Buhez ar Sent/1912/Pakom

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Servez Pakom Yan-Vadezour a Zal   ►


Pevarzekvet devez a viz Mae


SANT PAKOM
Abad (292-348)



Pakom a deuas war an douar ’barz an Thebaïd, evel eur rozen e-touez ar spern ; seul-vui e poanie e gerent d’e drei war ar relijion bagan ha seul-vras oa an euz a deue da gaout outi.

Epad ma oa soudard, o tremen dre Dheb, e oe digemeret ken mat gant kristenien ar gêr-ze, ma c’hoantaas heuilh eur relijion hag e oad ken karantezus enni en kenver an nesan.

Prest goude e vadeziant, e reas anaoudegez gant eun den koz, e hano Palemon, a oa o serviji Doue e-unan-penn, pell diouz trouz ar bed, en dônder ar gouelec’h.

Goulenn a reas outan e gemer da ziskib.

— Bara ha holen eo ma magadurez, a lavaras d’ezan ar manac’h koz ; an hanter eus an noz a dremenan o kanan ar psalmou pe o studian ar Skritur-Zakr !

— N’eus forz, eme Bakom, dre ho pedennou am bezo, digant Hon Zalver Jezuz-Krist, nerz da ren ar vue a renet.

Palemon, o klevet Pakom o komz evel ma rê, hen miras gantan. Ar manac’h yaouank a zalc’has d’e c’her ; war an de e yune hag e laboure ; pa deue an noz, e tremene an hanter anezi o pedi ; pa zigoueze gantan moredi, Palemon a lavare d’ezan : « Tol evez, Pakom, gant aon na deufe an drouk-spered d’az touelli ha da zismantr hon labour. »

Eun devez, Pakom a oa diskennet da zastum keuneud ha ne gavas ket e hent da zistrei d’e ermitaj.

Mont a reas betek Taben, war lez an Nil.

Evel ma pede Doue da gaout true outan ha d’ober d’ezan kaout e hent, e klevas eur vouez hag a lavare : « Chom aman, Pakom, ha sav aman eur manati, rak eleiz a dud, evit en em sovetât, a deuio da vevan dindannout, hag e reni aneze etrezek ar baradoz gant ar reolen a roïn d’it. »

Ar c’hentan diskib en devoe Pakom e oe Yan, e vreur henan. Ouspen kant-all a deuas goude.

« Meneziou an Thebaïd, eme sant Athanas, zo leun a gristenien ’zo noz-de o kanan ar psalmou, o studian, o yun, o pedi, o labourat, abalamour d’eze da c’hallout ober
aluzen. Etreze eman ar peuc’h, an unvaniez hag ar garante o ren. Pa weler ar venec’h santel-ze, e c’heller lavaret : « Na kaer eo ho teltou, o Jakob ! Na kaer eo ho teltou, o Israël ! enne eman ar freskadurez hag an disheol ; henvel int ouz enezennou dudius en kreiz eur ster ; henvel int ouz tier en deus savet an Otrou Doue e-unan ! »

Ar pez a oa miret, dreist pep tra, en Taben, e oa ar zentidigez ouz ar reolen.

Eur manac’h a reas eun devez diou dorchen, elec’h unan en devoa urz d’ober, hag a lakas aneze en e brenestr da ziskouez. Pakom o gwelas hag a lavaras : « Setu aze labour c’hrêt ha poan gemeret evit an drouk-spered. »

Ar manac’h a renkas, eun dorchen en pep dorn goulenn pardon da vezan diskouezet, evel e beadra, ar pez a oa da Zoue. Kondaonet e oe, ouspen, da chom en e beniti, epad pemp miz, d’ober diou dorchen bemde, hep magadurez-all ebet nemet bara, holen ha dour, evit deski d’ezan senti.

Er bla 348, ar vosen a reas eur rins war menec’h Pakom. Ouspen kant aneze a varvas ; e-unan e kouezas klanv.

Pa oe war e dremenvan, e c’hoantaas, eur wech c’hoaz, gwelet e venec’h, hag o vezan o bodet endro d’e wele, e lavaras d’eze : « Ma bugale muian-karet, mont a ran etrezek ar bed-all ; gwelet a ran ma êl mat ouz ma gervel ; dalc’het don en ho spered ar gelennadurez am eus roët d’ac’h, tec’het diouz an heretiked. Petronius, ho preur, en deus ar pez a zo red da gaout evit bezan ho pastor ; kemeret anezan ; ne fell ket d’in ho lezel emzivad. »

Ober a reas sin ar groaz ha tremen a reas d’ar 14 a viz mae 348.

————


KENTEL


Ar zentidigez


War an douar-man hag en nenv, evel ma lavar d’imp an abostol sant Pol, n’eus nemet eur mestr hag eun ôtrou hag eo Doue, an hini en deus krouet pep tra hag a vir ar bed en e zav.

Pep glin, eme an Aviel, a dle plegan dirazan, en nenv, war an douar hag en ifern ; da welet en deus dre-oll, ha pep-hini a dle ober bepred herve e c’hourc’hemenn.

Etrezan hag etrezomp ez eus tud o terc’hel e blas ; ar re a zo en penn an Iliz o deus da welet war dreo ar relijion ; ar re a zo en penn ar Gouarnamant o deus da welet war dreo ar vro. Galloud an eil hag egile a deu eus krec’h ; gourc’hemenn a dleont, ha senti a dleer oute ; mont a rer enep Doue, pac’h eer en o eneb.

An Iliz hag ar Gouarnamant a zo diazezet war an tiegez ; kerkent ha ma teu ar men-diaze-ze da lôskàt, ar sosiete a-bez a deu da

vrallan ha da ginnig kouezan en he foull. Evit ma vezo sentidigez ouz ar re a zo en penn an Iliz hag ouz ar re a zo en penn ar Gouarnamant, eo red eta e vefe, da gentan, sentidigez ouz ar re a zo en penn an tiegez.

En hon amzer, siouaz, ar zentitidigez-ze n’eo nemet ar skeud eus ar pez m’oa gwechall ; ar vugale n’ouzont mui senti, abalamour ne oar mui ar gerent gourc’hemenn ; war digare lakat ar garante da greski, e tôler an doujanz d’an traou.

Kustumi rêr ar vugale d’ober o fenn pa vent bihan ; arabad gortoz e sentfont pa voint bras.

Tadou ha mammou, karet ho pugale, mes laket aneze ive d’ho toujan. Komzet oute dre de, mes grêt d’eze komz ouzoc’h dre c’houi.

Desket aneze da zenti, hag evit an dra-ze, laket aneze da zenti bepred d’ar gomz ; ma tizentont ouzoc’h eur wech, gourdrouzet ; ma tizentont ouzoc’h eun eil gwech, eun tôlig gwialen n’hell nemet ober vad ; ma tizentont ouzoc’h eun drede gwech, dour ha bara sec’h ’zo trawalc’h d’ar pred war-lerc’h. Dre ar genou eo reizan ar vugale.