er a deuas er bed en Alkantara, er Spagn, er bla 1499. E dad a oa gouarner ar gêr-ze hag e vamm a oa ive a ligne uhel. Kristenien eus an dibab oant o-daou, ha Per a lakas o c’henteliou da dalvezout.
Ken devot oa ha ken sentus, ma kemered anezan, a vihanik, evit eur burzud.
E oa oc’h achui e studi en Alkantara, pa varvas e dad. Neuze e oe kaset da skol Salamank evit studian lezennou an Iliz. Eno e tremenas daou vla, e amzer rannet etre ar beden, ar studi ha servij an hospital.
Distro d’e vro, e chomas eur pennad en arvar da glask e hent. Ar bed a zigore d’ezan frank e zivrec’h, en eur ginnig d’ezan enoriou ha plijaduriou. Mes Per a wele eno kalz danjeriou evit silvidigez e ene. En em zonjal a reas mat hag ec’h eas d’ar gouent. En Manjarez e wiskas saë menec’h sant Fransez. N’en devoa nemet c’houezek vla.
Diwar neuze, ar bed a oa maro evitan hag hen a oa maro evit ar bed. Beilh ’rê kement war e skianchou ha dreist-oll war e zaoulagad, ma n’anaveze e genvreudeur-menec’h, goude bevan tri bla gante, nemet dre o mouez. E vevans oa bara, dour ha louzeier divlas. Alïes e tremene daou ha tri devez hep tam ; ne roë d’ar c’housked nemet nebeutan m’halle ; eur pallen astennet war an douar noaz oa e wele. Epad e vue hed-a-hed e talc’has ar pinijennou-ze.
Daoust d’ezan da vezan piz warnan e-unan, e veze dalc’h-mat enkrezet gant an tentasionou ; mes dre forz pedi hag en em viret izel a galon e chomas an trec’h gantan.
Da ugent vla, e oe hanvet superior en kouent Badajoz. Eno e oe eur skouer beo evit e venec’h. Goude tri bla er garg-ze, e oe beleget ha laket da brezek (1524). Pa bigne er gador, e seblante d’an dud gwelet êl ar binijen. Eur vad dreist-muzul a reas dre e gomzou ha muioc’h c’hoaz dre e skoueriou, epad ar c’houec’h vla ma renas ar vue-ze.
E c’hoant oa mont pelloc’h c’hoaz war hent ar zantelez. Goulenn a reas bezan kaset d’eur gouent, elec’h ma c’hallje bevan e-unan gant Doue ; rak muioc’h e konte war ar beden, evit konvertisan an dud, eget war ar c’homzou helavar. Kaset e oe da gouent Sant-Onuphor. Eno e reas al levr kaer-ze, « Ar Beden a galon », meulet gant santez Thereza, sant Fransez a Zal, gant ar pab Gregor XV ha gant kalz-all a dud brudet. Diskouez a ra ennan pegen red eo ar beden-ze evit magan ar vue gristen, peseurt frouez a denner anezi ha penôs en em gemer evit he ober mat. E-unan e roë ar skouer eus kement a c’hourc’hemenne d’ar re-all. E galon a veze dalc’h-mat troet warzu treo an nenv. Gwelet e veze o chom eun heur, hag ouspen a-wechou, e zaoulagad en nenv, e zivrec’h astennet en kroaz, hep finval an disteran, beuzet ma veze e ene en Doue.
Yan III, roue ar Portugal, a c’hoantaas e welet evit kaout e ali war aferiou e gonsianz. Digas a reas d’ezan eur c’har kaer evit ober êsoc’h ar veaj ; ar zant ne fellas ket d’ezan pignal ennan. War e droad diarc’hen ha gant e zilhad gros, ec’h eas da lez ar roue. Kement e plijas ma oe galvet eun eil gwech. Ar skouer eus e vue pinijennus a reas kement war dud al lez ma teuas meur a hini d’en em gonvertisan, ha ma teuas ar roue da c’hoantât hen derc’hel gantan.
Eur mennoz-all en devoa : ober evit Urz sant Fransez ar pez a rê santez Thereza evit Urz ar C’harmelitezed, da lavaret eo, digas er c’houentchou ar reolen striz roët gant sant Fransez e-unan. An ugent vla divezan eus e vue a westlas d’ober ze. O vezan bet grêt superior bras kouentchou an Estramadur (1538), e komansas lakat gwelloc’h urz er manatiou en devoa galloud warne. Derc’hel a reas goude gant ar memes labour en kouent Arabida, er Portugal. Mes pelloc’h c’hoaz e felle d’ezan mont. Gant ôtre ar pab Jul III ha hini e eskob, e savas eur gouent neve en Pedrozo (1555), hag eno e lakas da vleunian, evit mat, reolen striz sant Fransez. E venec’h a dlee bepred bale diarc’hen, kousket war dri blanken noaz, chom hep dibri na kig, na pesked, nag uou, nemet klanv e vijent, rei ter heur bemde d’ar beden ha miret ar baourante ar vrasan.
Eun niver bras a gouentchou a gerzas war roudou hini Pedrozo, hag Urz sant Fransez a gemeras neuze eul lufr neve er Spagn, er Portugal hag er broiou tro-war-dro. Ar zant a dremene breman e holl amzer o vont eus an eil manati d’egile, evit kas e labour da benn. Refus a reas da Charlez V, an impalaer bras, chom gantan evit bezan e govezour ; n’en devoa ken c’hoant nemet sikour e genvreudeur-menec’h.
O tremen dre Avila, e welas santez Thereza. Houman, d’ar mare-ze, a oa nec’het hag enkrezet bras. Nag he c’henvroïz, nag he c’hovezour, zoken, ne felle d’eze kemer, evel deut a-beurz Doue, ar pez a gave d’ezi bezan bet diskleriet gantan. Ar zant he c’hennerzas, a ziskouezas splann e oa ar wirione ganti, hag a reas d’ezi mont war rôk gant he labour.
Kouezan reas klanv epad ma oa oc’h ober tro e gouentchou. O c’houzout e oa tost ar maro, e reas e zougen da gouent Arenas evit mervel etre divrec’h e vreudeur. En em gavet eno, e c’houlennas e zakramanchou divezan, e aspedas e venec’h da garet reolennou o Urz, ha dreist-oll ar baourente, hag e roas en peuc’h e ene da Zoue, d’an 19 a viz here 1562. Goude e varo, en em ziskouezas da zantez Thereza hag e lavaras d’ezi ar c’homzou-man : « 0 pinijen vinniget, he deus gonezet d’in eur gloar ken bras ! »
Gregor XV hen disklerias eürus, ha Klemant IX hen lakas war roll ar zent, seiz vla goude.
Mar zo eur benveg dister da welet war an douar-man, eo ar beden ; ken dister eo, zoken, ma ve gwelet hiniennou ha ne reont impli ebet anezan ; ne leveront na Pater na noster. Kement-se a c’hoarve, dreist-oll, gant eleiz eus hon c’henvroïz reuzeudik a ya da chom d’ar c’hêriou bras ; o vont en kêr, e lezont Doue er gêr. Fur ha desket, war o meno, an dud-ze, hag a ra faë war ar beden, n’int na fur na desket ; pa vezo lavaret mat, n’int nemet tud ber welet. Ne welont ket e kemer bepred an Otrou Doue ar benviou disteran d’ober an treo kaeran : infirma mundi elegit Deus, evel ma lavar ar Skritur-Zakr.
An dra-ze a c’haller da welet bemde, en meur a stumm. Setu aze eur vozad ed a dôler en douar, hag a deu da vreinan epad ar goanv ; piou en dije kredet, hep bezan hen gwelet, e c’hallje an had-ze, treo ken bihan-all, kaout nerz awalc’h evit rei bue da bennou ed, a dôlo, en leur o mestr, kant evit unan ?
Piou en dije kredet, hep bezan hen gwelet, e c’hallje traouigou ken dister ha m’eo ar mez, kaout enne nerz awalc’h evit rei bue d’ar gwe brasan ha padusan a gaver en hon c’hoajou ?
Hag ar pez a zo gwir evit an treo, a zo gwir evit an dud.
Piou en dije kredet e c’hallje eur plac’h yaouank a renk izel, evel Katel a Zienn, rei he gourc’hemennou da brinsed, da rouaned ha da gardinaled he amzer, dont a benn da lakat ar pab e-unan da zizrei eus a Avignon da Rom, evel m’he deus grêt ?
Piou en dije kredet e c’hallje eur verc’h yaouank seitek vla, evel Jann d’Arc, dont a benn da gemer renadur armeou Bro-C’hall, dont a benn da zevel ar seziz diwar Orleans, da guruni ar roue Charlez en Reims, ha da voutan ar Zôzon eus ar vro, evel m’he deus grêt ?
Ar pez a zo gwir evit treo ar bed-man a zo ken gwir-all, ha gwiroc’h c’hoaz, evit treo ar bed-all ; hag ar beden, dister da welet, pa ne zeller ket outi nemet diwar c’horre, he deus nerz da zigeri dor ar baradoz, ha galloud da bignal betek trôn an Otrou Doue.