◄ Gien | Katel Fieschi | Gouel ar Groaz gonezet ► |
atel Fieschi a oa ganet en Jen, er bla 1447, hag a ziskouezas abred merkou anat eus he zantelez da zont. Kerkent hag an oad a eiz vla, he brasan plijadur oa deski gwirioneziou ar fe.
D’an oad a drizek vla e c’hoantaas mont da leanez, mes he c’herent a viras outi, ha tri bla goude e timeze d’eun dijentil eus Jen, e hano Julian Adorno.
Heman a oa ken troet war ar c’hoari, ma teuas a benn, ne oe ket pell, da goll e zanve ha hini e wreg ; mes n’eo ket an dra-ze c’hoaz eo a c’hlac’hare ar muian Katel ; ar pez a ranne he c’halon oa gwelet ar vue fall a rene ive ; ne baoueze da c’houlenn evitan ouz Doue ar c’hras d’en em gonvertisan. En miziou divezan ar bla 1497, e chomas klanv war e wele : louzeier ar vedesined, elec’h ober vad d’ezan, a wasaas e glenved, ha dont a reas da vezan ken drouk ma oa eur binijen chom en e gichen. Katel, ouz e welet o pec’hi evel ma rê, a grogas aon enni na vije daonet ; en em denn a reas er gambr tostan da hini ar c’hlanvour, hag o vezan en em dôlet d’an daoulin, e skuilhas eur mor a zaerou hag e lavaras da Zoue : « O Otrou, goulenn a ran an ene-ze diganec’h ! Ho pedi hag hoc’h aspedi a ran d’he rei d’in, rak goest oc’h d’hen ober, koulskoude ! »
Eun hanter-heur goude e kavas d’ezi e oa selaouet he feden ; sevel a reas da vont da gaout Julian, hag e kavas anezan chenchet evel eun all en e blas ; deut oa da vezan hegarat en kenver an holl, ha gouzanv a rê e boaniou a galon vat. Bezan en devoe eur maro kaer.
Katel, pa ne oa mui netra ouz he derc’hel er bed, a yeas da hospital Jen, hag eno, epad meur a vla, e servijas ar re glanv, gant evezded ha teneredigez eur vamm ; n’he deveze rukun ouz netra ; ne oa ket awalc’h d’ezi, zoken, ober vad da dud an hospital : kerkent ha ma kleve hano eus klanvourien paour kêr, ec’h ee war o zro, hag e kase d’eze kement o deveze ezom. He c’harante evit he c’hlanvourien a ’n em diskouezas, dreist-oll, epad ar vosen a gastizas Jen, er bla 1497 hag er bla 1501.
Souezus eo klevet hano eus he finijennou. Tremen a reas tri warn-ugent koaraïz ha tri warn-ugent azvent hep tamm ; epad ar yuniou-ze, e tostae bemde ouz an dôl zantel, ha goude-ze, war an de, e kemere, beb an amzer, eur werennad dour bennak gant beradou gwinegr hag eur meutadig holen en e douez.
Mervel a reas d’an 13 a viz gwengolo 1510, en eur lavaret ar geriou-man : « Ma Zad, etre ho taouarn e c’hourc’hemennan ma ene. »
He medesin hag a oa kousket pa oa war he zremenvan, a zihunas a greiz e gousk hag a glevas anezi o lavaret d’ezan : « Kenavo, mont a ran d’ar baradoz ! »
Daoust d’ar pevar-c’hant vla a zo tremenet abaoue he maro, he c’horf a chom bepred en e bez.
An neb zo didrue en kenver ar re-all, arabad d’ezan bezan en gortoz e vefe Doue trugarezuz en e genver.
An neb a fell d’ezan miret ha kreski karante Doue en e galon, a dle poanial da vougan enni karante ar bed.
Sant Augustin.