Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Iann Dibenn-Eost

Eus Wikimammenn
◄   Aogustin Iann-Dibenn-Eost Roza a Lima   ►



ann naved var ’nn ugent a viz eost


SANT IANN DIBENN-EOST
————


Pa oa tost ar mare ma tlie hor Zalver Jezuz-Krist en em ziskouez d’ar bed hag en em rei da anaout evit ar Mesias, Doue a ordrenaz da zant Iann-Vadezour, a ioa o veva enn eul leac’h gouez ha distro azalek he vugaleach, dont da brezeg ar binijenn d’ar bobl a Israel evit he lakaat e stad da reseo he Zalver egiz ma’z oa red. Iann a zentaz raktal, hag a skoaz etrezek ster ar Jourden.

Hogen, n’en doa ken dillad nemed eur zae hirr great gant bleo kanval, hag eur c’houriz ler enn dro d’he ziou groazel ; ne zebre nemed killeien radenn hag ar mel a gave er guez kleuz e kreiz ar c’hoajou. Mes sevel a rea he vouez enn eur lavaret : « — Grit pinijenn, rak ema erru rouantelez ann env. » Euz a Jerusalem hag euz a gement korn a ioa er Judee e tirede tud d’he gaout enn eur anzao ho fec’hejou, ha Iann ho badeze holl e dour ar Jourden.

Kalz pharizianed ha saduseaned a deuaz ive d’he zelaou, hag ouz ar re-ma e komze rust. « — Tud savet divar aered-viber, emezhan, piou en deuz desket d’ehoc’h-hu tec’het araok buhanegez Doue ha kaout aoun rak he varnedigez ? Grit eta eur binijenn vad, ha ne d-it ket da glask ho tigarez enn eur lavaret : — Ni zo bugale da Abraham. Rak me respounto d’ehoc’h : — Doue a zo gallouduz aoualc’h evit lakaat bugale da Abraham da zevel euz ar vein a zo ama. Dremm ar vouc’hal a zo dija var griziou ar vezenn ; rag kement guezenn ne zougo ket a frouez mad a vezo trouc’het ha stlapet enn tan. »

Iann-Vadezour a brezege gant kement a nerz ma sonje da veur a hini oa hen ar Mesias. Mes lavaret a reaz he-unan n’oa ket. « — Nann, emezhan, n’e ket me eo ar C’hrist. Mes enn ho touez ez euz eunn all hag a zo krenvoc’h evidon, eunn all ha n’ounn ket din, me, da zilasa d’ezhan he voutou. Me a vadez ac’hanhoc’h gant dour ; mes hennez ho padezo dre ann tan hag ar Spered-Santel. Ar c’hrouer a zo ganthan enn he zorn evit nizat ann ed a zo var he leur : ar greun mad a zastumo enn he c’hrignol ; mes ar greun fall hag ar c’holo a daolo da zevi enn eunn tan ha ne vougo biken. »

Jezuz-Krist a deuaz ive da gaout Iann var ribl ar Jourden evit beza badezet ganthan. Mes Iann a argile dre respet evit he Vestr hag he Zalver, hag a lavare : « — C’houi eo a dlefe va badezi-me, hag e fell d’ehoc’h beza badezet ganen ! » Mes Jezuz a respountaz : « — List ac’hanon da ober ar pez am euz c’hoant ; red e d’eomp rei skouer vad d’ar re all e peb hent. » Neuze Iann ne varc’hataz mui, hag a vadezaz hor Zalver. Kerkent e oue guelet ann env o tigeri, hag ar Spered-Santel o tiskenn var benn Jezuz dindan furm eur goulm. Er memes amzer e oue klevet eur vouez o lavaret e barr ann ear : « — Hema eo va Mab muia karet, ann hini a ra va holl flijadur. »

A benn eunn tachad goude, Jezuz a zistroaz d’al leac’h m’edo Iann o vadezi, hag o remerkout anezhan a-ziabell, Iann a lavaraz a vouez huel : « — Setu ahont Oan Doue, setu ahont ann hini a lam pec’hejou ar bed. Hennez eo ann hini ma’m euz lavaret divar he benn : — Dont a rai unan var va lerc’h hag a ioa em raok-me. Me ro testeni eo hennez Mab da Zoue, rak guelet em euz ar Spered-Santel o tiskenn hag o chom varnhan dindan furm eur goulm. »

D’ar mare-ze, Herodes, roue ar Galilee, a roe skouer fall er vro o veva gant Herodiades, greg he vreur Philipp ; rak hema a ioa beo c’hoaz d’ann ampoent. Iann-Yadezour a ieaz da gaout ar roue, hag a lavaraz d’ezhan : « — Pec’hed oc’h euz o veva evelse gant ho c’hoar-gaer. » Mes Herodes, e leac’h he zelaou, a ordrenaz kregi ennhan hag he deuler er prizoun karget a jadennou. Hogen, ann dra-ze ne oue ket aoualc’h c’hoaz evit Herodiades : houma enn he c’hounnar, a glaskaz ann tu da lakaat ar prophet kalounek d’ar maro abalamour ma koundaone he buez direol.

Da genver ann deiz m’oa ganet, Herodes a roaz eul lein vraz d’he offiserien ha d’ann dud a renk huela euz ar Galilee. Merc’h Herodiades a zansaz epad lein, hag a blijaz kement d’ar roue ha d’ar goumpagnunez ma lavaraz Herodes d’ezhi : « — Goulennit diganen ar pez a gerot, ha me hen roio d’ehoc’h, ha pa ve zoken ann hanter euz va rouantelez e ve. » Er memes amzer e touaz var he le e talc’hche mad d’he c’her. Ar verc’h a ieaz neuze er meaz euz ar zal da gaout he mamm. « — Va mamm, emezhi, petra c’houlenninn ? » Hag he mamm d’ezhi kerkent : « Goulenn penn Iann-Vadezour. »

Var gement-se, ar verc’h a zistroaz d’ar zal, hag a lavaraz da Herodes : « — Me c’houlenn ma vo roet d’inn ama dioc’htu penn Iann-Vadezour var eur plad. » Ar goulenn-ma a reaz kalz poan d’ar roue. Goulskoude, abalamour m’en doa touet var he le e raje ar pez a vije goulennet diganthan, e kasaz tud raktal da zibenna Iann-Vadezour enn he brizoun. Ar penn a oue digaset d’ar zal var eur plad ha roet d’ar verc’h iaouank, hag houma a redaz da ziskouez anezhan d’he mamm.


SONJIT ERVAD

Sant Iann-Vadezour a zo lakeat d’ar maro a greiz eur fest ha goude ann dans. Nag a bec’hejou a deu evelse aliez da heul ar festou hag ann dansou ! Petra ne c’hell ket ann den da lavaret pe da ober c’hoaz pa vez krog enn he c’hoad tan ann ioulou fall ? Mar fell d’ehoc’h eta beva e gras Doue, tec’hit dioc’h ar festou hag ann dansou-ze, a denn da bep seut dizursiou hag a zo ar penn-kaoz euz a zaonasion kement a dud.