Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Syprian

Eus Wikimammenn
◄   Gouel hano santel Mari Syprian Korneli   ►


C’houezekvet devez a viz Gwengolo


SANT SYPRIAN
Eskob ha merzer (***-258)



Syprian a oa ginidik eus Karthaj ; e dud a oa paganed pinvidik. Daoust d’e spered kaer, ar yaouankiz a reas gaou outan ; mes eur beleg eus e anaoudegez a deuas a benn d’hen gonid da Jezuz-Krist. Er bla 245, e oe badezet, daou vla goude, beleget, ha tri bla hepken goude, grêt eskob, ha laket war gador iliz Karthaj. Ar c’hentan a oe o kaout dispans eus ar gourc’hemen douget gant an abostol bras, pa lavare, en e gentan lizer da Dimothe, e vije arabad lakat da eskob eun den neve badezet.

En e amzer, Des a zigoras ar seizvet brezel grêt gant impalaered Rom d’ar gristenien, hag a oe eun tamm mat gwasoc’h eget ar c’houec’h-all a oa bet grêt en e rôk. Gourc’hemenn a reas d’e c’houarnerien ober d’an holl gristenien, bras ha bihan, paour ha pinvidik, nac’h o fe, ha lazan pe harlui kement hini n’hen graje ket. Niver a dud a nac’has neuze o fe, dreist-oll en Afrik ; en koulz ebet, daoust d’ar brezeliou a oa bet grêt d’ezi, an Iliz n’he devoa gwelet kement eus he bugale o trei kein d’ezi ; gwelet e oe neuze ar mab hag ar breur o vont d’ar prizon, hag ar vamm hag ar c’hoar o kinnig ezanz ; gwelet e oe neuze eur wreg kaset d’an templ, en despet d’ezi, hag he fried hag he c’herent o kregi en he daouarn, evit ober d’ezi teurel ezans war an ôter ; ar gristenez a ’n em zifrete hag a youc’he : « N’eo ket me eo ; c’houi eo ho peus grêt ! » Daou bried o devoa kemeret an tec’h, o lezel war o lerc’h o merc’h vihan ; ar vagerez a gasas houman d’an templ, hag evel ma ne zebre ket c’hoaz a gig, e reas d’ezi sunan eun tamm bara soubet er gwin konsakret d’an idolou. Mes tristan oa, oa gwelet beleien ha, zoken, eun eskob bennak, a kaout ar galon da nac’h Jezuz-Krist. Koulskoude, an nac’herien a oe strafuilhet ouspen eur wech, rak Doue a ziskoueze, beb an amzer, an droug a oa ennan. Unan aneze a deuas da vezan mut pa oa o kinnig ezanz ; eleiz, gant a geun o dije, a goueze en dizesper hag a golle o spered. Hiniennou, goude bezan troet kein d’o relijion, a glaske c’hoaz tostât ouz ar zakramanchou, mes eun dorn ha ne weled ket a rê d’eze mont a-drenv. Eur verc’h yaouank hag he devoa kinniget ezanz d’an doueou a varvas o sevel diouz an dôl zantel. Eun nac’her a dostaas ouz tôl ar Zakramant, a zigemeras an hosti santel war bal e zorn, evel ma oa ar c’hiz en amzer-ze, ha pac’h eas da gas ar gommunion d’e c’henou, e welas n’en devoa mui en e zorn nemet eun tammik ludu. Zoken, eur bugel bihan, hag a oa bet sôtret e deod d’ezan gant ar gwin konsakret d’an idolou, n’hallas ken evan diouz kalur ar gwad presius, ha dal ma tivere eur berad bennak en e c’henou, e tôle anezan er-mêz bep gwech.

Ar skoueriou-ze a lakas spouron da zevel etouez ar gristenien, hag a viras ouz niver an nac’herien da vont war gresk.

Syprian, hen, pa welas e oad o tont d’ezan, a yeas da guz demdost da gêr, hag a dalc’has ac’hane da c’houarn e iliz ; en doare-ze, e reas eun tamm mat muioc’h a vad eget n’en dije grêt o chom da astenn e c’houg da gleze ar bourreo. Goude bezan bet pevarzek pe bemzek miz en e doull kuz, e c’hallas dizrei da Garthaj. Dougen a reas neuze eur gourc’hemen leun a furnez da lavaret ne vije addigemeret en Iliz ar gristenien o devoa nac’het o le, nemet p’o dije grêt eur binijen gwirion.

Syprian a zavas levriou kaer, a zo anavezetoc’h evit an heol, eme sant Jerom ; an hini aneze en deus ar muian a dalvoudegez eo an hini a reas war unanded an Iliz : de Unitate Ecclesiæ. Diskouez a ra el levr-ze eo Iliz Rom mamm ha mestrez an holl ilizou, hag eo red chom ganti evit bezan war an hent mat.

En amzer an impalaer Valerian, e tigoras adarre ar brezel eneb ar gristenien. Syprian, goude bezan bet harluet eur pennad en Kurub, a oe kondaonet da vezan dibennet. Eleiz a gristenien a oa êt gantan da di ar gouarner, ha pa glevjont e varnedigez, e lavarjont : « Ha ni ive a c’houlenn bezan dibennet gantan. »

Heuilh a rejont anezan war dachen Sexti, elec’h ma tleed e lazan. Eleiz a bigne er gwe a oa tro-war-dro an dachen, evit gwelet gwelloc’h. Syprian a gouezas d’an daoulin, a lemas e vantel hag a bedas, e benn stouet d’an douar ; goude-ze e tennas e zaë, hag en korf e roched e c’hortozas ar bourreo ; p’en em gavas, an eskob santel a roas urz da rei d’ezan pemp warn-ugent pez aour. En keit-se, ar gristenien a astenne endro d’ar merzer lienennou da zastum e wad. Syprian a vouchas e-unan e zaoulagad ; eur beleg hag eun abostoler, hanvet Julian an eil hag egile, a liammas e zaouarn, hag e oe skoet gantan tôl ar maro. Pa deuas an noz, e teujod gant goleier hag en eur ganan da gas e gorf da vered Macrobius Candidus.

————