Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Mac’harit, merzerez

Eus Wikimammenn
◄   Visant a Bôl Mac'harit Tenenan   ►


Ugentvet devez a viz Gouere


SANTEZ MAC’HARIT
Merzerez (253)



Mac’harit a c’hanas en Antioch. En he c’havel e oa c’hoaz pa varvas he mamm. He zad, Edisius, e oa beleg bras an doueou fôz, a roas anezi d’eur vagerez. Houman a oa eur gristenez vat.

Tol a reas plê, evel eur vamm, ouz korf ar verc’hig, mes gwelloc’h c’hoaz ouz he ene.

Hadan reas sklerijen ar fe en he spered ha lakat a reas karante Doue da ziwan en he c’halon.

Mac’harit a selaoue hag a gomprene he magerez, ha pa deuas skiant d’ezi, e c’houlennas bezan badezet.

En he fedennou, e lavare da Zoue e chomje bepred gwerc’hez hag e vije laouen o rei he bue evel testeni eus he c’harante evitan.

He zad ne zaleas ket da c’houzout e oa badezet e verc’h ; ober a reas d’ezi dont d’ar gêr raktal, hag e lavaras d’ezi, droug ennan :

— Red eo d’it lezel a-goste ar Jezuz-ze a bedez, trei kein dioustu d’e greden ha kinnig ezans d’an doueou : ahendall ne vezin mui da dad, mes da vourreo !

— N’eus forz petra refet d’in, eme Vac’harit kerkent, ho merc’h e vezin bepred, ha bepred ho karin hag ho toujin evel ma zad ; mes daoust d’ar poaniou skrijusan, ne zilezin biken lezen Jezuz ha ne adorin nemet ar gwir Doue, en deus grêt a netra an nenv hag an douar.

Eur respont ken kaer, elec’h digeri daoulagad he zad, ne reas nemet e gounnari muioc’h-mui. Rei a reas urz d’he stlepel e-touez ar sklavourezed, d’he magan evelte, ha d’he lakat d’ober al labouriou diêsan, hep true ebet ouz he yaouankiz.

Mac’harit a veze bepred laouen ouz ar re a oa war he zro, ha henvel oa ouz eun êl diskennet eus an nenv.

He labour a veze bepred grêt mat.

Koulskoude, an tad digalon ne gave ket e oa awalc’h c’hoaz ; lemel a reas digant e verc’h he dilhajou kaeran ha, gwisket evel eur baourez, e kase anezi da ziwall al loened, n’eus forz peseurt amzer a rê.

Eun devez e oa gant e chatal en kichen an hent bras, pa dremenas dre eno ar gouarner Olibrius. O welet he gened dispar hag he dremm kaer evel eur rozen, n’hallas ket miret da c’houlenn outi he hano :

— Merc’h on da Edisius, eme Vac’harit ; en Antioch on ganet, ha badezet on.

Ar gouarner a c’hourc’hemennas he digas d’e lez.

An de war-lerc’h e klaskas he zouellan :

— Kaer ho pezo, emezan d’ezi, lavaret ez oc’h badezet, ar zonj-ze a yelo hepdale eus ho spered, rak me fell d’in ho timezi, ha rei d’ec’h eleiz a enoriou hag a vadou.

Otrou, a respontas Mac’harit, komz a ret eus dimeziou, mes ma eured me a zo grêt pell a zo ; abaoue ma badeziant ne glaskan nemet eun dra : plijout da Zoue.

— Lezet an treo-ze a-goste, ma merc’h ; n’eo ket evit difenn ho kreden oc’h deut aman, mes evit bezan ma fried, ha ma ne zentet ket, e vefet skourjezet en eun doare spontus.

— Gortoz a ran, ha prest on, eme ar plac’h kalonek ; fianz am eus da vezan trec’h d’hoc’h holl boaniou, gant gras Doue. Hen eo en deus grêt ma c’horf ha ma ine, hag ar c’halloud ho peus warnon a zo bet roët d’ec’h gantan.

Olibrius a yeas droug bras ennan hag a c’hourc’hemennas dispenn korf ar plac’h yaouank gant ivinou houarn, ken e redje ar gwad.

Kalz eus ar re a zelle o devoa true outi. Olibrius hepken, dallet gant ar gounnar, o welet ne oa ket maro c’hoaz, a reas he stlepel er prizon.

Eno, an drouk-spered a reas ar pez a oa en e c’halloud evit he spontan hag he lakat da bec’hi.

Lavaret a rêr en em ziskouezas d’ezi evel eun aerouant euzus, hag a oa o vont d’he lonkan.

Ar zantez a zavas he daoulagad etrezek an nenv, a reas sin ar groaz, hag an diaoul dic’halloud a dec’has en eur yudal.

Doue n’he dilezas ket ; en eun tôl krenn, eur sklerijen lintrus a gargas ar prizon. An nenv a zeblante bezan digor hag an ele a c’halve ar verzerez. Eun niver bras a dud, o welet eur seurt burzud, a oe gonezet d’ar fe gristen ; mes Olibrius, dre ne gave ket e varve buhan awalc’h ar verzerez, a reas he dibennan, war-dro ar bla 253.

He c’horf a oe sebeliet en Antioch. Divezatoc’h, he relegou a oe rannet ha kaset du-man, du-hont ; darn aneze zo miret en Sant-Jermen, en Pariz, en Troa, en Abbevill hag en Andrelek, en kichen Bruxell.

F.L.

————


BOKED


« Bezet fur en ho tibri hag en hoc’h evan. eme sant Per, ha tôlet evez, rak an diaoul, hoc’h enebour, a zo o trei hag o tistrei a bep tu d’ec’h ; yudal a ra, evel eul leon, ha klask a ra unan bennak hag a c’hallo da lonkan.

» Enebet outan ha chomet start en ho fe. »

Doue en deus chadennet mat an drouk-spered ; kaer en devo yudal, n’hallo biken ober droug d’imp, ma ne dostaomp ket re outan.