◄ Mac’harit | Tenenan | Mari-Madalen ► |
enenan a oe ganet en Breiz-Veur, a dud a renk uhel ; danve eleiz en devoa, spered ha gened.
Azveulet oa gant ar bed holl,
En danjer, siouaz, d’en em goll,
Abalamour da ze, e tec’has yaouank eus bro gunv e gavel, hag e teuas en Breiz-Izel.
Treuzi reas mulgul Brest, [1] ha diskenn a reas stêr an Elorn, betek m’en em gavas en kreiz koad Beuzit. Eno e savas e vanati, hag e vevas eur pennad didrous awalc’h.
Mes Leoniz a deuas abred da gaout penn an hent da vont davetan, hag a ziredas niverus da c’houlenn e aliou hag e bedennou.
Ar zant a reas ar muian vad a c’hallas d’o c’horfou ha d’o eneou ; prezek a reas d’eze komzou Doue ; sevel a reas evite diou iliz, hini ar Forest, ha pelloc’h, er c’hoad don, hini Plabenneg.
En kreiz etreze o-diou, e savas eur c’hastel-krenv, evit digemer an dud paour, ma rankjent tec’hel arôk al laeron-vor a ziskenne gant an aberiou d’ober ar skrab en douar bras.
Eno e savas eur chapel, gant eul lez da varn ha da gelen, ha setu perak e oe hanvet Lez-Kelen.
Pa varvas eskob Kastel-Pôl, pobl ha beleien Leon, holl a-unan, a lakas Tenenan en penn o eskopti. En e amzer eo e c’hoarvezas ar burzud-man, a zo deut hano anezan betek ennomp, dre lavariou hon tud koz.
Eur beleg eus a Blabenneg a oa eun devez o vont da gas an Otrou Doue da unan klanv ; an hentchou en devoa da dreuzi a oa eus ar re fallan ; digouezout a reas gantan koll an hosti santel en eur wenojen, ha kaer en devoe he c’hlask, daou zevez dioustu, n’hallas ket dont a benn da gouezan warnezi.
Bras e oe e anken, hag ec’h eas da Gastel-Pôl da anzao ouz sant Tenenan e zievezted ha da c’houlenn ar pardon anezi. An eskob mat, glac’haret o klevet hano eus an darvoud-ze, a ’n em dôlas d’an daoulin hag a c’houlennas ouz Doue rei da anaout d’ezan petra oa deut da vezan an hosti santel. Selaouet a oe e beden.
Epad ma oa en ofis, en e iliz-veur, e oe gwelet o tiskenn er c’heur eur goulmig wenn, skedus evel an heol, en he beg eur skour dero glas hag, ouz ar skour, eun tôl gwenan. Hen lakat a reas goustadik war eur skabel. Kerkent, ar gwenan a oa outan a nijas kuit, o lezel a-wel d’an holl eur glozen goar, alaouret ha flouret a-zoare : en he c’hreiz e oa an hosti wenn ; an eskob santel he c’hemeras gant doujanz, a lakas anezi en tabernakl, hag a drugarekaas Doue eus ar burzud dispar-ze grêt en kenver e zakramant meulet ra vezo.
Sant Tenenan a varvas war-dro hanter ar VIIet kantved. An Otrou a wiskas d’ezan saë ar c’hloar hag a gurunas anezan war dreujou ar baradoz.
O c’houi hag a zo breman en harz Oter an Otrou Doue ha dirak Mestr ar vue, oc’h adori gant an Ele, an Drinded Santel, dalc’het sonj ac’hanomp holl, ha goulennet evidomp ar pardon eus hon fec’hejou.
- ↑ Mulgul Brest : le goulet de Brest.