Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Dedi iliz sant Per hag iliz sant Paol

Eus Wikimammenn
◄   Gregor Taumaturj Dedi iliz sant Per hag iliz sant Paol Elizabeth a Hongrii   ►


ann trivac'hved devez a viz du


DEDI ILIZ SANT PER HAG ILIZ SANT PAOL E ROM


————


Ann dud fidel o deuz bet ato ar brasa respet evit ar plasou el leac’h ma veze enterret korfou ar Zent, pe el leac’h ma veze eul lodenn bennag euz a relegou ar Verzerien. Mes, etouez ar plasou-ze, bez sant Per eo ann hini ma’z euz bet hed ar vech ar muia devosion evithan. Raktal goude maro ann Abostol, ar gristenien a zirede di euz a gement korn a ioa er bed evit henori ar Mean m’en devoa hor Zalver diazezet he Iliz varnhan, ha goulenn sikour digant ann hini m’en doa Jezuz-Krist roet d’ezhan alc’houeziou ar Baradoz.

Sant Per a ioa bet enterret var menez ar Vatikan, el leac’h m’en doa gouzanvet ar verzerenti. Ar menez-se a ioa d’ann ampoent er meaz euz a gear, ha prest goude, ar pab sant Anaklet a reaz sevel eno eunn orator pe eur chapelik. Mes ann impalaer Konstantin, o veza digoret he zaoulagad da sklerijenn ar feiz ha resevet he-unan ar vadiziant, a falvezaz d’ezhan sevel eunn iliz gaer e plas ar chapelik-ma.

Eünn devez eta ez eaz da venez ar Vatikan, ha pa oue erruet, e lamaz he gurunenn divar he benn, hag ec’h en em strinkaz d’ann daoulin enn eur skuill eur mor a zaelou. Goudeze e kemeraz eur bal hag eur varr, hag e tennaz ac’hano daouzek boutekad pe banerad douar e memor euz ann daouzek abostol, evit diskouez e pe leac’h en doa c'hoant e vije savet ann iliz nevez. Staget e oue dioc’htu d’al labour, ha pa oue echu ann iliz, sant Silvestr a reaz ann dedi anezhi d’ann trivac’h a viz du evel m'en doa great d’ann nao ann dedi euz a iliz hor Zalver. Ar pab a gonzakras ive ann aoter vean a ioa bet lakeat enn iliz-ma dre he urs, hag er memes amzer e tifennaz lavaret ann offerenn hiviziken var eunn aoter goat.

Goulskoude ann iliz-se, savet e Rom gant ann impalaer Konstantin enn henor d’ann abostol sant Per, a ieaz da fall gant ann amzer ; setu ma oue red sevel adarre eunn iliz all enn he flas. Hogen, var dro c’houec’h-ugent vloaz e ouet o sevel ann iliz all-ma, ha meur a bap a lakeaz labourat varnhi ; mes ive houma eo brasa iliz a zo er bed katolik. Bez e deuz c’huec’h kant dek ha pevar-ugent troatad a hirrder, var dro pevar c’hant tregont troatad a ledander, ha tost da bevar c’hant ugent troatad a huelder betek ar groaz a zo var c'horre ann tour.

Dindan ann aoter vraz ema ar pez a hanver Konfesion sant Per, da lavaret eo, al leac’h ma’c’h anzavaz he feiz enn eur c’houzanv ar maro evit Jezuz-Krist ; rak e latin e vez lavaret : kovez he feiz, e leac’h lavaret : anzao he feiz. Eno ema ive he relegou ha re ann abostol sant Paol, hag he batrom a zo enn tu deou paz eer enn iliz. Er patrom-ze, sant Per a zo azezet var he gador ha savet he zorn ganthan da vennigen ann dud fidel. Ar bardôunerien a gustum peurvuia poket d’he droad, ha biz meud ann troad-ma a zo uzet gant ho muzellou.

Tro var dro d’ann deleziou a zo da ziskenn er Gonfesion, ez euz kant hanter-kant lamp var elum, hag oc’h ann aoter a zo var c’horre n’euz nemed ar pab, pe ar re o deuz bet kounje digant ar pab, hag a c’hellfe offerenna.

Ar pab Urban VIII a reaz ann dedi euz a iliz nevez sant Per, d’ann trivac’h a viz du euz ar bloaz 1626, evel m’en doa great sant Silvestr ann dedi euz ann iliz goz, hag hirio e selebromp ar memor eus ann diou zedi solanel-se.

Ann impalaer Konstantin en doa lakeat c’hoaz sevel eunn iliz all var hent Ostii, e kichen Rom, el leac’h m’oa bet dibennet ann abostol sant Paol hag enterret he gorf. Ann iliz-se a oue konsakret ive gant ar pab sant Silvestr ; mes abaoue ez euz bet renket he zevel a nevez meur a vech. Ar vech diveza a oue er bloaz 1823. Neuze e krogaz ann tan goall ennhi, hag e oue devet-holl. Mes gant sikour aluzennou ann holl gristenien, e oue savet adarre kaeroc’h eget biskoaz, ha d’ann dek a viz kerzu 1854, ar pab Pi Nao a reaz ann dedi solanel euz ann iliz nevez dirak ann darn vuia euz ar gardinaled, ha dirak ann eskibien a ioa eat da Rom evit klevet diskleria hag embann a vouez huel oa bet konsevet ar Verc’hez Vari heb beza saotret gant ar pec’hed orijinel. Hirio e selebromp ive ar memor euz ann dedi-ze.


SONJIT ERVAD

Ann ilizou great gant mein n’int ket hebken tiez ann Aotrou Doue, mes bez’ez int, ouspenn, eur merk euz hor Zalver Jezuz-Krist he-unan, e kement ha ma ren er bed-ma dre ann Iliz katholik, hag e kement ha ma reno da viken er baradoz asambles gant ann eneou euruz. Ar guel eta euz a eunn iliz great gant mein a dle ober d’ehoc’h poania muioc’h-mui da veva var ann douar evel guir gristenien ha guir vugale d’ann Iliz katholik, evit ma c’hellot kaout dor-zigor enn Iliz ann env goude ho maro.