Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Zephyrin

Eus Wikimammenn
◄   Loeiz Zephyrin Jozef Calasanz   ►


C’houec’hvet devez warn-ugent a viz Eost


SANT ZEPHIRIN
Pab (199-217)



War-lerc’h sant Viktor, Zephirin a bignas war Gador sant Per, endre ma oa Septim-Sever impalaer.

Ne oa ket eur spered kaer, ha ber oa e studi ; mes gouzout a reas piou da zibab da rei an dorn d’ezan. E-touez ar gristenien a oe tennet diouz ar prizon, goude m’oa bet Marcia o c’houlenn o frankiz digant he fried, an impalaer Kommod, e oa unan e hano Kallist, brudet abalamour d’e spered hag abalamour d’e reuziou ; Zephirin hen galvas da zont d’e gaout, ha goude bezan e veleget, hen kargas da ren ar veleien ha da c’houarn ar « vered. »

Lezen ar vro a roë urz d’an dud d’en em glevet da gaout berejou etreze. Kallist a ouezas ober e vad eus al lezen-ze, hag en doare-ze e teuas an Iliz da vezan perc’hen he-unan war he madou ha war he leveou.

Urz o devoa ar gristenien da gaout berejou, mes n’o devoa urz ebet c’hoaz da gaout ilizou ; kement-se zo anat pa ziskenner « en bered Kallist dindan an douar », rak ouspenn ar pazennou kaer, a-well d’an holl, a zo da ziskenn enni, zo pazennou kuz d’ar gristenien da vont ha da zont, pa zave klask warneze.

En « bered Kallist », ar gristenien, war digare mont war-dro o re varo, a ’n em vode en noz d’ober o relijion. Abalamour da ze, ar baganed a lezhanve aneze « an dud a dec’h diouz ar sklerijen ». [1]

Zephirin a oe ar pab a skoas an toliou gwasan war ar Vontanisted, hag an dristidigez en devoe da welet ar c’hristen bras Tertullian o trei gante.

Gourc’hemenn a reas d’ar veleien en em vodan endro d’o eskibien, pa vije ar re-man oc’h oferennan ; gourc’hemenn a reas ive d’an arc’heskibien chom hep dougen eur varnedigez eneb eun eskob, heb ôtre ar pab.

Triouec’h vla e chomas war Gador sant Per. Kroui a reas trizek beleg, seiz avieler ha trizek eskob. Kredi rêr e varvas merzer, hep gouzout netra skler awalc’h diwar benn e varo. N’eus deut skrid ebet, kouls lavaret, betek ennomp, war ar brezel grêt gant impalaered Rom d’an Iliz, en penn kentan an trede kantved.

E gorf a oe sebeliet en bered Kallist.

————


BOKED


Ar gristenien gentan a lavare d’o bourrevien :

Seul-vui e falc’het ac’hanomp, ha seul niverusoc’h e savomp, rak gwad ar verzerien eo had ar gristenien. Sanguis martyrum, semen christianorum.



  1. Latebrosa et lucifugax natio. Minutius Felix.