Buhez ar Sent/1912/Roza Lima

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Yan Dibenn-Eost Roza Lima Raymond Nonnat   ►


Tregontvet devez a viz Eost


Santez Roza Lima
Gwerc’hez (1586-1617)



Ar zantez-man, kentan bleunien a zantelez a gutuilhas an Iliz en Amerik Izelan, da lakat war he ôteriou, a c’hanas a gerent kristen, en Lima, er bla 1586 ; d’he badeziant e oe hanvet Izabel, mes goude e oe lezhanvet Roza, abalamour d’he gened, hag al lezhano-ze oe dalc’het warni.

Da bemp bla, e reas le da viret bepred he gwerc’hded ; êt muioc’h war an oad, gant aon na raje he c’herent d’ezi dimezi, e troc’has en kuz he fennad bleo melen.

Souezus eo klevet hano eus ar yuniou a rê : epad ar c’hoaraïz ne zebre nemet had oranjez, ha d’ar gwener, zoken, ne gemere nemet pemp haden, en enor da bemp gouli Hon Zalver.

He c’herent a gouezas en dienez ; mont a reas neuze da zerviji, hag o labourat noz-de e c’honeze bara d’eze.

Divezatoc’h e kemeras saë Trede-Urz sant Dominik ; dindan, e touge eun hiviz reun kalet, broudou bihan enni. Dindan he voual, e touge noz-de eur gurunen houarn, enni ive broudou stank a zanke en he fenn.

Santez Roza Lima

Evit ober evel santez Katel a Zienn, e kemeras eur chaden houarn war alc’houe, ha goude bezan grêt ter dro ganti endro d’he c’horf, e stlapas an alc’houe er stêr, evit n’hallje biken ken en em dichadenni.

Ober a reas eur gwele gant brankou kalet, hag an toullou goullo etreze a stanke gant tammou podou torret.

Savet he devoa he feniti en eur c’horn eus al liorz, hag eno e prederie war dreo an nenv, e skourjeze he c’horf, hag e trec’he an drouk-spered.

Epad pempzek vla, e oe heskinet gant gwaperez he nesan, ha gant sec’horiou he ene.

Doue a felle d’ezan kement-se evit kreski he zantelez.

Roza a lavare alïes : « Oh ! Otrou, kresket ma foaniou, gant ma kreskfet, er memes amzer, ar garante am eus evidoc’h. »

Erfin, al levenez a deuas a neve en he ene, ha Jezuz-Krist a deurvezas lavaret d’ezi eun devez : « Rozen ma c’halon, bez ma fried. » Ar maro a deuas d’he lakat etre daouarn he muian-karet, d’ar 24 a viz eost 1617 ; e oa o ren he c’hentan bla ha tregont.

Miraklou diniver a c’hoarvezas war he be, ha Klemant X he lakas e-touez ar zent, er bla 1671, hag a c’hourc’hemennas ober he gouel d’an 30 a viz eost.

————


BOKED


Red eo kaout evit Doue kalon eur bugel ; evit an nesan, kalon eur vamm, hag evit an nen e-unan, kalon eur barner.

Sant Paskal.