Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Gouel hano santel Mari

Eus Wikimammenn
◄   Gouel ar Groaz gonezet Gouel hano santel Mari Syprian   ►


Pempzekvet devez a viz Gwengolo


Gouel Hano Santel Mari


Gouel Hano Santel Mari

Dre Hano santel Mari ar zoudarded kristan a drec’h
war ar Vuzulmaned en LEPANT (1571) hag en VIENN (1683)


Hano Mari, kaeran hini a c’hall dont en genou eun den, goude hini Jezuz, a zinifi : Rouanez, Itron ha Stereden. An hano-ze a oe roët d’ezi, a-beurz Doue, evit diskouez n’he devoa ket he far e-touez ar grouadurien.

Mari eo Rouanez an nenv hag an douar, Rouanez an Ele hag ar Zent, Rouanez ar veleien hag ar gristenien.

Mari eo an Itron vras, a zo Merc’h da Zoue an Tad, Mamm da Zoue ar Mab, ha Pried da Zoue ar Spered-Santel.

Mari, eme sant Bernard, eo ar stereden gaer ha skedus savet ’us da vor bras ha risklus ar bed-man. An neb ne zalc’h ket da zellet outi, a zo en danjer da fazian war e hent, da ’n em skei ouz ar c’herreg ha d’en em goll.

Ma teu avel an dentasion da c’houezan war hoc’h ene, mar doc’h strafuilhet ha spontet, evel martoloded en kreiz ar c’herreg, sellet ouz ar stereden, galvet Mari d’ho sikour.

Mar deo an ourgouilh, pe an anvi, pe ar c’hoant drouk-prezeg, pe eur gwall youl bennak-all eo a glask gonid ho kalon, sellet ouz ar stereden, galvet Mari d’ho sikour.

Mar doc’h prest da gouezan en dizesper, o welet brasder ho pec’hejou, sonjet en hano Mari. Bep gwech ma vefet en anken, bep gwech ma vefet en eun danjer bennak, goulennet sikour digant an hano-ze.

Pa lavaran hano Mari, eme c’hoaz sant Bernard, e sonjan eo hano Mamm Doue ha hano ma mamm-me ive. Sonjal a ran am eus eun advokadez dirak ma Zalver hag eun difennourez dirak ma barner, ha neuze ma c’halon a deu da denerât en kenver eur vamm ken karantezus. Jezuz ha Mari, setu ar pez a lavaro c’hoaz ma c’halon, pa n’hallin mui finval ma zeod, ha betek ma huanad divezan, an daou hano sakr-ze a vezo evidon hanoiou a fizianz, a vennoz hag a zilvidigez.

Gouel hano Santel Mari a zo grêt dre an Iliz a-bez abaoue ar XVIIet kantved.

D’an 29 a viz mae 1453, Konstantinopl a gouezas dindan galloud an Turked ; ar c’helou-ze a lakas an Europ a-bez en kaonv. Epad c’houec’h-ugent vla, diskibien Mahomet a glaskas beuzi ar broiou kristen en hudurnez hag er gwad.

A drugare Doue hag ar Werc’hez, e oent trec’het, war vor, dirak Lepant, d’ar 7 a viz here 1571.

Goude ar c’holl bras-ze, e klaskjont c’hoaz sevel o fenn, hag er bla 1683, kant hanter-kant mil aneze a deuas da lakat ar seziz war Vienn, kêr-benn ar Hongri.

Ar Werc’hez he devoa roët ar gonid d’ar gristenien en Lepant, ne zilezas ket he bugale en kreiz an anken-ze. Ar polonad Yan Sobieski, evit senti ouz Innosant XI, a deuas eus e vro, de gouel Maria Hanter-Eost, hag a ’n em gavas gant ugent mil den e-tal Vienn, d’an 12 a viz gwengolo 1683. Respont a reas an oferen dirak e zoudarded ; kommunian reas ha pedi, e zivrec’h en kroaz ; goude-ze e roas urz da vont d’an emgann, en eur youc’hal : « Non nobis, Domine, non nobis, sed nomini tuo da gloriam : Roët gloar, Otrou, nan d’imp-ni, mes d’hoc’h hano. »

En berr amzer, an Turked a oe helpennet ; lezel a rejont war dachen ar brezel dek mil korf maro, tri-c’hant pez kanol hag eleiz a bep seurt madou. An de war-lerc’h, Sobieski a ganas an Te Deum en iliz-veur Vienn ; goude e oe grêt eur brezegen savet diwar ar ger-man : « Fuit homo, missus a Deo, cui nomen erat Joannes : Bezan oa eun den, digaset gant Doue, hag a oa Yan e hano. »

Banniel Mahomet a oe kaset d’ar pab. Holl gristenien an Europ a dridas o klevet kelou ar viktor-ze, hag evit ma chomje hano anezi epad ar c’hantvejou, Innosant XI, d’an 29 a viz du war-lerc’h, a c’hourc’hemennas ober bep bla, dre an Iliz a-bez, gouel hano santel ar Werc’hez, o lakat anezan d’ar zul a gouezje epad eizved he ginivelez.

————


BOKED


Mari eo ar verelaouen,
War he zâl liou kaer an aour,
Hi eo a zalv ar bec’herien,
A bare ar c’hlanvour paour.