Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Yan Dibenn-Eost

Eus Wikimammenn
◄   Augustin Yan Dibenn-Eost Roza Lima   ►



Navet devez warn-ugent a viz Eost


Sant Yan Dibenn-Eost



Er c’houec’hvet blavez warn-ugent goude donedigez Hon Zalver, e oa neventi vras en Bro-Israel.

Eun den a oa deut da chom da Vethani, war lez ar Jourden ; seiz vla warn-ugent en devoa ; Yan oa e hano. N’en devoa evit en em wiskan nemet eur zaë bleo kanval hag eur gouriz ler ; evit terri e zec’hed, nemet evachou ha ne oant ket goest da vêvi ; evit terri e naon, nemet kilheien-raden ha mel goue, hag embann a rê ar binijen. « Grêt pinijen, emezan, rak rouantelez an nenv a zo tost. »

A verniou e tirede an dud d’e gaout, ha pa anzavent o fec’hejou, e vadeze aneze en dour ar stêr. O welet kalz Pharizianed ha kalz Saduseaned — ôtrone vras an amzer-ze, — o tont d’e gaout, Yan a lavare d’eze : « Gouenn aered, piou en deus desket d’ec’h-hu tec’hel rôk ar vuhanegez a dosta ! Grêt eta frouez dereat a binijen, ha ne leveret ket ennoc’h hoc’h-unan : « Ni hon deus Abraham evit tad », rak me a lavar d’ec’h : Doue a c’hall lakat da zevel eus ar vein-ze bugale da Abraham. A-vreman ar vouc’hal a zo laket war gwrizien ar veen. Rak kement gween ne zoug ket a frouez mat a vezo troc’het ha stlapet en tan. »

Dizamant ouz an dud uhel, Yan a oa hegarat ouz an dud izel.

Ar bobl a c’houlenne outan : « Petra refomp-ni eta ? »

Hag hen a responte : « An hini en deus diou zaë, rei unan d’an hini n’en deus ket, hag an hini en deus boed, ober ar mêmes tra. »

Da bôtred an tailhou e lavare : « N’et ket en tu-all d’ar pez a zo merket d’ec’h. »

Ha d’ar zoudarded : « Na wasket den ebet ; na ret ket a c’haou ; kredet ho peus awalc’h gant ho pae. »

Ar vrud eus eur gelennadurez ken neve a yeas dre-oll, ha meur a hini a gredas e oa ar C’hrist.

Evit miret oute da fazian war gement-se, Yan a lavare : « Me a ro d’ec’h, gant dour, badeziant ar binijen, mes an hini a deuio war ma lerc’h a zo krenvoc’h evidon ; n’on ket din da zougen e votou na da zilasan aneze ; hen a vadezo ac’hanoc’h er Spered-Santel hag en tân. »

Hogen, en deveziou-ze, Jezuz a deuas eus Nazareth, er Galile, d’ar Jourden, evit bezan badezet en dour ar stêr. Yan ne oa ket jalet d’hen ober : « Me, emezan, a dle bezan badezet ganec’h, ha c’houi a deu davedon ! »

Jezuz a respontas d’ezan : « Gra evel ma lavaran, rak red eo e peurafemp evelse pep gourc’hemen. »

Neuze Yan ne enebas mui.

Kerkent ha ma oe badezet, Jezuz a zavas eus an dour hag a ’n em lakas da bedi. Neuze an nenvou a zigoras ha Yan a welas ar Spered-Santel o tiskenn, dindan furm eur goulm, hag o chom ’us d’ar C’hrist. Eur vouez a deuas eus an nenv hag a lavare : « C’houi eo ma Mab muian-karet ; ennoc’h am eus laket ma holl dudi. »

Jezuz a oa o ren e dregontvet bla.

Eun nebeut deveziou goude, e tistroas d’ar stêr, ha Yan, o welet anezan a-ziabell, a lavaras a vouez uhel d’e ziskibien : « Setu a-hont Oan Doue ; setu a-hont an hini a lem pec’hejou ar bed : Ecce agnus Dei, ecce qui tollit peccata mundi », hag e reas sin d’eze d’en em stagan ouz Salver ar bed : « Hennez, emezan, a dle kreski, ha me bihanât ». Ar re-man a yeas, an eil goude egile, da heul Mab Doue.

Kefridi Yan a oa peurc’hrêt ; digoret en devoa hent d’an Otrou ; ne chome gantan netra ken d’ober nemet en em denn.

Er mare-ze, Herodez, roue ar Galile, a roë skouer fall endro d’ezan, o terc’hel gantan Herodiadez, pried e vreur Philip.

Ar Badezour a yeas da gaout ar roue hag a lavaras d’ezan : « Pec’hed hoc’h eus o vevan evelse gant ho c’hoar-gaer. »

Herodez, elec’h e selaou, a c’hourc’hemennas e deurel er prizon.

Hogen, eun nebeut deveziou goude, Herodez a roas eul lein vras da dud e lez ha da bennou brasan ar Galile.

Merc’h Herodiadez a zansas epad ar pred, hag a blijas kement d’ar roue, ma lavaras d’ezi : « Goulennet diganin ar pez a gerfet ha me hen roio d’ec’h, ha pa vefe, zoken, an hanter eus ma rouantelez. » Hag e touas war e le e talc’hje mat d’e c’her.

Ar verc’h a yeas neuze er-mêz eus ar zal da gaout he mamm.

— Ma mamm, emezi, petra c’houlennin ?

Hag he mamm d’ezi kerkent :

— Goulenn penn Yan-Vadezour.

Ar verc’h a zistroas d’ar zal hag a lavaras da Herodez :

— Me c’houlenn ma vezo roët d’in aman dioustu penn Yan-Vadezour, war eur plad.

Ar goulen-man a reas kalz poan d’ar roue ; koulskoude, abalamour m’en devoa touet war e le a raje ar pez a vije goulennet digantan, e kasas tud raktal da zibennan Yan-Vadezour en e brizon. Ar penn a oe digaset d’ar zal, war eur plad, ha roët d’ar verc’h yaouank, ha houman a redas da ziskouez anezan d’he mamm.

————


BOKED


An Tad a gar ar Mab, ha laket en deus pep tra etre e zaouarn. An hini a gred er Mab en deus ar vue peurbadus ; an hini ne gred ket er Mab ne welo ket ar vue, mes buhanegez Doue a chom warnezan.

Komz divezan sant Yan.