r zant-man a zo eus tri eskopti : eus hini Leon, dre ’man ennan parouz e vadeziant ; eus hini Roazon, dre ’man eno ar barouz e oe person enni ; hag eus hini Kerne, dre ma tremenas ennan e vlaveziou divezan. Genel a reas en Sant-Nouga, en Gorre-Leon, er
bla 1280, ha roët oe d’ezan, da ze e vadeziant, hano an ôtrou sant Yan, embanner bras ar binijen.
Blaveziou laouen e vugaleach a dremenas evel eun hunvre.
Gwelet a vije, dre lanneier ha koajou dôn e vro, o c’hoari, drant ha seder, gant bugaligou-all e oad. N’en devoa nemet sellet ouz ar re a valee en e rôk war hent ar vue, evit gouzout an tu da gerzet eün warzu an nenv.
Dal ma oe krennard, ec’h eas da zeski bezan masoner gant eur c’henderv d’ezan, ha buhan e teuas da c’houzout e vicher. Pa c’halle kaout ponchou d’ober war ar stêriou ha kroaziou da zevel er c’hroaz-hentchou, e vije en e vleud. Gallet en dije en em denn brao ’barz ar bed ; mes da ugent vla, e oe galvet gant Doue evit bezan silvidigez eleiz a dud, ha sentus ouz mouez an Otrou, en em lakas raktal en penn an hent da vont da veleg. E genderv a reas kement a oa en e c’halloud evit e ziarbenn. Yan a yeas neuze da Roazon, hag eno, goude bezan grêt e studi, e oe beleget. Striz oa ar vue a rene. Yun a rê ter gwech er zun diwar bara ha dour ; e zilhad, hep bezan diskempenn, a veze paour ; gwelet a rê ar re glanv, ha skuilh a rê madoberou endro d’ezan. Hanvet a oe da berson en Sant-Gregor, tost da Roazon. Eun tad oa evit e bobl ; ober a reas d’ezan eur vad dispar, ken dre e gomzou, ken dre e skoueriou ; n’en doa ket eur gwenneg evitan e-unan. Pa veze an ôtrou ’n eskob oc’h ober tro e eskopti, person Sant-Gregor a yee en e rôk, eus an eil parouz d’eben, da lakat ar vugale en stad da reseo sakramant ar Gonfirmasion, ha bepred e rê e hent war droad ha diarc’hen. Ac’hane eo e teuas an dud d’e lezhenvel Yan Diarc’hen.
Goude bezan renet e barouz epad trizek vla, ec’h eas, gant bennoz e eskob, da wiskan saë sant Fransez, da Gemper. Ma kare ar baourente en keit ma oa person, he c’haras muioc’h c’hoaz adalek an de-ze. Ar fallan dilhad a vije mat evitan, ha pa vije goulennet digantan perak e kare bezan gwisket ken dister, e lavare e oa mat awalc’h ar saëou fallan evit eur manac’h hag a oa ken pell hag hen diouz an Otrou Doue.
Dre n’halle ket e-unan rei kalz a zikour d’an dud ezommek, e troe, gwellan m’halle, ar re binvidik d’hen ober, hag e lavare d’eze :
Ar gwenan ’zastum mel, ar paour aluzennou ;
Grêt aluzen d’ar paour, da gât mel an nenvou.
Ne golle ket eur pennad eus e amzer ; pa ne veze ket o labourat, e veze o pedi ; dre e bedennou, e roë d’e nesan yec’hed ar c’horf hag an ene. Gant aon n’en em glevje re vat e dechou fall hag an drouk-spered, evit e zougen d’an droug, e kastize e gorf dre binijennou kalet. Chom a reas c’houezek vla heb evan banne gwin, nemet ouz an ôter, ha hep dibri tamm kig, nemet gourc’hemennet a vije d’ezan. Bara hei, pe gerc’h, ha fa oa e vagadurez pemdeziek. Ober a rê eiz koaraïz er bla ; dougen a rê rochedou kanab, gwelloc’h da gignat eun den evit d’e wiskan.
Doue a roas anaoudegez d’ezan eus an amzer da zont. Gwelet a reas ar penn kentan eus brezel Charlez Bleiz ha Montfort. En Kemper e oa pa oe laket seziz war gêr (1345), pa oe skoet gant ar gernez er blavez war-lerc’h, ha pa grogas ar vosen enni, tri bla goude. Epad ar c’hlenved stagus-ze, e oe eun êl evit Kemperiz ; noz-de e veze war-dro ar glanvourien, ha mervel a reas en o zouez, goude bezan roët ar pep gwellan eus e vue d’ar beden ha d’ar binijen. Nao bla ha tri-ugent bennak e oa ; epad an holl amzer en devoa tremenet en manati Kemper, ne oa ket eur pik en e reolen ha n’en dije ket heuilhet, hag awalc’h eo kement-se evit bugale sant Fransez, eme eur pab bras, evit ma c’hallfed lakat o hanoiou war roll ar zent.
Noblanz ar vro a c’houlennas dougen war o diouskoa korf sant Yan Diarc’hen d’ar be, hag ar bobl a oe mail gantan kregi war gement tra a oa bet d’ezan. Ar burzudou a reas goude e varo a greskas c’hoaz ar vrud eus e zantelez hag ar fizianz en e c’halloud [1].
An ôtrou Dupark, dre eul lizer kaset gantan da holl veleien e eskopti, ar 17 a viz c’houevrer 1910, a ro da anaout eo digor e brosez en Rom ; fizianz en deus, emezan, e c’hallfomp lavaret hepdale, en hon ilizou, e ofis hag e oferen. En doare-ze, Sant Yan Diarc’hen a vezo ar zant kentan eus eskopti Kemper ha Leon hag a vezo bet anavezet dre e hano hag e vue, hag embannet e zantelez gant ar pab.
Sant Yan Diarc’hen a oa eun den sentus ; mab oa da zant Fransez, hag ar zant-se ne c’houlenne netra digant e venec’h, gant kement a aked, evel ar zentidigez.
Ar gwir den sentus, eme sant Fransez Asiz, a zo henvel ouz eur c’horf maro : tanquam cadaver ; ne ra van ebet, pe e vezo savet war eun trôn kaer, pe e vezo lôsket war an douar yen.
O vezan klevet hano eus unan eus e venec’h ne oa ket mat d’ezan senti ouz e superior, e reas toullan eur be ha lakat ar manac’h dizent ebarz, betek e c’houg. Neuze e komzas evellen : « Petra, maro out ? » O vezan ma lavare ya, e reas e dennan er-mêz eus an douar : « Gouzout a rez ervat, emezan, e fell d’in kaout diskibien maro ha nan diskibien beo. »
Fransez oa an hini a ouele pa gleve klemmou eun oan, hag a zastume ar prenv kouezet war an hent, gant aon na vije flastret dindan an treid ; ne oa ket teneroc’h den evitan, mes ne oa ket evit gouzanv an dizentidigez, dre ma ouie ervat eo mammen vras an droug war an douar-man.
Evel sant Fransez hag e vugale, bezomp sentus ouz ar re o deus galloud warnomp, ha kustumomp ar re a zo dindanomp da zenti ouzimp. Ar zentidigez eo a ra ar zantelez.
- ↑ Er bla 1792, e relegou a oe kaset en koach da Erge-Armel ; miret a oent gant doujanz gant an ôtrou Loëdon, mer ar barouz-ze, betek ma teuas ar peuc’h ; neuze e roas aneze d’e iliz-parouz. Er bla 1842, an ôtrou ’n eskob Graveran a c’hallas kaout darn eus relegou ar penn evit e iliz-veur. O miret a rêr gant enor a-dre kein an ôter-vras, en kichen skeuden ar zant, hag eleiz a dud a ve eno o ’n em erbedi outan. Pedet a ve, dreist-oll, evit bezan dilivret diouz ar boan-benn hag evit kaout an treo kollet.
Kemperiz o deus e lezhanvet « ar zantik du ». Al lezhanv-ze a zo bet roët d’ezan abalamour m’eo bet livet en du, eur pennad, ar skeuden goz en deus en iliz-veur Kemper.