Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Yan Kenty

Eus Wikimammenn
◄   Per Alkantara Yan Kenty Ursula   ►


Ugentvet devez a viz Here


SANT YAN KENTY
Patron ar Pologn (1402 - 1562



Ar Pologn a zo chomet start en he fe katolik, en despet d’ar gwall-vue a zo bet grêt d’ezi gant ar Brusianed protestant ha gant ar Rusianed schismatik, o deus kemeret ar vro eneb pep gwir. He bugale a zo bet skoet, a zo bet harluet er Siberi, a zo bet lazet ; mes hi he deus miret fe ha yez he c’hendadou. Red eo ma vefe bet yennet start enni ar fe-ze gant he sent koz.

Sant Yan Kenty a zo bet unan eus ar zent-se o deus diazezet ar Pologn war garreg Iliz Rom.

Yan a oa ganet en Kenty, demdost da Grakovi, eus unan eus familhou bras ar vro. Dal ma c’hallas komz, e oe desket d’ezan lavaret ar Bater, an Ave Maria, ar Gredo... Dal ma tigoras e spered, e oe kelennet war gwirioneziou kentan ar relijion. Sentus, speredek ha poellet mat evel ma oa, ne zaleas ket da ziskouez peseurt kammejou a raje divezatoc’h war hent ar ouiziegez. Rak-se, kerkent ha deut en oad, e oe kaset da skol-veur Krakovi. Eno, evel skolaer da gentan, e selaouas kenteliou ar vistri bras war ar filozofi hag an teoloji ; grêt doktor, d’e dro, war ar skianchou-ze, e oe karget da gelenn ar re-all. N’en devoa nemet astenn e zorn evit kutuilh enoriou ar bed. Faë a reas warne evit en em rei holl da Jezuz-Krist dre an Urziou Sakr.

Deut da vezan beleg, e chomas evel mestr-kelenner en skol Krakovi. N’esperne netra evit sklerijennan sperejou an dud yaouank fiziet ennan, hag ober aneze tud desket ; studian ha pedi a rê hep fach ; mes muioc’h a evez a gemere c’hoaz gant o eneou evit o zrei warzu an Otrou Doue, hen a oa eur skouer beo evite. Kement a brezege a rê da gentan. Mes ar vertu a bare ar muian ennan oa an humilite. Warzu Doue e kase an enor eus a gement vad a rê. Bemde e kinnige sakrifis an oferen gant eun devosion dener ha gant forz daerou : « Netra gwelloc’h, emezan, evit diarben gwalinier an Otrou Doue, kounnaret gant pec’hejou an dud, eget kinnig d’ezan korf ha gwad an Oan divin eo deus ar galloud da baean evidomp. »

Eskob Krakovi, oc’h anaout e garante evit an eneou, a hanvas anezan person en Ilkusch. Yan a oe ar pastor mat ; ne ouie gwech ebet pegouls an ije grêt trawalc’h evit e barousianiz. Ne oa ket evit gwelet unan aneze er boan pe en dienez, hep klask e zoulaji. Arc’hant, dilhad ha kement en devoa a yee gant ar beorien. Eun devez e roas ar botou a oa en e dreid, hag e lezas e vantel da gouezan izelloc’h, evit na vije ket gwelet e oa diarc’hen. Eur wech-all e roas e vantel d’eur paour a gavas hanter-noaz en harz e zor. Epad ma oa o pedi en devez-ze, ar Werc’hez a ’n em ziskouezas d’ezan gant eun dremm dudius hag a rentas d’ezan e vantel, ar pez a lakas eur joa vras en e galon.

Ne chomas ket, daoust da ze, pell da berson ; re a aon en devoa rak ar gont en dije da renti evit eneou e barousianiz, hag e roas an dilez eus e garg. War c’houlenn renerien skol-veur Krakovi, e tizroas di adarre evel mestr-kelenner.

An amzer a chome gantan, goude e labour-skol, a roë da studian, da brezek ha da bedi. Ar beden, dreist-oll, oa e vagadurez. Pasion Hon Zalver a veze alïes war e spered, ha neuze e veze ken beuzet en Doue, ma tremene alïes an noz daoulinet en harz treid ar groaz. Evit moullan gwelloc’h c’hoaz Pasion Hon Zalver en e ene, ec’h eas da bardonan da Jeruzalem. Eno, en em lakas da brezek d’an Turked, gant an hast an evoa da skuilh e wad evit Jezuz-Krist. Mes ne oe ket roët d’ezan e c’hoant. Peder gwech ec’h eas da Rom evit renti testeni eus e zoujanz hag eus e garante evit Kador sant Per ha beziou an Ebestel, hag ive evit kaout brasoc’h induljansou evit e bec’hejou. Eun devez ma oa en hent evit mont da Rom, e oe paket gant al laeron. Ar re-man a lemas digantan kement a oa eus o doare, hag o vezan goulennet digantan ha n’en devoa mui netra, hen lezjont da vont gant e hent. Ne oant ket c’hoaz êt pell, pa c’halvas ar zant aneze war o c’hiz ; deut oa da zonj d’ezan en devoa eun nebeut peziou aour gwriet en e vantel, hag o c’hinnigas d’eze, en eur lavaret ne felle ket d’ezan o miret dre eur gaou. Al laeron, souezet o welet eun den ken eün, ken gwirion ha ken distag diouz pep tra, a rentas d’ezan kement o devoa laeret diwar e goust.

E vue ne oa mui nemet eur binijen peurbadus. Evit miret en he c’haeran lilien e c’hlanded, ne gemere evit magadurez nemet ar pez a oa red da chom beo ; epad ar pemp bla ha tregont divezan eus e vue, ne zebras tamm kig ebet. Endro d’ezan e touge eur gouriz reun kalet, hag alïes en em skourjeze betek ar gwad. An amzer a roë d’ar c’housked a veze berr, ha c’hoaz e tremene anezan war an douar noaz.

O c’houzout e oa tost e heur divezan, e reas rannan etre ar beorien kement en devoa, gant aon na vije c’hoaz e galon stag ouz eun dra bennak. Derc’hent gouel Nedeleg 1478, e ene a nijas d’an nenv. An niver bras a viraklou c’hoarvezet arôk ha goude e varo a reas d’ar pab Klemant XIII hen lakat war roll ar zent, er bla 1767, hag hen rei evit patron d’ar Pologn.

————


KENTEL


Ar geier



A eneb den, fals testeni,
Na gaou ebet na leveri

Ar zant-man en deus diskouezet e kare ar wirione dreist pep tra. Prest oa da lezel al laeron d’hen lakat en noaz, kentoc’h eget lavaret an disteran gaou. An holl zent a zo bet eveltan ; rak hen gouzout a rênt. Doue, ar wirione memes, a gar ar wirione dreist pep tra : « Ar genou a lavar geier a laz an ene », eme ar Skritur-Zakr.

Lavaret geier a zo lavaret eun dra hag a zo pe a gredomp bezan eneb ar wirione, evit tromplan ar re-all. Ar gaou a zo eta eur pec’hed, pe hen a zo grêt dre gomz, dre skrid, pe dre ober. Ne vezo en kement-se pec’hed grevus, nemet grêt e vefe evit noazout, en eun doare grevus, ouz an nesan.

Dre ma ’z eo eur pec’hed enep Doue, ar wirione memes, ar gaou eo pec’hed mignon an drouk-sperejou. N’o deus ar re-ze nemet eur c’hoant : touelli an dud ; o lakat da fazian war hent ar zilvidigez. Rak-se, nag a c’heier gante ha gant ar re a zo mevelien gante ! « An drouk-spered. eme ar Skritur-Zakr, a zo bet muntrer ha gaouiad abaoue ar penn kentan. »

Kerent kristen, kustumet ho pugale da vezan eün ha didroïdel, ha neuze, ouspen ma vefont karet gant an dud, e vefont ive tost d’an Otrou Doue.