implije he holl amzer o pedi Doue, oc’h ober pinijenn, o kelenn he barrisioniz, o teski ho fedennou hag ho c’hatekiz d’ar vugale, o velet ar re glanv hag o pourvei da ezommou ar re baour. Prezeg a rea, n’e ket hebken enn he barrez, mes c’hoaz er parreziou all divar dro, hag e brezounek peurvuia. Hogen, he zarmouniou o doa kement a nerz hag a zouge kement a frouez ma rede ann dud d’he zelaou euz ann eil parrez d’eben.

E kichen he brespital en doa savet eunn hospital, hag ann hospital-ma a veze bepred digor d’ar beorien ha d’ann dud klanv. He-unan e voalc’he ho zreid d’ezho, e louzaoue ho gouliou, e serviche anezho ouz taol, hag aliez e tebre ar pez a jome euz ho dilerc’h. Kerkent ha ma veze echu ann eost, e verze he ed hag e roe ann arc’hant d’ar paour. Unan bennag a lavaraz d’ezhan eunn devez e c’hellje guerza keroc’h mar karje gortoz. « — Me, eme ann den-ze, am euz gounezet pevar guennek dre lur oc’h ober evelse. » Mes Eozen a respountaz raktal : « — Ha me am euz gounezet kant evit unan o verza dioc’htu. »

Ar zervicher braz-ma da Zoue, o veza kouezet klanv prest goude Pask er bloaz 1303, a varvaz e peoc’h d’ann naontek a viz mae, oajet hebken a hanter-kant vloaz. Ann darn vuia euz he relegou a virer c’hoaz hirio e kear Landreger.


SONJIT ERVAD

Sant Eozen a zo paeroun da galz a dud enn hor bro-ni; mes evit kaout sikour diganthan n’e ket aoualc’h dougen he hano, red eo dreist peb tra kemeret skouer diouthan. He vuez a zo bet ato eur mellezour a lealded hag a garantez evit ar beorien. Penaoz, a zonj d’ehoc’h, e c’hellfe-hen beza hoc’h alvokad dirak Doue ma n’oc’h ket hoc’h-unan leal aoualc’h e kenver ho nesa, mar d-oc’h kriz ouz ar paour? Mar fell d’ehoc’h e ve ar Zent ho patrouned enn env, kenta tra oc’h euz da ober eo poania da gerzet var ho roudou, ha da heul ar skoueriou a vertuz o deuz roet d’ar re all epad m’edont var ann douar.