Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Paskal Baylon

Eus Wikimammenn
◄   Brendan pe Brevalar Paskal Baylon Theodot   ►


Seitekvet devez a viz Mae


Sant Paskal Baylon
Manac’h eus a Urz sant Fransez (1540-1592)



Ginidik eus a Dorre Hermosa, en rouantelez Aragon, ar zant-man a deuas er bed d’ar Zul-Fask 1540, ar pez a lakas rei d’ezan an hano a Baskal. E dad hag e vamm a oa labourerien douar, o vevan diwar bouez o divrec’h, mes kristenien eus an dibab e oant.

Kustumi rejont o mab da bedi ha da vont d’an iliz ; c’hoant o devoa d’hen lakat er skol, mes o faourente a viras oute, ha Paskal a renkas mont da di eun amezeg da vesât al loened.

Ar vicher-ze a droas anezan muioc’h c’hoaz war ar beden, hag alies, en korn ar park, e veze kavet war e zaoulin. Kement-se, avat, ne vire ket outan d’ober mat e zever, hag e vestr n’en devoa mevel ebet gwelloc’h evitan, prest bepred da zenti ouz ar gomz, ha d’ober ar pez a c’houlenned outan.

Abalamour da ze, e vestr e gare kalz, hag evel n’en devoa ket a vugale, e kinnigas d’ezan e gemer da bennher. Paskal, gant aon na vije deut madou an douar da vreinan e galon, a oe gwell gantan goulenn digor en kouent menec’h sant Fransez.

An abad a ginnigas d’ezan e lakat war ar studi da vont da veleg ; hen a gredas e oa re enorus ar garg-ze evitan, hag a c’houlennas chom en renk ar breudeur. Abarz nemeur, ne oa hini par d’ezan da heuilh reolen an Urz ; hini ebet ken troet hag hen war ar beden ha war al labour. Al labouriou disteran, evel digeri an nor d’an dremenidi, serviji ar venec’h-all ouz tôl, eo ar re a oa ar muian diouz e zoare.

Kastizan rê e gorf evit ober d’ezan plegan d’e spered ; en em erbedi a rê bemde ouz ar Werc’hez Vari evel ouz e vamm ; mes e zevosion vras oa e zevosion da Jezuz-Krist en sakramant an ôter, meulet ra vezo.

En harz an ôter e oa e blijadur ; komz a rê kalon ouz kalon ouz Jezuz, ha gant Jezuz e-unan e teskas skiant ar zent. Daoust ma, ne oa ket bet er skol, e prezege war gwirioneziou ar relijion kenkouls hag ar venec’h gouiziekan eus e Urz.

Ouz e glevet, arc’heskob Valanz a lavare : « Da betra e talv d’imp hon deskadurez hag hon levriou, pa deu ar re dizesk da anaout ar relijion gwelloc’h evidomp, dre an humilite hag ar beden ! »

Rener bras Urz sant Fransez, Kristoph a Cheffon, a oa neuze en Pariz. Bro-Frans a oa dismantret d’ar mare-ze gant an hugunoded [1] ; lazan ’rênt hep true kement manac’h a goueze etre o daouarn. Diês bras oa eta d’ar venec’h a ziavêz-bro kas o liziri d’o jeneral.

Paskal, meur a wech, a oe karget eus ar c’hefridi-ze. Laouen e veze bepred o vont en hent, leun a flzians en madelez Doue. Evit eur veach a dri-c’hant leo, ne gase gantan na botou na bara.

Tost da Orleans, e kouezas etre daouarn an hugunoded :

— Lavar d’imp, emeze, ha Jezuz a zo en sakramant an ôter ?

— Ya ! eme al lean, ken dinec’h ha tra, eman ennan en gwirione !

Yudazerez a oe grêt d’ezan evit e lakat da nac’h e fe, mes netra n’hen trec’has.

Dizro d’ar Spagn, Paskal a dalc’has, dre e skoueriou, da gennerzi e vreudeur war an hent mat. Ar venec’h-all a deuas d’ober kement a stad anezan, ma veze gwelet ar re zesketan o c’houlenn kuzul digantan.

D’an oad a zaou vla ha hanter-kant, uzet dre e binijennou ha muioc’h c’hoaz dre dân karante Doue, goude bezan bet e zakramanchou divezan, e roas e ene d’e Grouer, d’ar 17 a viz mae 1592.

Grêt a oe d’ezan eun enterramant eus ar re gaeran ; e gorf a oa lezet dizolo en e arched ; gwelet a oe e zaoulagad o tigeri hag o serri, etre diou wech, d’ar gorreou, en oferen. Ar burzud-ze, hag eleiz a re-all a c’hoarvezas war e ve, a reas d’ar pab Alexandr VIII hen lakat en renk ar zent, er bla 1680. Leon XIII, er bla 1897, en deus e roët da batron d’an holl breuriezou a labour da gas dre ar bed anaoudegez ha karante evit Hon Zalver Jezuz-Krist en sakramant an ôter, meulet ra vezo.

J. B. M.

————


KENTEL


War an Oter eman Doue


War an ôter eman Doue, ken gwir ha ma oa war blouz kraou Bethleem, e wele kentan ; ken gwir ha ma oa war goal kroaz mene Kalvar, e wele divezan.

Penôs an dra-ze ?

Me ne welan war an ôter nemet bara, deliennou bara gwenn-kann, bara grêt gant greun hag hon deus gwelet hadan en hon douarou, dornan en hon leuriou, malan en hon milinou. Ar bara-ze eo Doue, marteze ? Nan, ar bara-ze n’eo ket Doue eo ; ar baganed a rê o doue eus eun tamm koat, eus eun tamm men, eus eun tamm pri ; mes ni ne reomp ket hon Doue eus eun tamm bara. Nan, ar bara-ze n’eo ket Doue eo, mes en plas ar bara-ze eman Doue.

An danve bara a ya kuit hag en e blas e teu Jezuz-Krist, korf hag ene, Doue ha den.

An danve bara a ya kuit. Ar pez a ra ar bara, en gwirione, n’eo ket ar vent eo ; pe e vezo bras pe bihan ar bara, e vezo bara koulskoude. Ar pez a ra ar bara, en gwirione, n’eo ket ar vlaz eo ; pe e vezo dous pe drenk ar bara, e vezo bara memes tra. Ar pez a ra ar bara, en gwirione, n’eo ket al liou eo ; pe e vezo gwenn pe du, ar bara a vezo bara ’velkent. Nag ar vent, nag ar vlaz, nag al liou ne reont ar bara, an danve eo a ra anezan, da lavaret eo, ar pez n’hall, en doare ebet, kouezan dindan skianchou an den. Ar vent, ar vlaz, al liou a ra doareou ar bara, ne reont ket ar bara, en gwirione ; ne reont nemet kuzan an danve. Ha ni, kristenien, a lavar n’eus mui a vara dindan doareou ar bara war an ôter ; roët en deus plas da gorf ar C’hrist, dre ar c’homzou a lavar ar beleg da vare ar gorreou.



  1. Lezhano roët d’ar brotestanted.