◄ Gouel an Holl Zent | Kado | Gouel an Anaon ► |
Enoromp ive sant Kado, en em gav e ouel en de-man. Ganet oa en Breiz-Veur, ha mab oa da roue Glamorgan, an hini e chomas sant Iltud eur pennad en e zervij. O vezan kuitaet ar bed, e savas eun abati en Lankarvan hag e vodas ennan 300 manac’h. Ne chomas ket pell gante, kement a c’hoant an evoa da vevan didrous ha dizanve. E vue a dremenas o veaji. Bale reas dre bep korn a Vreiz-Veur hag a Iverzon, elec’h ma labouras da brezek ar fe gant sant Gweltas.
Mont a reas ive da Vro-C’hall, da Rom ha betek da Jeruzalem. O tizrei eus an Itali, e touaras en eun enezennig etre Gwened hag Alre, hag e savas eno eur manati, demdost d’e vignon sant Gweltas.
A-benn nebeut, avat, Doue hen galvas adarre da vont, pelloc’h. War a greder, e tizroas da Vreiz-Veur, e oe grêt eskob Benaven ha lazet eno gant ar Zôzon.
Sant Kado a zo brudet en Breiz-Izel, elec’h m’eo pedet ouz ar gouliou hag evit al loened. Bezan eo ive patron an dud a vrezel. Ar Vretoned o vont da Stourm an Tregont, ar 26 a viz meurs 1351, a bede anezan evellen :
Otro sant Kado, hon paeron,
Roët-hu d’imp-ni nerz-kalon,
Ma c’honefomp, hirie an deiz,
War enebourien eus a Vreiz.
Mar deomp-ni d’ar gêr war hon c’hiz,
Ni a roi d’ec’h-hu eur gouriz.
......................
Ma laro an dud o sellet,
Otro sant Kado binniget :
Kouls er baradoz hag en douar,
Sant Kado n’en deus ket e bar.
Bezan ’n eus eur chapel en Karnot. En Plouillio e ve gret e bardon ar pevare zul a viz here. Enoret eo ive en Sant-Kleve hag en Lomikel-an-Trêz.
Eürus, eme sant Thomas a Gempis, an hini hag, elec’h klask e ziskuis e-touez an dud, hen klask el levriou santel hag er pedennou birvidik, a vev ervat hag a gar treo an nenv, evel ma rê ar zent, a zelle muioc’h ouz ar pez a wel daoulagad ar fe eget ouz ar pez a wel daoulagad ar c’horf. Pep-hini a zarempred an dud a zo herve e galon ; ar c’hristen mat a zarempred kristenien vat ; ar c’hristen klouar a zarempred kristenien klouar ; ar c’hristen fall a zarempred kristenien fall.
Ma fell d’ec’h eta azezan, kador ouz kador, gant ar zent er baradoz, eo red d’ec’h gouzanv eleiz a dreo evit Doue war an douar-man, ha karet an dismeganz evel m’o deus grêt an dud santel-ze, rak ne dalv ket nemeur a dra enori ar zent dre gomzou, ma rêr gwap aneze dre oberou.
Ma fell d’ec’h plijout da Zoue ha plijout d’ar zent, kastizet ho korf, pleget ho polonte hoc’h-unan, stourmet ouz ho techou fall, laket vertuziou da zevel ennoc’h, sellet ouz bue ar zent, lennet o c’helennadurez, ha neuze, ma tarempredet evelse ar zent, e vefet sent, e vefet skoazellet gant ar zent ha kurunet gante en baradoz an Otrou Doue.