◄ Korantin | Lusia | Yan Diarc’hen ► |
usia a zo ganet en kêr Sirakus, er Sisil ; he zud a oa pinvidik hag a ligne uhel. N’he devoa nemet pevar bla pa varvas he zad. Adalek he yaouankiz, e oa douget d’ar beden, ha n’he devoa ken aked nemet da viret he c’halon net a bec’hed. Meur a zijentil a deuas d’he goulenn evit pried ; unan aneze a blijas d’he mamm Eutychia, ha houman, hep lavaret netra d’he merc’h, a roas he ger. Mes Lusia he devoa eur zonj-all ; grêt he devoa le
da chom bepred gwerc’hez ; pedi a reas eta he mamm da c’hortoz, en eul lavaret d’ezi e oa c’hoaz re yaouank, ha n’he devoa ken c’hoant nemet da chom ganti.
War ze, Eutychia a gouezas gwall-glanv. Lusia a blêe ganti noz-de ; mes kaer he devoa ober, ar c’hlenved a wasae bepred. Eun devez e kinnigas d’he mamm mont da bardonan da ve santez Agatha, da gêr Gatan ; ar be-ze a oa brudet bras abalamour d’ar miraklou a c’hoarveze warnan. Mont a rejont o-diou. Epad ma oa daoulinet Lusia e-tal ar be, santez Agatha a ’n em ziskouezas d’ezi en eur lavaret :
— Lusia, ma c’hoar muian-karet, perak e c’houlennet diganin ar pez a c’hallet kaout hoc’h-unan ? Jezuz-Krist, ho pried, a ro d’ec’h ar pez a glasket : ho mamm a zo pare.
Lusia, beuzet en he levenez, a vriataas he mamm en eur lavaret :
— O ma mamm vat, Doue en deus roët d’ec’h eur c’hras kaer ; fizianz am eus e rofet d’in, d’ho tro, ar pez a c’houlennan diganec’h en e hano ; rannet etre ar beorien ar pez oac’h en zonj da rei d’in, de ma eured, rak grêt am eus le da chom bepred gwerc’hez.
Ar vamm a roas he asant ha ne zaleas ket da implian peadra he merc’h en oberou a drugare.
O welet se, hon dijentil a oe kement a zroug ennan mac’h eas da gât ar gouarner evit diskuilh e oa Lusia kristenez. Ar gouarner a reas he gervel hag a c’hourc’hemennas d’ezi kinnig ezans d’an doueou. Lusia a respontas d’ezan :
— N’anavezan nemet eun Doue, krouer an nenv hag an douar ; d’ezan am eus roët ma madou, ha ne c’houlennan nemet mervel dre garante evitan.
— Peuc’h, eme ar gouarner, ni welo bremaïk ha ne deuio ket ar poaniou a benn ac’hanoc’h.
— Ar poaniou a c’houzanvont evit Jezuz-Krist, eme ar zantez, n’oufent ket ober d’e verzerien tevel : e-unan en deus lavaret d’eze, en e Aviel, ne dleont ket bezan nec’het kas goût petra da respont d’ar varnerien ; rak ar Spered-Santel a gomzo dre o genou.
— Ha c’houi gred, eme ar gouarner, eman ar Spered-Santel ennoc’h ?
— Ya, kredi a ran eman ar Spered-Santel en kement den a zo en stad ar c’hras.
— Mar doc’h breman templ ar Spered-Santel, eme an den kri-ze, hepdale ne vefet ken.
Hag e roas urz d’he c’has d’eun ti fall evit ma vije dizenoret. Mes petra eo galloud an dud hag an ifern unanet, en kichen galloud an Otrou Doue ? Ar zantez a deuas da vezan evel eur garreg, ha kaer e oe jachan warnezi, ne oe-ket gallet he finval d’ober d’ezi mont el lec’h ma oa c’hoant d’he c’has.
Ar gouarner digalon a lavaras neuze c’houezan eun tân bras endro d’ezi. Doue he diwallas ive diouz an tan. Et er-mêz anezan e-unan, ar gouarner a roas urz d’he dibennan.
Merzerenti santez Lusia a zigouezas er bla 304.
Ar c’hoantegeziou direiz hag ar sonjezonou fall n’int pec’hed nemet pa bleg ar volonte d’eze.
Ar pez a dremen er c’horf, en despet d’an den, ne vir ket outan da vezan divastar ; evelse, ar pez a dremen er spered, en despet d’an den, ne vir ket outan, kennebeut, da vezan glan.
Goulenn a rêd, eun de, digant eul leanez a Urz santez Berc’hed, abadez en Wastena, er Sued, ha n’he dije ket, a-wechou, a zonjezonou fall.
Houman, o tiskouez al lapoused a nije ’us d’he fenn, a lavaras : « Ha goest omp, emezi, da viret oute da nijal el liorz-man ? Nan, n’eo ket ’ta. Miret a c’hallomp oute, avat, d’ober o neziou en hon gwe. Evelse, kaer hon devo klask he diarbenn, eur frouden fall bennak, eun de pe de, a c’hall treuzi hon spered, mes goest omp da deurel aneze er-mêz, kerkent, hep rei amzer d’eze da labean hon eneo. »
Evit en em viret diouz ar zonjezonou fall, eo mat pedi ar Werc’hez, mamm ar c’hlanded, hag en em rei d’al labour. An douar a chom hep bezan labouret a deu da vezan karget a zrez hag a spern ; evelse, spered an den, ma chom dîbreder, a deu da vezan karget a zonjezonou fall.