Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-ar-Sklerder

Eus Wikimammenn
◄   Itron-Varia Guiaudet Itron-Varia-ar-Sklerder Itron-Varia-a-Wir-Mane   ►

Itron-Varia Sklerder
Itron-Varia Sklerder


Pemzekvet devez a viz Eost


PARDON HA PELERINAJ ITRON-VARIA-SKLERDER
en parouz Perros


Pell amzer zo, gouel ar Werc’hez hanter-eost a zo eun de kaer ha meurbed santel en parouz Perros hag er parouziou tro-war-zro.

An holl dud a deu d’ar vro, a-dost pe a-bell, a blij d’eze mont betek ar chapel savet war eur blenen uhel, a-us d’ar mor, chapel Itron-Varia-Sklerder. Ar gwir gristen a goue raktal war bennou e zaoulin d’ober eur beden ; an den badezet ha dilezet gantan e fe n’hall ket harz da vezan souezet, hag alïes e teu war e vuzellou an Ave Maria desket gwechall war barlen e vamm.

Hag en gwirione, ar chapel-man a zo dispar e-touez ar re-all ; en tu-hont mac’h eo kempennet brao ha kizellet kaer, he deus eun istor ; gallout a rêr lavaret ec’h eo chapel ar burzudou.

Breman zo demdost da c’houec’h kant vla, listri Roue Frans, renet gant eur Breizad a fe, markiz ar Barac’h, eus Louannek, oa o tistrei diouz Bro-Zôz. Mat oa an avel, sioul ar mor, glas an oabl ha seder an holl galonou, en eur dostât ouz ar vro, ar gerent hag ar vignoned karet. En eun tôl, e sav eur vougen hag a ’n em led hag a denva evel eur goumoulen ; an heol zo kuzet, an oabl tenvalaet ; red eo chom hep finval. Mes an avel a deuas da grenvât hag en despet d’ar sturier, al listri a oe kaset war eün war reier ar Jentilez. Ar markiz, dirak ar maro ken tost, a gouezas war e zaoulin ha gantan e holl verdidi : « O Mari, emezan, Mamm Doue, Rouanez Breiz hag ar mor, pezet true ouzimp ; sovetaet ac’hanomp, hag evel testeni a anaoudegez vat, me a zavo d’ec’h eur chapel ! »

A-boan ma oa achu ar beden, an avel a droas krenn, hag elec’h kas al listri war ar reier, e sikouras aneze da vont warzu an ôd ; er memez koulz, ’us da reier Ploumanac’h, e oe gwelet eur barr heol hag a diskouezas d’ar sturier an hent da vont da borz Perros, ’lec’h ec’h arrujont nebeut goude. Holl asamblez ec’h ejont gant fe betek ar mene o devoa gwelet warnan ar sklerijen vurzudus o tarzan ; kouezan rejont d’an daoulin evit trugarekât ar Werc’hez. Ar markiz a brenas eul loden douar ha, gant e zanve, e savas ar chapel prometet, hag e roas d’ezi an hano a Ition-Varia-Sklerder.

Aboue an de-ze, n’e ket dihanet Mari da skuilh he bennoz war ar re a deu d’he fedi ha da c’houlen diganti sklerijen, ken evit ar c’horf, ken evit an ene. An dud klanv o daoulagad a deu d’o gwalc’hi gant dour ar feunteun, ha kalz a dizro d’ar gêr pareet, pe, da vihanan, gwellaet. Ar mammou kristen a blij d’eze dougen o bugale d’ar chapel evit deski d’eze bale ; a bep tu ar vro, ar belerined a deu a-leiz, hag holl o deve o mennad, hag alïes well. Mes an Itron-Varia-Sklerder ’zo madelezus, dreist-oll, en kenver ar vartoloded ; ar re-man, ken niverus er vro-ze, zo dalc’h-mat en riskl o bue : o listri ’zo ken dister, ar mor ’zo ken treitour ! Abalamour da ze, arôk kuitât, e teuont da c’houlen digant ar Werc’hez he bennoz ; epad ar veaj, an tad, ar vamm, ar pried, ar vugale, a deu alïes da zaoulinan dirak he skeuden vinniget, hag ar martolod e-unan, mar teu d’ezan, eun devez, bezan gwall-gaset, an eve sonj eus Itron-Varia-Sklerder, hag hon Mamm, evel gwechall evit markiz ar Barac’h, a diwall anezan diouz ar reier, a bella dioutan ar barr-avel fall.

Bep gouel ar Werc’hez, e ve kanet er chapel an oferen hag ar gousperou, mes gouel hanter-eost eo ar pardon bras. An de arôk, da zerr-noz, gousperou, prosesion ha tantad ; abred dioaz ar beure, oferen ar belerined o deus beajet ’pad an noz, darn en gwetur, muioc’h war droad, kalz, zoken, war o zreid noaz. A rum da rum, ar chapel a ve leun-kouch betek an oferen-bred, ha neuze, tud er porched, tud war ar vered, hag eus an holl galonou, ec’h a eur beden warzu an nenvou. Goude ar gousperou, prosesion dispar, a vije kaeroc’h c’hoaz ma vije nebeutoc’h a divroïdi deut da welet ha nan da bedi ; bugale, tud yaouank, tud war an oad, a gân a greiz kalon kantik Bugel ar Werc’hez, savet gant an ôtrou Thoz, person koz Perros.

Neb an eus eur wech gwelet ar pardon-man n’hall biken hen ankouât ; neb an eus, eur wech ive, pedet en chapel Itron-Varia-Sklerder, a blij d’ezan distrei, rak eno e kavo dalc’h-mat eur Vamm vat d’hen selaou.

Kristenien, goulennomp digant Itron-Varia-Sklerder miret d’imp daoulagad hon c’horf, mes kentoc’h c’hoaz, reï d’imp sklerijen d’anavezout ar gwir hent hon c’haso d’an nenvou.

F. G.