Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Aogustin

Eus Wikimammenn
◄   Joseph Kalasanz Aogustin Iann-Dibenn-Eost   ►



ann eizved var ’nn ugent a viz eost


SANT AOGUSTIN, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Aogustin a ioa ganet enn Afrik, ha mab da Zantez Monika. Bez’e oue unan euz ar c’haera sperejou a zo bet biskoaz ; mes betek ann oad a zaou vloaz ha tregont e renaz eur vuez a zizurs hag a skouer fall. Dilezel a reaz zoken ar relijon gatholik evit heul fals kredennou ann heretiked. Monika a ioa rannet he c’haloun o velet komportamant he mab, ha ne ehane da vouela ha da hirvoudi o sonjal ennhan. Mes pedi a rea ive a dreuz he daelou hag he hirvoud, ha Doue a zelaouaz erfin he fedennou hag he huanadou.

Aogustin, o veza bet hanvet da rejant ar rhetorik e kear Milan, a reaz anaoudegez eno gant sant Ambroaz, eskop ar gear-ze. Plijadur en doa o vont da zelaou ann eskop-ma o sarmoun, abalamour ma’z oa eunn den he-lavar. Hogen, ar zarmouniou-ze a zigoraz d’ezhan he zaoulagad a nebeut a nebeut. Mes, goude beza anavezet he-unan n’edo ket var ann hent mad, nag a boan n’en devoue ket c’hoaz o terri ar chadennou a zalc’he he ene stag ouz ar pec’hed !

Dioc’h eur c’hostez, emezhan, e kave d’inn guelet va zechou fall o kregi em dillad, enn eur lavaret d’inn goustadik ha gant eur vouezik flour : « — Petra ! Aogustin, hor c’huitaat a rez ? Hiviziken ann dra-ma hag ann dra-hont a vezo difennet ouzid ? » Mes, dioc’h eur c’hostez all, e velenn a bell ar jastete oc’h astenn d’inn he divreac’h gant eunn ear dudiuz evit va jacha davethi. Diskouez a rea d’inn eunn niver braz a dud a bep oad, potred iaouank, merc’hed iaouank, intanvezed, hag o doa bevet ato pur ha chast, ha neuze, evit ober goab ac’hanon, e lavare : « — Petra ! Aogustin, te ne c’helli ket ober ar pez o deuz great ar re-ze ? »

A greiz m’edo evelse o c’hourin outhan he-unan, Aogustin a zirollaz da lenva enn eur lavaret : « — Ac’hann da beur e livirinn-me : Varc’hoaz, varc’hoaz ? Perak n’e ket hirio e ve ? Perak ne zilezfenn ket dioc’htu va dizursiou ? » Kerkent e klevaz eur vouez hag a ioa henvel ouz mouez eur c’hrouadur o lavaret enn eur gana : « — Kemerit ha lennit, kemerit ha lennit. »

Aogustin a gemeraz raktal levr ar Skritur Sakr, hag a gouezaz var ar c’homzou-ma euz ann abostol sant Paol : « Ne dremenit ket ho puez er festou, er mezventiou nag er plijadureziou vil ; mes en em viskit euz hor Zalver Jezuz-Krist, ha ne rit van euz a ioulou ar c’hig. »

Enn taol-ma gras Doue a c’hounit var neat ar viktor. Aogustin ne jom mui da varc’hata, hag a guita a-grenn he vuez fall evel m’en doa dija kuiteat he gredennou faoz. Brema Monika a c’hello mervel e peoc’h ; rak he mab a zo chenchet evel eunn all enn he blas, hag euz a bec’her hag heretik aheurtet ma’z oa diagent eo deuet dija da veza eur zant. Heb dale e vezo eskop hag unan eur ar brasa doktored euz ann Iliz.

Eur vech gounezet da Zoue evit mad, Aogustin a zistroaz d’ann Afrik. Eno ec’h en em dennaz gant eunn nebeut mignouned enn eunn ti en doa var ar meaz, hag enn ti-ma e tremene ann deiz hag ann noz o pedi, o vedita hag o studia ar Skritur Sakr. Kastiza a rea ive he gorf dre ar iun ha dre bep seurt pinijennou all.

A benn tri bloaz goude, Valer, Eskop Hippoonn, a reaz d’ezhan reseo ann Ursiou sakr, hag her c’hargaz da brezeg enn he blas. Divezatoc’h, Aogustin he-unan a oue sakret eskop evit sikour Valer, hag ann eskop-ma o veza maro er bloaz varlerc’h, tud fidel Hippoonn o devoue ann eur da gaout ar Zant da genta pastor.

O veza eskop, Aogustin ne ehanaz da ziskleria brezel d’ann heretiked ha da zifenn ar feiz katholik ken dre he gomzou, ken dre he skridou. Ar brud euz he vouiziegez a redaz dre bevar c’horn ar bed, hag euz a bevar c’horn ar bed e veze goulennet kuzul diganthan. Mes gant ann dra-ze oa bepred humbl evel eur c’hrouadur. N’oa ket evit ankounac’haat pec'hejou he iaouankiz, hag aliez e veze klevet o lavaret enn eur vouela : « — Re zivezad am euz ho karet, o va Doue ! Gened bepred koz ha bepred nevez, re zivezad am euz ho karet ! »

Aogustin a veve enn he di evel enn eur gouent asambles gant ar veleien a ioa da dosta d’ezhan. Enn he zal da zibri en doa lakeat skriva ar c’homzou-ma, a vel d’ann holl : « Er meaz ar re a gar drouk-prezeg euz ann nesa ! » Mervel a eure leun a veritou d’ann 28 a viz eost euz ar bloaz 430, oajet a c’houezek vloaz ha tri-ugent.


KENTELIOU SANT AOGUSTIN

Da genta. — Pebez dallentez ha pebez follentez ne zeufe ket ann den, ker sempl ha ma’z eo, da zifiziout anezhan he-unan !

D’ann eil. — Evel al lagad ne c’hell guelet netra nemed dre sklerijenn ann deiz pe sklerijenn ar goulou, evelse ive ann den ne c’hell ober netra a vad nemed gant sikour gras Doue.

D’ann trede. — Ann nep a fell d’ezhan miret ha kreski karantez Doue enn he galoun a dle lakaat he boan da vouga ennhi karantez ar bed.

D’ar pevare. — Seul-vui e karann Doue, seul-vui e karfenn he garet, kement her c’havann din da veza karet.