Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Servez

Eus Wikimammenn
◄   Brieg Servez Pakom   ►


Sant Servez
Sant Servez


SANT SERVEZ
Eskob (***-384)


Ober a rêr hirie ive gouel sant Servez.

Servez a oe ganet er Beljik, war a greder, war-dro ar bla 300.

Betek ma oe hanvet eskob, ne anevezer ket nemeur e vue. Adalek, avat, m’eman etre e zaouarn eskopti Tongr, e teu e hano da vezan brudet dre ar bed-holl.

Gwelet a rêr anezan o stourm eneb an Arianed, o tiskuilh o fals-kredennou en tri gonsil : hini Sardik (344), hini Kologn (346), ha hini Rumini (359).

War-dro ar blavez 380, e tiruilh war ar vro bagadou gouezidi, an Huned o hano, renet gant Attila, eur roue draster. Ar re-man a lak en tân hag en gwad ar broiou dre ma tremenont.

Servez a bed Doue da espern, da vihanan, e eskopti, hag a ya da Rom da bedi evit e zenved, e-tal beziou an Ebestel.

Mes sant Per a zisklerias d’ezan e vije flastret kêr Tongr gant an Huned : « C’houi, emezan, dizroet da Dongr ; laket urz en hoc’h aferou hag êt goude da Vaestrik da c’hortoz ar maro. »

Servez a zistroas da Dongr hag a zisklerias d’ar bobl glac’haret ar pez a oa gourc’hemennet d’ezan gant ar Mestr. Prest goude ma oe digouezet en Maestrik, e kouezas klanv hag a varvas, an 13 a viz mae 384.

War e ve e c’hoarvezas eun dra souezus : epad ar goanv, pa vije erc’h el lec’hiou-all, a droatajou, be sant Servez a vije espernet.

Ar burzud-ze a lakas eskob Maestrik, sant Monulphus, da zevel eun iliz kaer dispar elec’h ma oe digaset relegou ar zant.

Eleiz a viraklou a c’hoarvezas eno.

Eur zoudard, skoet gant ar maro trum, a zavas a varo da veo, hag a gontas e oa o vont da vezan stlejet d’an ifern, pa deuas sant Servez da c’houlen seiz vla bue c’hoaz evitan. Bevan a reas, en gwirione, seiz vla ouspen.

Mes ar c’haeran burzud a reas sant Servez evit an Iliz hag evit ar vro, oe rei an trec’h da Charlez-Martel war ar Sarazined en emgann bras Poitiers.

Sant Servez an eus chapeliou en Breiz-Izel abaoue an amzeriou pellan. Diou en deus, dreist-oll, unan en Leon, hag unan-all eu Kerne-Izel. Houman, gwechall « trêv» ouz Duod ha hirie eur gaer a iliz-parouz, eo ar vrudetan.

Eur pardon bras a ve grêt eno bep bla, hag a oa brudet gwechall kement hag ar re gaeran a Vreiz, kouls ha Bulat, Landreger ha Gwengamp. A Dreger, a Gerne dôn, ha zoken a Wened, e vije gwelet eno pelerined dre vil, deut da bedi ar zant da ziwall o zrevajou diouz ar reo hag ar skorn. [1]

  1. Penôs e teuas sant Servez da vezan anavezet en Bro-Gerne ? Diouz ma lavar an O. Joncour, bet person en Sant-Servez, marvet person en Plistin, e oe digaset e relegou da Vro-Gerne gant soudarded an impalaer Loeiz, mab Charlemagn, deut d’ober brezel d’ar c’homt Guiomarc’h, ha savet o c’hamp gante en koajou Duod. En kichen, e oa eur chapel da sant Lauranz hag e lakjont enni relegou sant Servez a oa gante : evelse e teuas da vezan anavezet hag enoret dre ar vro. Eur chapel-all a oe savet ha kresket a dam da dam, adalek ar bla 1510.
    Ar pardon ne vije grêt anezan gwechall nemet pardon ar bac’hadou


    Gwechall-goz, sant Servez en Breiz a oa brudet ;
    Pardon ar bac’hadou n’e ket c’hoaz ankouaet.

    Epad ar gousperou, de ’rôk ar pardon bras,
    Evit hijan ar reo ’strake ar pennou baz.

    Ha, goude ’vije bec’h, ’tre Kerne ha Gwened,
    ’ Vit goût piou a dougje ar zant ’mêz ar vered.

    (Kanaouennou en Yez Treger. gant Y. M. G. p. 45)