Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Leon II

Eus Wikimammenn
◄   Irene Leon II Per ha Pôl   ►


Eizvet devez warn-ugent a Vezeven


SANT LEON II
Pab (682-683)



Da varo ar Pab Agathon, Kador sant Per a chomas goullo eur bla, seiz miz ha pemp devez, betek ma pignas warnezi ar pab Leon, eil eus an hano.

Ginidik oa eus an Abruz ; gouiziek oa ha santel, ha trei a reas an holl war hent ar baradoz, ken dre e gomzou, ken dre e skoueriou.

Embann a reas kemennadurez konsil-meur Konstantinopl.

Bezan e oe tad ar beorien, an intanvezed hag an emzivaded ; preder a gemeras da gaerât ar c’han-iliz. Arc’heskibien Ravenn a gave diês plegan dirak Kador sant Per. Gourc’hemenn a reas n’hallje hiviziken hini ebet aneze ober netra eus ar pez a oa en o c’harg, ken na vijent bet kavet mat, da gentan, gant eskob Rom.

Karet oa gant an holl ; gwasan a oe, ne chomas da c’houarn an Iliz nemet dek miz ha seitek devez ; mervel a reas d’an 28 a vezeven 683, ha sebeliet a oe en iliz Sant-Per. Eun nebeut deiou hepken arôk e varo, e krouas nao beleg, tri avieler ha tri-warn-ugent eskob.

————


KENTEL


Petra ra Per en Rom


Micher ar pab a zo dreist pep micher : kelenn ar sperejou ha reizan ar c’halonou. Micher Per eo lavaret d’an dud ar pez a dleont da gredi ha da ober evit bezan salvet.

Da gentan, micher ar pab eo kelenn ar sperejou. Spered an den a zo berwelet, ês da gas ha da zigas, ês da douelli ; ezom en deus e teufe unan d’e gelenn en hanv Doue, da lavaret eo, d’e gelenn en eun doare difazi : ar pab eo ar c’helenner-ze.

Gwechall, pep tra a oa Doue evit an den, nemet Doue e-unan : ar pab a ro d’an den anaoudegez ar gwir Doue. Gwechall, an den a oa kouezet eus e renk en renk al loened mut : ar pab a ro d’an den anaoudegez warnan e-unan.

Gwechall, Doue hag an den, ar C’hrouer hag ar c’hrouadur, n’en em zarempredent ket : ar pab a lak an den da anaout Doue evit e Grouer hag e Dad.

Micher ar pab eo kelenn ar sperejou, hag an dra-ze eo an hanter êsan eus e labour : reizan ar c’halonou eo an hanter-all, hag eno eo eman an dalc’h.

Alïes awalc’h, ar spered a wel ar pez a zo d’ober, hag ar galon n’he deus ket a nerz d’hen ober. Koulskoude, aman c’hoaz, ar pab a deu a benn eus al labour vras fiziet ennan, ha burzudus eo gwelet eun den koz eveltan, n’en deus en e gichen nag archerien, na soudarded, na kanoliou, na prizoniou evit kastizan ar re a zizent, o kaout kement a dud, evel m’en deus, o senti ouz e c’hourc’hemennou.

Goulenn a ra sentidigez ouz kement pobl a dôl troad war an douar, hag an dud vrasan, an dud vrudetan, an dud uhelan dre o spered hag o c’halon, a bleg d’ezan dre zoujanz ha dre garante.

Reizer ar c’halonou, kelenner ar sperejou, setu petra eo bet ha petra eo ar pab.

Eus paganed goue, eun danjer hag eun donjer bevan en o zouez, en deus grêt eur ouenn dud seven ha seder ; eus barbared a rede broiou ar c’huz-heol, ar skod-tân en eun dorn hag ar c’hleze en eun dorn-all, en deus grêt tud henvel ouz tud.

Ar pabed eo o deus kavet, karet, miret ha kresket an deskadurez : epad 1800 vla, n’oa nemete o kas ar skoliou endro, ha mar zo kement a gemm, en de a hirie, evit ar galon hag evit ar spered, etre tud an Europ ha tud ar broiou-all eus an douar, petra zo kiriek da ze, nemet n’eus ket tapet ar pab c’hoaz labourat kalz an tachennou a zo pell diouz e gêr.