Buhez ar Sent/1913/Achard

Eus Wikimammenn
◄   Ar Groaz Savet Achard Siprian   ►



ar pemzekved devez a viz guengolo


SANT ACHARD, ABAD
————



Ar zant-ma a ioa ganet e Poatie a dud a lignez huel, hag a oue lakeat er skol gant eur manac’h a ioa brudet dre he vertuz hag he vouiziegez. Chom a reaz eno betek ann oad a c’houezek vloaz, ha goudeze he dad her c’hasaz da balez ar roue ; rak he dad en doa c’hoant da ober eunn offiser anezhan. He vamm, er c’hountrol, e devoa sonj ez aje da velek ; rak her goestlet e doa da Zoue abalamour m’oa bet dare d’ezhi mervel p’edo oc’h he lakaat er bed. Hogen, he vamm eo a c’hounezaz.

D’ann oad a drivac’h vloaz, Achard a ziskleriaz d’he dad n’e ket rouaned ann douar, mes Roue ann env, eo a felle d’ezhan da zervicha. O klevet ar c’homzou-ma, he dad ne glaskaz ket zoken enebi outhan hag hen lezaz da ober he volontez. Achard en em dennaz raktal e kouent Jouin, el leac’h ma tremenaz pemp bloaz ha tregont.

Epad ann amzer-ze e teuaz da veza habil var ar skianchou sakr, hag ez ea bemdez larkoc’h-larka var hent ar zantelez. Doue a roaz d’ezhan ann donezoun a viraklou, ha kement den klanv a veze digaset d’he gaout a veze pareet ganthan.

Etre daou, sant Philiber, abad Jumiej, a erruaz er Poatou, hag ar brud anezhan a redaz buhan betek ar penn pella euz ar vro. Kerkent, Achard a guiteaz Jouin evit mont da veva e koumpagnunez ar zant-se, enn esper deski ganthan eunn dra bennag a nevez divar-benn ar guella feson d’en em zantifia. Mes a veac’h en devoue sant Philiber guelet Achard ma remerkaz ennhan eur mirit dreist-ordinal ha m’hen lakeaz da abad e kouent Kense. Divezatoc’h zoken e c’houlennaz kounje digant eskop Poatie d’her c’harga da c’houarn abati Jumiej enn he blas, evit chom he-unan er Poatou.

Hogen, enn abati Jumiej ez oa nao c’hant manac’h, ha pemzek kant mevell pe devezour evit sikour ar venac’h da ober ho labour. Red oa eta kaout eul lagad lemm hag eur furnez heb he far evit delc’her urs etouez kement all a dud, maga ar peoc’h hag ar garantez entrezho, hag ober d’ezho miret a boent da boent reolenn ar gouent. Mad, Achard en devoue al lagad hag ar furnez-se, ha lakaat a eure bepred ann devosion daren e kalounou ann holl, ken dre he gomzou, ken dre ar skouer euz he vuez santel.

Pa veze eat ar venac’h d’ho guele, oa boaz da vizita ho c’hamprou, eur groaz ganthan enn eunn dorn ha sparf ann dour benniget enn he zorn all, evit kas ann drouk-sperejou kuit. Enn aoun e veze ato na deujent da laoskaat e servich Doue goude he varo, ha kentoc’h eget na erruje kement all gantho, e c’houlenne evitho ar c’hras da vervel enn he raok. Doue e zelaouaz he bedenn, hag eunn nozvez eunn eal a roaz d’ezhan da anaout e varvche heb dale eur maread euz he venac’h.

Antronoz, Achard a asamblaz ar re-ma evit kounta d’ezho ar pez en doa klevet gant ann eal, hag ho alia da ober eur gonfesion jeneral ha da greski ho finijennou. Senti a rejont outhan, hag a benn ar pevare devez goude, e varvaz tost d’ann hanter anezho. Ar re a jomaz beo a gendalc’haz da veilla varnho gant muioc’h-mui a evez evit en em ziouall dioc’h kement tra a c’hellje displijout da Zoue, hag evelse ho abad santel ne oue mui nec’het divar ho fenn.

Achard he-unan a varvaz leun a veritou d’ar 15 a viz guengolo euz ar bloaz 687, oajet a bevar bloaz ha tri-ugent pe var dro.


SONJIT ERVAD

Euruz ar re a leverer d’ezho pe da zeiz e tleont mervel ; mes eurusoc’h c’hoaz ar re en em zalc’h ato prest da vont dirak Doue ! Ma c’houfemp n’or be mui nemed eur miz da veva, pegement a boan ne gemerfemp-ni ket evit en em lakaat e stad da veza resevet er baradoz goude hor maro ? Hogen, marteze n’on euz ket eur zizun, na zoken eunn devez ! Bevomp eta ec’hiz pa dlefemp mervel heb dale ; greomp pep tra evel pa ve hon diveza taol labour abarz mont dirak Doue.