Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Elizabeth a Hongrii

Eus Wikimammenn
◄   Dedi iliz sant Per hag iliz sant Paol Elizabeth a Hongrii Felis a Valoa   ►


ann naontekved devez a viz du


SANTEZ ELIZABETH, INTANVEZ


————


Ar zantez-ma a ioa merc’h da Andre, roue ann Hongrii, hag a roaz a-vihanik merkou kaer euz he c’harantez evit Doue hag evit ar Verc’hez. Araok zoken ma c’houie lenn, e rea digeri dirazhi levr ar zalmou, ha neuze ec’h en em daole d’ann daoulin, e kroaze he daouarnigou, e save he daoulagad varzu ann env hag e chome evelse pell hag hirr da vedita. Pa veze o c'hoari, ez ea ato etrezek chapel ar palez evit lakaat he c’hamaladezed da vont di var he lerc’h, ha pa gave ar chapel serret, e poke da doull ann alc’houez, d’ann or ha d’ar mogeriou. Avechou all e lavare d’he c’hamaladezed : « — Gourvezomp ama eur pennadik var ann douar, ann eil e kichen eben, da velet pehini ac’hanomp eo ar vrasa. » Hag epad ann amzer-ze e lavare goustadik eunn Ave Maria, enn henor d’ar Verc’hez.

O veza bet dimezet da Loiz, duk a Durenj, Elizabeth a gendalc’haz da ren ar vuez devot e devoa renet enn he bugaleach, ha ken aketuz oa bepred d’he deveriou e kenver Doue evel da zeveriou he stad. Hogen, a benn c’houec’h vloaz goude m’oa dimezet, ha d’ar mare m’edo he fried enn Itali asambles gant ann impalaer Frederik II, e oue eur gernez spountuz enn Turenj, betek zoken ma varve eur maread tud gant ann naoun.

Ar Zantez a oue rannet he c’haloun o klevet kement all ; rak hed ar vech e devoa bet ive eur garantez tener evit ar beorien. Raktal e reaz ingala etre ar re o doa ar muia ezomm kement guennek a ioa e tenzor ar palez, ha d’ann ampoent ez oa kalz. Goudeze e lavaraz digeri ar grignoliou a ioa leun a ed, hag ober bara gant ann ed-se da rei d’ann dud keiz. Offiserien ar palez a gleme ; mes red e oue d’ezho senti, ha dre ma teue ar bara euz ar forn, Elizabeth he-unan her c’hase d’ar beorien a veze o chortoz er meaz. Maga a rea evelse betek nao c’hant paour bemdez.

Goulskoude ar palez a ioa var eunn dorgenn pe eur menez huel, hag ann holl n’oant ket krenv aoualc’h evit pignat eno. Mes ar Zantez a ziskenne ive da gaout ar re ne c’hellent ket mont da glask, hag er gear a ioa e traon ar menez e lakeaz sevel daou hospital evitho, heb kounta eunn all a ioa bet savet dija dre he urs, enn hanter'nn hent etre ar gear-ma hag ar palez, evit ar re doc’hora anezho. Diou vech bemdez, dioc’h ar mintin ha dioc’h ann noz, ez ea da ober eur bale d’ann hospitaliou-ze evit servicha ann dud keiz a veze dastumet ennho. He-unan e roe da zibri d’ar re a veze donjerusa ho c’hlenved ; he-unan e trese ho gueleou hag e louzaoue ho gouliou, ha pa veze echu he labour ganthi, e poke d’ho daouarn ha d’ho zreid.

Pa zistroaz ann duk d’ar gear, offiserien ar palez a lavaraz d’ezhan : « — Ann dukez a gaso ac’hanhoc’h da baour, » « — Petra, eme ar prins, guerzet e deuz douarou ann dukach ? » « — N’e deus ket,» emezho. « — Mad, eme ann duk, list anezhi neuze : he aluzennou a denno bennoz Doue varnomp. »

Er bloaz varlerc’h, Elizabeth a gollaz he fried, ha kerkent e oue lakeat er meaz euz ar palez gant he breur-kaer. Hogen, pevar c’hrouadur e devoa, eur mab ha teir merc’h, ha ne gavaz ken lojeiz evitho hag evithi he-unan nemed eur c'hraou moc’h ! ! ! Hi, merc’h da eur roue, hi hag e devoa great kement a vad enn Turenj enn amzer ar gernez !

Euz ar c’hraou-ze e klevaz ar venac’h euz a Urs sant Fransez o kana ho offis e kreis ann noz enn eunn iliz a ioa e kichen, ha setu hi ha mont raktal da lavaret d’ezho : « — Kanit ann Te Deum da drugarekaat Doue evit ar c’hras en deuz great d’inn da veza disprijet evel ma’z ounn. »

Etre daou goulskoude eskop Bamberg, he eontr, a lakeaz rei d’ezhi ar pez e devoa bet enn argoulou digant he zad. Neuze e reaz sevel e Marbourg eunn ti koat toet gant taouarc’h, ha goude beza kemeret sae ar binijenn e Trede-Urs sant Fransez, e tremenaz enn ti-ze ann nemorant euz he buez. He holl amzer a implije o pedi Doue hag o neza evit gounit he boued, nemed ez ea ato diou vech bemdez da zervicha ann dud klanv enn hospitaliou.

Mervel a eure leun a veritou d’ann 19 a viz du euz ar bloaz 1231, oajet hebken a bevar bloaz var’nn ugent. Doue, evit rekoumpansi he humilite, en doa roet d’ezhi ann donezoun a viraklou.


SONJIT ERVAD

Santez Elizabeth a lakeaz kana ann Te Deum evit trugarekaat Doue euz ar c’hras en doa great d’ezhi da veza goal-gaset ha disprijet. Ar zent holl peurvuia o deuz karet guelet ann dud oc’h ober fae varnezho. Ma ne c'hellit ket gouzanv gant joa ann disprij a reer ac'hanoc'h, gouzanvit-hen da vihana gant pasianted, heb en em jala re, hag evelse ana disprij-se a vezo kountet d’ehoc’h da greski ho mirit dirak Doue, ha da greski ive dre eno ho kloar hag hoc’h euruzded er baradoz.