Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-a-Wir-Mane

Eus Wikimammenn
◄   Itron-Varia-ar-Sklerder Itron-Varia-a-Wir-Mane Itron-Varia-Rochefort   ►


Pempzekvet devez a viz Eost


Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-a-Wir-Mane
en parouz Perret


Mari eo ar gwir mene, dre m’he deus ganet eur mab hag a zo Doue. Evit enori he brasder, ar Vretoned o deus kustumet sevel d’ezi chapeliou war ar meneziou ; brudetan hini zo aneze eo chapel Itron-Varia-a-Wir-Mane, en parouz Perret, etre eskopti Gwened hag eskopti Sant-Brieg. Savet a oe, war a lavarer, breman zo c’houec’h kant vla, gant menec’h abati Bon-Repos. Darempredet eo bet a-viskoaz, hag en pep koulz eus ar bla. Ar zul kentan ar miz ha da oueliou ar Werc’hez, e ve lavaret enni an oferen ; ne vank gwech ebet pelerined, en deiou-ze, eus Gourin, eus Langonnet, eus Klegerek.

De ar pardon bras, ar 15 a viz eost, e teuont a dek leo diwar-dro. An de-ze, ar mene goloet a gristenien a ve ’vel santelaet gant o devosion. Darn aneze a ve dierc’hen hag en korf o roched ; darn-all a bed war o daoulin noaz ; holl en em vodont gant prez endro da skeuden ar Werc’hez da bokat d’he zreid pe da gorn he mantel.

Lod aneze a ra tri belerinaj er memes de : an oferen-veure a glevont en Kelven, an oferen-bred en Gwir-Mane, hag ar gousperou en Rostren.

Parousianiz Perret n’o deus ken rikour en o holl ezommou nemet Gwerc’hez o mene. Forz pesort darvoud a digoue, klanv tud pe loened, d’ezi en em westlont hag e kasont prof hag oferen.

Peurvuian o fedennou a ve chilaouet : evelse, madelezou ar Werc’hez a dalc’h beo ha birvidik fe ha karante he bugale.

Itron-Varia-a-Wir-Mane, diwar lein ho mene, diwallet ho pro Breiz-Izel ; pellaet diouti pep gwalen ; miret d’ezi he fe.


————