Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Ar Groaz Savet

Eus Wikimammenn
◄   Maorill Ar Groaz Savet Achard   ►



ann pevarzekved devez a viz guengolo


GOUEL AR GROAZ SAVET
————



D’ann trede a viz mae, deiz gouel ar Groaz Kavet, on euz guelet e lezaz santez Helena al lodenn vrasa euz a vir groaz hor Zalver enn iliz gaer e devoa great sevel var he vez. Hogen, enn amzer ann impalaer Heraklius, Kosroes, roue Pers, a gemeraz dre nerz kear Jerusalem, hag a gasaz ganthan ar c’hoat sakr-se en devoa kement a briz evit ar gristenien.

Ar re-ma a ioa rannet ho c’haloun o sonjal oa kouezet guir groaz Jezuz-Krist etre daouarn ar baianed, hag Heraklius a glaskaz ober ar peoc’h gant Kosroes evit kaout anezhi enn dro. Mes roue Pers, o vezaar c’hrenva d’ann ampoent, a respountaz n’o doa ar gristenien peoc’h ebed da c’hortoz euz he berz keit ha ma ne falvezche ket d’ezho adori ann heol evel ar Persed.

Neuze Heraklius a c’houlennaz sikour digant Doue dre ar iun hag ar bedenn, ha goude beza savet eunn arme, ec’h en em lakeaz he-unan e penn he zoudarded, eur grusifi ganthan enn he zorn, evit mont da ober brezel da Gosroes. Gounit a reaz heb dale viktor var viktor, hag armeou ar Persa renke ato techet enn he raok.

Goulskoude Kosroes ne felle ket d’ezhan c’hoaz klevet hano a beoc’h. Mes didronet e oue gant he vab Siroes, hag hema, goude beza taolet he dad er prizoun hag he lezet eno da vervel gant ann naoun, a hastaz affo sina ar peoc’h gant Heraklius. Hogen, kenta tra a ioa merket, enn emgleo a oue great dre skrid etre ann impalaer hag hen, oa ma vije roet enn dro d’ar gristenien al lodenn euz ar guir groaz a ioa bet eat gant Kosroes, pevarzek vloaz araok, euz a iliz bez hor Zalver e Jerusalem.

Pa zistroaz Heraklius da Gonstantinopl gant ann tenzor kaer-ze, ar bobl holl a ziredaz d’he ziambroug gant skourrou olivez ha goulou var elum, evit diskouez ar blijadur en doa o velet adarre guir groaz Jezuz-Krist etre daouarn ann dud fidel. Er bloaz varlerc’h, ann impalaer a ieaz he-unan da gas ar c’hoat sakr da Jerusalem, hag enn eur erruout eno e sammaz anezhan var he ziouskoaz evit he zougen betek menez Kalvar. Mes, p’edo o tremen dre ann or a sko var hent ar menez, ec’h en em gavaz dalc’het enn he za enn eunn taol kount egiz pa vije unan bennag o viret outhan da vont larkoc’h. Heraklius n’oa ket evit koumpren petra zinifie ann dra-ze ; mes Zakarii, patriarch Jerusalem, a lavaraz d’ezhan : « — Diouallit, Prins, na veac’h gant ho tillad a impalaer re zishenvel dioc’h hor Zalver p’edo o tougen ar groaz-se he-unan. Jezuz-Krist a ioa guisket paour, ha c’houi a zo ganehoc’h eur vantell alaouret ; Jezuz-Krist ne oa nemed spern enn dro d’he benn, ha var hoc’h hini-c’houi ez euz eur gurunenn berlez ; Jezuz-Krist a ioa diarc’henn, ha c’houi a zo ho poutou enn ho treid. »

Ann impalaer a dennaz raktal he vantell alaouret, he gurunenn hag he voutou, ha kerkent e c’hellaz mont araok adarre ha dougen ar guir groaz betek iliz bez hor Zalver. Eno e oue lakeat el leac’h m’edo kent, hag hirio e reomp ar memor euz ann deiz ma oue kaset evelse d’he flas koz gant eur zolanite vraz, goude beza bet pevarzek vloaz etre daouarn ar Persed. Ar re-ma n’o doa ket digoret ar voest arc’hant m’edo ar c’hoat sakr ennhi ; rak ar ziell a ioa chomet ato var ar voest-se keit ha m’oa bet gantho. Mes da genver ann deiz-ma e oue digoret, hag ar guir groaz a oue lakeat a vel d’ar bobl evit ma c’hellje ann holl he adori.


SONJIT ERVAD

Dre ar groaz eo oc’h bet prenet, ha dreizhi e resevit c’hoaz ar pardoun euz ho pec’hejou ha kement gras a zeu d’ehoc’h euz ann env. Bezit eta bepred leun a respet, n’e ket hebken evit guir groaz hor Zalver, mes ive evit ann holl groaziou all abalamour ma’z int imach eben, ha ne dremenit morse ebiou da eur groaz heb he zaludi gant devosion.

Ho poaniou a gorf pe a spered a zo evel eul loden euz Kroaz ho Salver digaset d’ehoc’h gant Doue. Boazit eta ho digemeret hag ho dougen a galoun vad, pa roont d’ehoc’h henveledigez gant Jezuz.