Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Jozef Calasanz

Eus Wikimammenn
◄   Zephyrin Jozef Calasanz Augustin   ►


Seizvet devez warn-ugent a viz Eost


Sant Jozef Calasanz
Beleg, diazezour ar skoliou a drugare (1556-1648)



Jozef Galasanz a oa ganet en Petralta, er Spagn, d’an 11 a viz gwengolo 1556. Diskenn a rê eus unan eus familhou uhelan an Aragon.

Diskouez a reas en e vugaleach petra vije en amzer da zont.

Ne oa c’hoaz nemet eur pôtrig, hag e vode ar vugale endro d’ezan da zeski d’eze o c’hredennou hag o fedennou.

Da bemp bla warn-ugent, en eur c’hlenved a gasas anezan war dreujou ar bed-all, e lavaras da Zoue ec’h aje da veleg, ma raje d’ezan parean ; o vezan ma oe selaouet e beden, e talc’has d’e le, ha d’ar 17 a viz kerzu 1583, e oe beleget.

Epad eiz vla, e labouras er C’hastilh, en Aragon hag er C’hatalogn, hag er bla 1592, ec’h eas da Rom. Eno en em droas dreist-oll war gelennadurez ar vugale ; ar rest eus e amzer a implie o pedi, o welet ar glanvourien hag ar beorien dilezet.

Kroui a reas Urz Kloareged ar skoliou a drugare, evit sevel ar vugale baour ha deski d’eze lenn ha skrivan.

Souezus eo ar streuveul a gemeras hag ar boan a c’houzanvas o kas ar skoliou-ze endro. Netra n’halle e ziskar, hag an dud a lavare, o welet e nerz-kalon : « Heman a zo henvel ouz an den santel Job. »

Petra bennak m’oa nobl, beleg ha jeneral, ne baouezas ket eur pennad da gelenn ar vugale-ze, dreist-oll ar re baouran ; kestal rê evite ; skubat rê an ti-skol war o lerc’h, ha heuilh a rê aneze betek ar gêr.

Ôber a reas ar vicher-ze epad daou vla ha hanter-kant, ha gwell oa gantan he ober evit mont da arc’heskob da Vrindisi, ha kinniget d’ezan ar gador-ze.

Eun devez, a greiz ma oa o pedi gant e vugale, ar Werc’hez Vari a ’n em ziskouezas dirake, hag ar Mabig Jezuz a zalc’he war he brec’h a roas d’eze e vennoz.

Mervel a reas en e zaouzek vla ha pevar-ugent, d’ar 25 a viz eost 1648. Kant vla goude, e galon hag e deod a oa c’hoaz en o fez. Klemant XIII a lakas e hano war roll ar zent, d’an 12 a viz here 1766.

————


BOKED


En gwirione, m’hen lavar d’ec’h, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, ma ne chanchet ket, ha ma ne deuet ket da vezan henvel ouz ar vugale, ne deufet ket en rouantelez an nenvou.

An neb en devo digemeret eur c’hrouadur bihan, em hano, en devo digemeret ac’hanon.

Mes an hini en devo roët skouer fall da unan eus ar re vihan-ze a gred ennon, gwelloc’h e vije d’ezan e vefe staget ouz e c’houg unan eus ar vein milin-ze a dro an azen, hag e vefe tôlet en goueled ar mor.

Aviel Sant Vaze XVIII. 2, 6.