Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Thekla

Eus Wikimammenn
◄   Mauris Thekla Lin   ►


Trede devez warn-ugent a viz Gwengolo


SANTEZ THEKLA
Gwerc’hez (kentan kantved)



Ar werc’hez Thekla, ginidik eus a Ikon, a oe gonezet da Jezuz-Krist gant an abostol bras, hag he deus bet meuleudiou eleiz digant Tadou Santel an Iliz, a lezhanve anezi merc’h henan sant Pôl, ar gentan merzerez e-touez ar merc’hed, evel m’eo sant Stephan ar c’hentan merzer e-touez ar bôtred.

Danve he devoa ha gouiziegez, ha kelou a oa ganti da zimezi d’eun den yaouank a zoare, e hano Thamyris. Mes eur wech m’he devoe grêt anaoudegez gant Jezuz-Krist, e fellas d’ezi miret he gwerc’hded dre garante evitan. Tamallet e oe neuze gant he c’herent da vezan kristenez, ha c’houezet e oe eun tântad evit he devi ; ar zantez a reas sin ar groaz, ha kentoc’h eget nac’h he Doue en em dôlas en tân. Raktal, eur pildour a deuas hag a vougas an tântad, hag ar verzerez n’he devoe droug ebet.

Kaset e oe neuze da Antioch ; eno e oe staget ouz daou gole goue, evit ma vije laket a dammou, mes an daou aneval, kaer e oa o broudan, ne flachent tamm.

Neuze e oe stlapet en eun toull leun a aëred, mes a drugare Doue, e c’hallas sevel ac’hane ive hep bezan flemmet.

Ar gouarner, souezet mik o welet kemend-all, a lezas ar verzerez da vale en peuc’h. Eleiz, o welet pegen birvidik oa he fe ha pegen santel oa he bue, a c’houlennas ar vadeziant. O vezan dizroet d’he bro, en em dennas war eur mene, en he zi he-unan. Erfin, oajet a zek vla ha pevar-ugent, brudet dre he vertuziou hag he miraklou, e roas he ene d’he C’hrouer. He c’horf a oe sebeliet en Seleusi.

An Iliz, en pedennou an dud war o zremenvan, a ra memor eus tourmanchou santez Thekla, pa lavar :


’Vel ar Werc’hez Thekla, ho peus bet diframmet
Eus tri dourmant euzus, hep bezan bet gloazet,
Teurvezei ive hemer, Otrou, an ene-man,
Ha krennet hepdale, poaniou e dremenvan.