Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Irene

Eus Wikimammenn
◄   Yan ha Pôl Irene Leon II   ►


Seizvet devez warn-ugent a Vezeven


SANT IRENE
Eskob ha merzer (140-202)



Irene a c’hanas en Azi, war-dro ar bla 140, hag a oe skolaet gant sant Polykarp, diskib sant Yan hag eskob en Smyrn.

Dont a reas, dindan eun hevelep mestr, da vezan gouiziek bras war ar relijion gristen, ha merkan a ra d’imp, en e skridou, an evez a dôle e-unan war ar c’henteliou a gleve : « Gallout a rafen c’hoaz, emezan, diskouez al lec’h mac’h azeze an eskob santel, pa gomze d’imp eus a Zoue. Hen gwelet a ran bepred, hag ar c’homzou a deue eus e c’henou, pa brezege d’ar bobl, a zo skrivet em c’halon. Kaout a ra d’in e glevet o komz eus sant Yan an Avieler, hag eus ar re-all o devoa bet an eurvat da welet Jezuz, pa veve war an douar. Selaou a rên piz an treo-ze holl ; o skrivan a rên en goueled ma c’halon, ha Doue a ra d’in ar c’hras d’o c’haout bepred em spered. »

Pa deuas gloar ar verzerenti da zougen sant Polykarp d’ar baradoz, Irene, daoust pegen bras oa e zeskadurez, a zalc’has gant e studiou war ar Skritur Zantel ha war lavariou an Ebestel, hag en doare-ze e teuas da vezan ken barrek da stourm ouz an heretiked, enebourien an diabarz, ha m’oa sant Justin da stourm ouz ar baganed, enebourien an diavêz.

Dont a reas da Lyon, elec’h ma oe beleget gant sant Pothin. Er mare-ze, diskibien Montan a glaske silan o hereziou en Bro-C’hall [1] ; beleien Lyon a gasas Irene da Rom da c’houlenn ouz ar pab Eleuther petra d’ober oute.

Sant Pothin, dastumet gantan kurunen ar verzerenti, o vezan deut da vervel, epad ma oa Irene oc’h ober e dro, e oe grêt d’ezan kemer e gador (178).

Dre e ouiziegez, e bedennou hag e skoueriou, e lakas holl gêriz Lyon, hag eleiz a dud-all gante, da drei kein da Zatan ha da zigemer relijion Jezuz-Krist.

Lakat a reas ive ar peuc’h etre kristenien ar zav-heol ha re ar c’huz-heol, ne oant ket evit ’n em glevet war an devez da ober gouel Fask. Gouzanv a reas ar verzerenti, er bla 202, en amzer Septim-Sever.

Eleiz a skridou a zavas, mes an darn vrasan aneze a zo êt da goll ; gwellan zo, ar « Pemp levr eneb an hereziou » a zo deut betek ennomp.

————


KENTEL


Ar Skritur-Zakr ha Kelennadurez an Iliz


Komzou Doue o deus daou hent da zont betek ennomp : ar Skritur-Zakr ha kelennadurez an Iliz.

Hon Zalver Jezuz-Krist ne skrivas netra e-unan, ha pa gargas an Ebestel da zerc’hel gant e labour, ne lavaras ket d’eze: « Skrivet levriou ha kaset aneze dre ar bed » ; mes lavaret a reas : « Prezeget war an toennou ar pez am eus lavaret d’ec’h. »

Dre-ze eo anat e felle d’Hon Zalver gwelet e gelennadurez o vezan embannet dre gomz kentoc’h eget dre skrid.

Epad dek vla, da nebeutan, an Iliz he deus bevet heb Aviel, ha gallet he dije derc’hel da vezan en doare-ze.

Setu petra skriv sant Irene e-unan : « Maze, emezan, en deus skrivet eun Aviel, en yez ar Judevien, epad ma oa Per ha Pôl o prezek en Rom hag o tiazezan enni an Iliz. Goude-ze, Mark, diskib hag hanterour Per, a lakas dre skrid kelennadurez an abostol-ze, ha Lukas, diskib Pôl, a skrivas en eul levr an Aviel a brezege e vestr. Erfin, Yan, an diskib muian-karet, an hini a ziskuize war galon an Otrou, a skrivas ive eun Aviel, epad ma oa o chom en Ephes, en Azi... Bezan ’z eus eta pevar Aviel, na muioc’h na nebeutoc’h.

Mes ha goude n’o dije an Ebestel lezet pennad skrid ebet war o lerc’h, daoust ha ne vije ket bet dleet, memes tra, heuilh o c’helennadurez, prezeget d’imp gant ar re m’o deus fiziet enne gouarnamant an ilizou ?

— Eo, rak ar Spered-Santel n’en deus ezom na paper na liou evit embann dre ar bed kelennadurez ar zilvidigez. Evit anaout ar gwir fe, awalc’h eo anaout kelennadurez Iliz Rom, Iliz-meur, mar zo unan, koz, mar zo unan, brudet, mar zo unan, diazezet gant an daou abostol glorius Per ha Pôl. Enni eo e virer kelennadurez an Ebestel.

  1. Montan a oa eun assyrian, a glaskas sevel eur relijion neve, war-dro ar bla 172 goude donedigez Hon Zalver, abalamour ma ne gave ket, war e veno, striz awalc’h ar relijion gristen.