Buhez ar Sent/1912/Gien, kloc’her

Eus Wikimammenn
◄   Yan-Gabriel Perboyre Gien Katel Fieschi   ►


Daouzekvet devez a viz Gwengolo


SANT GIEN
Kloc’her (***-1012)



Gien, lezhanvet paour Anderlek, a oa ganet en eur gêriaden tost da Vruxel. E gerent, tud a renk izel herve ar bed, a roas d’ezan eur gelennadurez kristen, hag a lavare d’ezan alïes ar pez a lavare Tobias d’e vab : « Pinvidik awalc’h e vefomp ma toujomp an Otrou. »

Gien ne oa c’hoaz nemet eur bugel, hag e --- an holl vertuziou o tiwan en e ene.

Ne oa ket evit miret ouz e zaerou da redek pa zonje pegen stag eo an dud ouz madou an douar ; doujanz en devoa evit an dud vras ; chom a rê en e renk, ha karet a re anezan, daoust pegen izel oa, abalamour m’eo êsoc’h d’ar beorien ober o zilvidigez eget d’an dud pinvidik.

E garante evit e nesan a oa par d’ar garante en devoa evit ar binijen ; rannan rê gant ar re ezommek an nebeut en deveze, ha chom a rê da yun alïes e-unan evit kaout muioc’h da rei d’eze. Bemde e ouie kemer eur pennad bennak war e amzer evit mont da welet an dud klanv, hag ober a rê d’eze ar muian vad a c’halle.

Eun devez ma oa daoulinet en iliz Itron-Varia Laeken, eun hanter-leo bennak diouz Bruxel, person ar barouz-ze a oe souezet o welet pegen c’houek e pede ; goude bezan komzet outan eur pennad, e oe souezetoc’h c’hoaz o welet pegen barrek oa d’en em denn war hent ar baradoz, hag hen c’hoaz yaouank-flamm ; derc’hel a reas anezan gantan da gloc’her.

Gien a oa aketus da zon ar c’hleier, da skubat an iliz, da gempenn an ôteriou ; ne roë ket a amzer d’al loustoni da zevel na d’ar c’hevnid da steui o gwiad ; ar pennadou amzer a chome gantan goude bezan renket pep tra evit ar braoan, a dremene en harz treid an ôter ; a-wechou e chome nozveziou pen-da-ben da bedi ; kastizan rê e gorf gant pinijennou kalet, evit ma kemerje Doue true outan d’ar varn divezan.

Ken izel ha ken hegarat oa a galon ma oa karet gant an holl ; ne oa ket bras e c’honidegez, ha koulskoude e kave an tu da ziouered meur a dra gant ar paour. Eun devez, eur marc’hadour eus Bruxel, o welet pegen troet oa d’ober aluzen, a ginnigas d’ezan mont war hanter gantan d’ober kommers, war digare ma c’honezje muioc’h evelse, hag e c’hallje ive, en doare-ze, ober muioc’h a vad d’ar paour.

Gien, hep goulenn netra digant den, a yeas da heul ar zorc’hen a oa laket en e benn, mes ne zaleas ket da anaout e oa kouezet en eur pech stignet dirazan gant an drouk-spered. Eul lestrad marc’hadourez hag en devoa e lod enne a oe kollet, pa oa war ’n em gaout er porz.

Diwar neuze, e welas oa faziet o chench micher, eus e benn e-unan, ha kement a geun en devoe ma lakas en e benn mont da bardonan da Rom ha da Jeruzalem. Pa oa o tizrei da Rom, e kavas eno Wondulf, chaloni Anderlek, a oa o vont da Jeruzalem gant eun nebeut pardonerien. N’o devoa ket c’hoaz grêt ar veaj, hini ebet aneze. Gien, hag a ouie an hentchou, a yeas d’o diskouez d’eze, mes ar glac’har en devoe d’o gwelet o vervel holl er Palestin, gant eur c’hlenved stagus. Goude bezan sebeliet o c’horfou gwellan m’halle, e tizroas d’e vro : seiz vla oa bet oc’h ober e dro. Prest goude e varvas en Anderlek, d’an 12 a viz gwengolo 1012.

————


Hirie en em gav, ouspen, gouel sant Levias, abad en Arvorik. Bezan ’n eus eur chapel en Tredarzek, elec’h m’eo pedet evit ar vugale dinerz ha klanvidik.

————


BOKED


Grêt aluzen gant ho tanve, ha na dennet ket ho taoulagad diwar ar paour, evit ma na deuio ket an Otrou Doue da dennan e re diwarnoc’h ; mar hoc’h eus kalz, roët kalz ; mar hoc’h eus nebeut, roët nebeut ; mes roët a galon vat an nebeut a rofet.

Komzou Tobias d’e vab.