◄ Thekla | Lin | Itron-Varia-Drugare ► |
Ober a rêr c’hoaz hirie gouel sant Lin. Ginidik oa eus a Volterra, en Etruri ; sturian reas bagig an Iliz dioustu war-lerc’h sant Per. Kas a rê kuit an drouk-spered diouz an dud, ha lakat, zoken, re varo da zont en bue, kement a fe hag a zantelez en devoa.
Lakat a reas dre skrid ar pez a reas sant Per en kenver Simon ar Zorser. Mervel a reas goude bezan gouarnet an Iliz unnek vla ; e gorf a oe sebeliet er Vatikan, en kichen hini sant Per.
Kaset e vefet, emne Hon Zalver Jezuz-Krist d’e ziskibien, dirak al lez-varniou, tôlet e vefet er prizoniou ; skourjezet e vefet er synagogou ; stlejet e vefet dirak ar rouane hag ar gouarnerien, abalamour d’am hano.
Laket e vefet d’ar maro ha kasaet gant an holl boblou, abalamour d’am hano.
An hini en devo dalc’het mat betek ar fin, hennez a vevo salvet.
Aviel sant Mark. XIII. 9. 13.