Buhez ar Sent/1912/Sisinnius

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Gaëtan Sisinnius Jermen   ►


Eizvet devez a viz Eost


Sant Sisinnius ha sant Saturnin,
Sant Syriakus, Sant Largus, avielerien,
Sant Smaragdus
hag o unan-warn-ugent kompagnon
Merzerien (305)


Merzerien


En blaveziou divezan an trede kantved, war-dro 286, an impalaer Dioklesian en devoa rannet e stadou gant Maximian, eun den kri, mar zo bet unan, ha roët d’ezan, evit lod, tu ar c’huz-heol. Heman a lakas en e benn sevel en Rom eun ti evit en em walc’hi, ha n’en dije ket e bar dre ar bed, ha rei d’ezan hano Dioklesian [1], e vadoberour. D’ar mare-ze, ha dre urz Maximian, ar brezel a oa en e wasan eneb ar gristenien. Ar re-man, seul vras e veze ar poaniou o dije da c’houzanv, seul laouen e vezent. An impalaer a gounnare o welet an dra-ze, hag e sonjas ober d’eze gwasoc’h c’hoaz, o lazan aneze dre hirnez. Servijerien ar gwir Doue a oe kondaonet da labourat evel galeouaerien, evit darbar masonerien ar palez neve.

Neuze e oe gwelet kristenien a bep oad hag a bep renk o tougen mein war o diskoa, pe staget ouz kirri evel loened,
ha kaset a dôliou skourje, o charre trêz ha ra. Hed an de pen-da-ben, e renkent labourat dindan an heol bero, ha diouz an noz e vezent dastumet en toullou hudur ha tenval dindan an douar. N’o devoa ket hanter-voed da zibri, ha c’hoaz, peseurt bevanz ! Restajou ar re-all. Joa oa gante, koulskoude, gouzanv ar poaniou-ze, rak evit Doue hen grênt. O breudeur kristenien a c’hoantae o frealzi herve o galloud, hag en o zouez Syriakus, Largus ha Smaragdus. Dre guz, e teuent en noz d’o c’haout en o frizon hag e rannent etreze an aluzennou roët gant eur c’hristen pinvidik, Thrazon. O vezan klevet gant pebez aked ha gant pebez kalon vat e rênt o c’hefridi, ar pab sant Marsellin a roas da Zyriakus ha da Largus an urz a avieler.

Mes Jezuz-Krist a roas d’eze eur c’hras kaeroc’h, en eur rei lod d’eze en e Basion e-unan. Diskuilhet ha tapet oc’h ober o labour a drugare, e oent kondaonet d’ober ar memes labouriou gant ar re a c’hoantaent sikour. O klevet ar varnedigez-ze, e stagjont da ganan kantik an anaoudegez vat hag al levenez. N’hallent mui rei skoazel d’o breudeur dre aluzennou ; breman e nerzfont aneze dre o c’homzou hag o skoueriou. Al laouenedigez war o zâl, e tougent mein, e charreent trêz, e rent al labouriou poaniusan, hag e kavent c’hoaz an tu da zont da zikour ar re a welent o plegan dindan ar zamm.

Eun devez, unan eus ar re gosan en o zouez, Saturnin, a gouezas dindan e vec’h. Syriakus hag e vignoned hen zavas hag hen dougas gant respet en eul lec’h distro. An impalaer Maximian hen c’hlevas. Espern a reas Syriakus hag e zaou vignon ; — mat oant c’hoaz da labourat ; — mes o welet ne oa mui Saturnin hag eur c’hristen-all, Sisinnius, mat da netra, koz ha fall evel ma oant, e reas o zeuler er prizon. Arôk pell, an daou-man a oe galvet dirak al lezvarn. N’o devoa nemet eur respont : « N’hon deus biskoaz c’hoantaet netra gwelloc’h eget mervel evit rei testeni d’Hon Zalver Jezuz-Krist eus hon fe ! » Stlejet war ar marc’h-koat, o izili brevet a dôliou baz, o dent torret, o c’hostou devet, ne ouient lavaret nemet eur gomz : « Gloar d’ec’h-c’houi, Otrou Jezuz, da vezan grêt d’imp an enor da vezan ho testou. » Ar joa a bare war o zâl a verke skler e oa Doue e-unan ouz o c’hennerzi. Ouz o gwelet, ar grefier, Apronianus, a deuas d’en em gonvertisan ; daou eus ar zoudarded, Papias ha Maurus, a zisklerias : « N’eus ken Doue gwirion nemet Doue Sisinnius ha Saturnin. » Ar barner, en kounnar, a lakas troc’han o fenn d’an daou verzer kalonek. O c’horfou a oe dastumet gant ar beleg Yan ha

sebeliet en douar Thrazon, war hent Salaria. An daou zoudard, barnet d’o zro evel kristenien, a oe lazet a dôliou skourje plom ; Apronianus a oe dibennet. O c’horfou, lezet war ar plas, a oe sebeliet gant respet gant ar beleg Yan. Maximian ne oa ket c’hoaz skuiz o lazan. N’en devoa ket ankouaet an avieler Syriakus hag e zaou gonsort. O frosez d’eze o zri ha da unan-warn-ugent-all ne zaleas ket da vezan grêt. Digaset a oent dirak Karpazius, eil prefed. Ar wech kentan ma oent galvet dirakan, unan eus ar gristenien, Crescentianus, a varvas epad ma oad ouz e vourrevi. E gorf, tôlet war ar ru, a oe beziet gant ar beleg Yan, en bered Priskilla, d’ar 24 a viz du 304.

D’an deveziou kentan eus ar bla 305, e oe galvet ar re-all dirak al lez-varn. Ar barner a reas skuilh peg bero war benn Syriak ha dizaëlan e izili war ar marc’h-koat. Poan gollet ! Pa oe kontet da Vaximian ar pez a c’hoarveze, heman a roas urz d’o dibennan holl. O merzerenti a c’hoarvezas d’ar 16 a viz meurz 305, war hent Salaria, en liorzou Sallust. O c’horfou a oe sebeliet, eur pennad, demdost d’al lec’h ma oent bet merzeriet. Divezatoc’h, eur wreg kristen, Lusiana, a reas o digas gant enor en he douarou, war hent Osti, war-dro eul leo hanter diouz Rom. Al lec’h-ze a zo bet hanvet a-c’houde bered Syriakus.

————


BOKED


Ineou an dud just a zo en dorn Doue, ha ne vefont ket gwasket gant anken ar maro. Da welet, e larvafed e vijent maro, ha koulskoude emaent en peuc’h. O foan zo bet berr ; o gopr a vezo bras.

Levr ar Furnez III. 1, 2.



  1. Les Thermes de Dioclétien. — An dismantrou aneze a weler c’hoaz hirie en Rom.