Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Bernardin a Sienn

Eus Wikimammenn
◄   Eozen Bernardin a Sienn Per Selestin   ►



ann ugentved devez a viz mae


SANT BERNARDIN A SIENN, EUZ A URS St FRANSEZ
————


Ar zant-ma a ioa ganet tost da gear Sienn enn Itali. Ne oa nemed tri bloaz pa gollaz he vamm, ha seiz vloaz pa gollaz he dad. Mes savet e oue gant eur voereb hag a zeskaz d’ezhan abred karet ann Aotrou Doue ha beza devot d’ar Verc’hez. He vrasa plijadur enn he vugaleach oa respount ann offerenn ha klevet ar zarmouniou. He druez ouz ar beorien a ioa ive dreist. Eunn devez m’e devoa he voereb kaset eur paour dioc’h he dor heb rei netra d’ezhan, Bernardin a lavaraz d’ezhi dioc’htu : « — Enn han’ Doue, roit eunn dra bennag d’ar paourze; me jomo kentoc’h heb dibri tamm d’am lein. »

Epad m’edo er skol, ann distera ger divalo a lakea anezhan da ruzia. Ken doujet oa var ar poent-se gant he gamaladed ma lavare ar re-ma etrezho pa her guelent o tostaat: « — Peoc’h! peoc’h! ema erru Bernardin. » Eunn droiad, eunn den fall euz a gear a gomzaz d’ezhan a draou vil. Ker buhan ar paotrik santel a c’halv he gamaladed, ha setu hi holl asambles da redet varlerc’h al libertin-ze a daoliou mein.

Pa oue echu he studi ganthan, Bernardin a ieaz enn eur vreuriez a ioa savet enn hospital Sienn evit servicha ar re glanv. Prest goude e teuaz ar vosenn er vro, hag enn hospital Sienn hebken e varve betek trivac’h hag ugent den bemdez. Arre a veze var ho zro a oue sammet ive e nebeut amzer, petra bennag ma’z oa ouspenn kant hanter-kant anezho. Neuze Bernardin ha daouzek den iaouank all euz ann noblans en em ginnigaz da zervicha ar re glanv enn ho flas; bet oant o kovez hag o kommunia araok, egiz pa vijent o vont d’ar maro. Chom a rejont enn hospital epad ar pevar miz ma padaz c’hoaz ar c’hlenved, noz-deiz var zao kouls lavaret. Goulskoude ne bakchont ket ar vosenn ; mes Bernardin a ioa ker skuiz ma krogaz ann derzienn ennhan, hag ann derzienn-ze hen dalc’haz var he vele epad pevar miz all.

Pa oue pare, e c’houlennaz beza resevet enn eur gouent euz a Urs sant Fransez. Pell a ioa dija ma’c’h en voaze da ren eur vuez humbl ha pinijennuz ; evelse, azalek he genta iaouankiz e iune bep sadorn enn henor d’ar Verc’hez. Mes, eur vech eat da vanac’h, oa evel kounnaret ouz he gorf, kement her c’hastize.

Goude ma oue beleget, e oue karget da brezeg. Hogen he vouez a ioa rust ha goloet dre natur ; mes, abalamour d’ar garg a ioa roet d’ezhan, e c’houlennaz digant hor Zalver, dre veritou he vamm benniget, ma teuje da veza dousoc’h ha sklaeroc’h. He bedenn a oue selaouet, ha he vouez a jenchaz enn eunn hevelep feson ma n’oa ket eunn all hag en devije eur vouez ker brao hag hen da zarmoun.

Ar Zant a brezegaz epad tregont vloaz e kement korn a ioa en Itali. Ker brudet ao, hag he gomzou a zouge kement a frouez, ma oue leshanvet Trompill ann env. Var nerz hano Jezuz eo e kounte dreist peb tra evit skleraat ar sperejou ha gounit ar c’halounou. Abalamour da ze e kase ganthan, e kement leac’h ma’z ea, eunn daolennik hag a ioa ann hano santel-ze skrivet varnhi e lizerennou aour, gant eur c’helc’h hag a lugerne tro var dro evel ann heol o para. A greiz sarmoun e tiskoueze ann daolennik-ma d’ar bobl.

Enn despet d’he labouriou abostolik, Bernatdina gavaz c’hoaz amzer da ober levriou a zevosion evit kelennadurez ann dud fidel. Doue en doa roet d’ezhan ive ann donezoun a viraklou, hag ann dar-ze a greske muioc’h-mui ann istim hag ar respet o devoa ann holl evithan. Ar Pab en devoue c’hoant meur a vech d’he henvel eskop ; mez ne falvezaz d’ezhan morse kemeret ar garg-ma.

O veza kouezet klanv d’ann oad a bevar bloaz ha tri-ugent, sant Bernardin a resevaz he zakramanchou diveza, ha goudeze e varvaz leun a veritou derc’hent gouel ar Iaou-Bask, er bloaz 1444, d’ar mare m’edot o kana enn iliz ann antiphonenn-ma euz ar gousperou kenta : « Pater, manifestavi nomen tuum, etc. ; Va Zad, prezeget am euz hoc’h hano d’ann dud.....ha setu brema ez ann davedhoc’h. »


SONJIT ERVAD

Eunn den fall euz a gear Sienn a gomzaz d’ar zant-ma a draou vil enn amzer ma’z oa c’hoaz krouadur. Kerkent ar paotrik a c’halvas he gamaladed, ha neuze e redjont holl asambles varlerc’h al libertin-ze a daoliou mein. Setu aze petra dlefe ar vugale da ober da gement hini a glask deski d’ezho ann drouk hag ho dougen d’ar pec’hed. Ar seurt tud-se ne d’int nemed bleizi dislonket gant ann ifern evit taga ann eneou. Hogen, pa vez ar bleiz er vro, e krier, a bouez-penn euz ann eil tachenn d’eben : « — Harz ar bleiz ! harz ar bleiz ! » Bugale, grit eta evit diouall hoc’h ene ar pez a rit evit diouall ho loaned, ha c’houi, tadou ha mammou, bezit ato var evez gant aoun na ve taget eneou ho pugale gant ar bleiz.