◄ Jezus-Krist war Mene Thabor | Gaëtan | Sisinnius ► |
aëtan, ganet en Visans, en Itali, a oe an eil eus bugale Gaspard de Thienne ha Mari de Laporte, daou den a noblanz vras ha pinvidik. Arôk ma oe ganet, e vamm he devoa gwestlet anezan da Vamm Doue, ha goude e vadeziant, e neveaas he c’hinnig. Kement-se a ziskouez petra oa ar vamm gristen-ze. Eun dra eo ha ne dleer ket dizonjal : « En kichen kavel eur zant e kaver peurvuian eur zantez. »
Ar c’hrouadur-man, a vihanik, a lakas da dalvezout ar skoueriou en devoa bet digant e dud. E garante evit ar beorien a ’n em ziskouezas da gentan. Ne oa ket evit harz da ouelan pa wele o dienez, ha doust d’e oad tener, en devoa mil ijin evit kreski an aluzennou roët d’eze. Kement en devoa e-unan a roë, ha pa n’en dije mui netra, ec’h ee da c’houlenn an aluzen evite, en han’ Doue.
Ar pez a blije d’ezan ar muian en e c’hoariou, oa ober ar pez a wele en iliz. Doue a falveze gantan merkan, en doare-ze, e c’halve anezan da vezan beleg.
Abred e oe kaset d’ar skol. E spered a oa lemm ha digor ; studian ’reas eus e wellan, hag al lore a zoktor war lezennou an Iliz ha lezennou ar vro a zigollas e boan.
N’haller ket bevan er skoliou bras evel m’oa skol-veur Padou, hep gwelet forz skoueriou fall. Hon zant ne baouezas tamm da vezan war evez, ha tremen a reas glân dre an holl danjeriou, evel ma tremen ar bann-heol dre ar fank hep bezan sôtret en neb doare. Ne falveze ket gantan heuilh ar yaouankizou-all ; gwisket gant dilhad gros ha dister, ne zaremprede nemet ar beorien. E dad en devoa mez gantan hag a rebechas d’ezan ne ouie mui derc’hel e renk. Hen a dave ; eun devez, koulskoude, e reas eur respont treut d’ezan ; epad e vue e ouelas d’ar pec’hed-ze.
Eur vertuz ken dispar oa ket grêt evit ar bed. Doue hen galve d’eur stad uheloc’h, da vezan beleg. Pell amzer e oe evit kaout ôtre e dad ; mes an amzer-ze a implias o ’n em lakat gwelloc’h en stad da zigemer eun hevelep karg.
Eur wech beleget, n’espernas mui netra evit mont pelloc’h-pellan war hent ar zantelez. E vue a dremene en iliz hag en hospitaliou. O vezan êt da Rom, ar pab a reas stad anezan hag a c’hoantaas rei d’ezan an enoriou bras. Kregi a reas aon ennan, hag e c’houlennas ôtre da zont d’e vro.
Distro da Visans, e lakas sevel eun hospital evit ar re glanv hag ar beorien. Di e teuas da chom, rak re gaer e kave maner e dad evitan. Eno e louzaoue gouliou an dud skoet gant klenvejou stagus. Mes muioc’h c’hoaz a evez a gemere gant o ineou. Kement a rê warne, evit o c’helenn hag o distrei war an hent mat, ma oe galvet « ar gonideg eneou. »
E labour en hospital ne vire ket outan da zonjal er vicherourien. Rei a reas e hano evit bezan unan aneze, daoust pegen doaniet oa e dud ouz e welet e-touez an darbarerien hag an dud a renk izelan. Doue a vinnigas e labour ; eus kristenien glouar e reas kristenien birvidik, a veze o kommunian diou ha ter gwech ar zun, e-lec’h diou wech ar bla, ’vel diagent. Pac’h eas da Veniz, e reas ar memes labour gant eun hevelep frouez.
Mes ne rê c’hoaz nemet kommans. Santout a rê e vije buhan kollet an eost eneou gonezet, ma ne deuje ket ar veleien d’e zikour. Siouaz ! er mare-ze, an dud a iliz ne roent ket holl ar skouer-vat. Sevel eta eun Urz neve a veleien hag a vije dre o bue eur skouer beo evit ar re-all, setu e vennoz brasan. Kaout a reas tri eus e vignoned hag a vage eun hevelep c’hoant en o c’halon. An hini anavezetan aneze oa Per Karaffa, eskob Theat, divezatoc’h pab dindan an hano a Bol. Hen eo a roas e hano da Urz neve « An Dheatined» , dre ma oe ar rener bras kentan. Klemant VII, neuze war Gador sant Per, a ôtreas an Urz neve gant fors meuleudi (1524).
An Dheatined, ouspen an tri le ordinal, a rê c’hoaz an hini da vevan er baourente ar vrasan ; ne dleent kaout nag arc’hant, na leve en nep doare ; ne dleent ket, zoken, mont da c’houlenn. Gedal a renkent an aluzennou a vije digaset, aneze o-unan, gant an dud vat. « An hini a vag al lapoused hag a wisk bleun ar mêziou a ouezo pourvei da ezommou e vugale, a lavare Gaëtan. » Hag en gwirione, biskoaz Providans Doue n’o dilezas. Ober a rê miraklou kentoc’h eget lezel e zervijerien en dienez.
Oberou Doue a dle bepred tremen dre ar boan. Rom o vezan kouezet etre daouarn soudarded protestant, kement mad a oa enni a oe laeret (1527). Epad daou viz, e padas an dismantr. An ilizou a oe dismantret, devet ; sakrilachou spontus a c’hoarveze bemde. An Dheatined ne oent ket espernet muioc’h eget ar re-all. Ar zoudarded, dre ne gavent netra da laerez en o zi, a gavas d’eze e oa bet kuzet oute an treo presiusan. Ar zant a oe bourrevet en eun doare skrijus, en esper e tiskuilhje pelec’h e oa an tensor. Gouzanv a reas an tourmanchou-ze gant joa. Laket er prizon gant e holl genvreudeur, e oent delivret, kouls lavaret, dre virakl. Epad ma oant o tec’hel kuit d’ar red, e oent tizet gant ar forbaned ; kabiten ar re-man, o welet o faourente, a roas d’eze kement o devoa ezom, hag o lezas da redek. Gaëtan a blije d’ezan kontan an dra-ze, evit diskouez e c’haller bepred fiziout war Brovidans Doue.
En Veniz en em dennas gant beleien e gouent. Eno e oa anavezet mat, ha digemer mat a oe grêt d’ezan. Raktal e oe savet eur gouent evite.
Gaëtan a oa oajet bras dija er mare-ze ; koulskoude, war urz ar pab, e renkas mont da Napl da zevel eur gouent-all. En holl gêriou-ze e oe eur skouer eus an holl vertuziou. Prezek a rê alïes war an devosion d’ar gommunion santel. « Kommunian mat hag alïes, eno e oa, emezan, an eienen eus pep santelez. » E fe birvidik evit ar zakramant meulet ra vezo, ne chomas ket hep rekompans. De gouel Nedeleg, en Rom, ar Werc’hez Vari a ’n em ziskouezas d’ezan gant he c’hrouadur etre he divrec’h ha, gant eur mousc’hoarz dudius, e lakas anezan etre divrec’h Gaëtan. D’e genvreudeur eus ar gouent, ar pez a brezege ar muian oa ar baourente digemeret gant joa.
War e dremenvan, e dremm a sklerijenne gant eul levenez dispar. Dre zin, e tiskouezas e oa ar Werc’hez ouz e c’hortoz. Mervel a reas d’ar 7 a viz est 1547. Ar pab Klemant X hen lakas war roll ar zent.
Arabad d’ec’h, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, bezan nec’het diwar-benn ho pevanz nag ho kwiskamant.
Klasket da gentan rouantelez Doue hag e justis, hag an treo-ze holl a vezo roët d’ec’h war ar marc’had.
Aviel sant Lukas XII. 22, 31