◄ Paskal Baylon | Theodot | Erwan ► |
n treo a roomp da anaout en bue ar zant-man a dremenas en Bro-C’hall ar zav-heol, prest goude ma oa bet embannet urziou an impalaer Dioklesian eneb ar gristenien.
Eur c’hristen, Viktor e hano, a oe stlejet dirak gouarner Ancyr, ha klask a rejod ober d’ezan nac’h e fe. Theodot, eur mignon d’ezan, a c’hallas en em zilan en e brizon hag a gennerzas anezan. Viktor a c’houzanvas gwaskadennou kentan ar verzerenti, mes arôk ar fin, e galon a deuas da vankout d’ezan ; goulenn a reas ober eun diskuiz. Kaset e oe d’ar prizon, hag eno ne zaleas ket da dremen. Diês eo gouzout p’eman kurunen ar verzerenti war e dâl pe n’eman ket. Theodot, an hini en devoa e gennerzet, a oa eun hostiz eus kêr Ancyr, a veze, abalamour ma oa dister e vicher, tôlet nebeut a evez outan, hag a c’hallas evelse ober kalz a vad d’an Iliz.
Hen a ouie pelec’h en em guze ar veleien, hag a gase d’eze bara ha gwin oferen ha ne vezent ket bet kinniget d’an idolou.
E di a oa digor d’ar gristenien forbanet, ha kaout a rent ennan ali ha skoazel ; bezan e oe evite, eme e historier, « evel an arc’h epad an dour-beuz. » Unan eus an oberou a drugare a rê ar muian, oa klask korfou ar verzerien da zebelian.
O vezan klevet e oa bet laket Valanz d’ar maro evit ar fe, eun eiz leo bennak diouz Ancyr, ec’h eas d’e glask hag e teuas a benn da dennan e gorf eus ar stêr Halys, elec’h m’oa bet tôlet gant e vourrevien.
Pa zizroas d’ar gêr, e kavas ar strafuilh dre-oll : seiz kristenez, merc’hed a renk ha merc’hed en oad o seiz, a oa o frosez o ren ; ar gouarner a glaske ober d’eze trei kein d’o relijion. Theodot a bedas kalonek an Otrou Doue da rei d’eze nerz awalc’h da anzav o fe. A drugare Doue, hini ebet aneze ne blegas, ha stlapet e oent o seiz, eur men ouz o goug, en lenn Ancyr.
An de war-lerc’h, an hostiz santel a dennas dre laer korfou ar verzerezed eus an dour. An tôl o vezan bet anavezet, ar gouarner Theotekn a reas ober enklask.
Theodot en devoa c’hoant da vont d’en em ziskuilh, mes e vignoned a viras outan hag a gasas unan aneze, Polychron, da welet, dre douez an dud-all, ar pez a dremene war al leur-gêr.
Anavezet evit bezan kristen, e oe klasket tennan digantan ar wirione ; dirak ar gourdrouzou, Polychron a gemeras aon hag a ziskuilhas Theodot.
D’ar c’helou-ze, heman a zavas da vont d’al lez-varn. En hent e kavas daou vignon a lavaras d’ezan oa tec’hel oa ar gwellan tra an evoa d’ober. Mes hen a gerzas gant muioc’h a hast da gât e enebourien. En em gavet war al leur-gêr, e tôlas eur zell war an tan, war ar gôteriou, war ar rojou ha war an holl benviou a varo.
Theotekn a welas dustu gant piou an evoa d’ober, hag o c’houzout ne deuje biken a benn d’ober aon d’ezan, e klaskas e douellan ; prometi a reas d’ezan gras vat an impalaer hag ar c’hargou kentan en Ancyr. Kredi rê e teuje hep poan ebet da c’honid Theodot, o kinnig d’ezan pignal eus ar renk izelan d’ar renk uhelan. Mes ar merzer, elec’h ober van ouz ar promeseou-ze, a reas gwap aneze, a zispennas ar relijion bagan hag a reas eur veuleudi vras eus ar relijion gristen.
Ar bobl, ouz e glevet, a youc’has, kement a zroug a oa ennan ; beleien an doueou, gant ar gounnar, a rogas o dilhad hag a vruzunas o c’hurunennou ; roët e oe urz raktal da astenn Theodot war eur marc’h-koat ha d’e gastizan gwasan m’helljed.
Ar gouarner a grede gallout dont a benn anezan en doare-ze ; mes Theodot a bede Jezuz-Krist, « esperanz an dud dizesperet, » hag a c’hallas gouzanv e boaniou hep fallgaloni. O welet n’helled ket e blegan, e oe roët urz d’e zibennan. E verzerenti glorius a zigouezas er bla 304.
Micher an hostiz a zo unan ha n’eo ket eus ar re êsan, evit gellout ober enni ar zilvidigez, ha dibôt eo an hostizien vat.
’Us peb hostaleri eman ar c’hiz da stagan eur bod ilheo, mes evit ober mat, ouz an darn vrasan aneze vefe red stagan tri gleze, unan hag a laz ene ar re a ya enne, eun all hag a laz o c’horf, hag eun all hag a doull kalon o c’herent.
I. — En hostaleri e ve lazet an ene. Diwar ar bern teilh, diouz ar min tin, e ve gwelet o sevel eun ezen fall a verk eman ar vreinadurez ennan. Da heul an evaj ive, ne ve gwelet nemet oberou fall, ne ve klevet nemet komzou lous hag a verk petra dremen er galon.
II. — En hostaleri e ve lazet ar c’horf.
Eno e kaver divlaz ar gwin, pe ru pe gwenn,
Tân a renker da lonkan, tân gwisket en melen.
An dir hag ar men a zo kalet hag a deûz ’barz an tân ; korf an den n’eo na dir na men. Penôs ne deûzfe ket ?
III. — En hostaleri e ve toullet kalon ar gerent.
Eno eo en em vodont, kalz pennou-tiegez,
Ne reont van ’vit ankenian bugale ha gwragez,
Dirak gwer ha boutailhou, chomont da c’hlaourenni,
Pa skuilher daerou c’houero war oaled yen o zi.
Dibôt eo an hostizien vat ; nemet muioc’h a ze a verit o deus ar re a zo urz gante, hag a chom heb ober gaou, o werzan o zreo re ger, pe o werzan treo re fall d’an dud a renk ober o disken en o zi, pe o rei da evan d’ar re ha n’o deus dija evet nemet re.