◄ Herbot | Juliana Falkonieri | Itron-Varia Rumengol ► |
uliana Falkonieri a c’hanas en Floranz, er bla 1270. Yaouankik oa c’hoaz pa gollas he zad ; he mamm a lakas he holl aked evit he fellât diouz ar skoueriou fall hag he zrei war ar vertuziou kristen.
Jezuz ha Mari a oe an daou hano kentan a ouezas lavaret. Sant Alexis Falkonieri, eur eontr d’ezi, o welet he glanded hag he furnez, a lavaras d’he mamm : « N’eo ket eur verc’h, eun êl eo en deus roët Doue d’ec’h. »
Klevet hano eus ar pec’hed a oa awalc’h evit ober d’ezi skrijan ; o selaou disklerian eun torfed, e c’hoarvezas ganti, eun devez, koll he anaoudegez.
A-wechou, a greiz ma vezed o teski d’ezi gwriat ha nean, ec’h ee da bedi, e-harz treid eun ôter he devoa savet en enor d’ar Werc’hez, hag he mamm, pa chôme re bell, a c’hourdrouze anezi :
— Evidout-te, ma ne dôlez ket muioc’h a evez, ne zeski ket ar pez a dle eur vestrez tiegez gouzout, ha n’hellin kaout pried ebet d’it biken !
— Bezet dinec’h ! ma mamm, a lavare Juliana, an Itron-Varia a ’n em gargo eus an dra-ze.
Hag evit gwir, d’he fempzek vla, e westlas he gwerc’hded da Zoue hag e wiskas saë Trede-Urz servijerezed Mari.
Ar c’hentan a oe o vont en Urz-ze, mes hepdale, eur maread merc’hed-all a heuilhas he skouer, hag he mamm, zoken, a oe unan aneze.
Da c’houec’h vla ha tregont, e oe hanvet da superiorez, hag e reas evit an Trede-Urz neve-ze lezennou leun a furnez.
Aketus oa d’ar beden ; an darn vrasan eus an de hag eus an noz a dremene o pleustri war Basion Hon Zalver ; troet oa war ar binijen ; alïes e veze douget a spered betek an nenv. Mat oa da unani ar re a veze savet trouz etreze ; da zistrei ar bec’herien diwar hent an ifern ; d’ober ouz ar re glanv ; meur a wech e pareas o gouliou, o stagan he muzellou oute.
Kaer en he bue, Juliana a oe kaeroc’h c’hoaz en he maro.
En he c’hlenved divezan, o vezan n’helle miret netra, ne gaved ket dereat he c’hommunian.
He c’harante evit Jezuz-Krist en sakramant an ôter a reas d’ezi neuze goulenn ma vije, da vihanan, digaset an hosti santel en he c’hampr, ma c’hellje he adori, eur wech c’hoaz, arôk mont eus ar bed-man.
Roët a oe d’ezi he goulenn ; mes pa oa ar beleg o poz an hosti gonsakret war eur c’horporal dispaket war he c’halon, an hosti-ze a dec’has eus e zorn hep bezan gwelet ken gant den, ha raktal Juliana a lôskas eur youc’haden : « Dulcis mi Jesus ! » « o ma Jezuz hegarat ! » emezi. Kerkent e tremenas, en eur ober eur mousc’hoarz henvel ouz hini an Ele.
Ar maro kaer-ze a zigouezas d’an 19 a viz gouere 1341. Pac’h ejod da lienan korf al leanez santel, e oe kavet roud an hosti en he c’hoste kle, ha warnan skeuden Hon Zalver stag ouz ar groaz.
War dôl ar Zakramant eman Jezuz-Krist, an hini n’eo ket bel sôtret an disteran, nag e gorf, nag e spered, nag e galon, gant fank ar pec’hed.
— Ha n’oc’h ket re droët gant ho korf ; n’oc’h eus ket klasket re e blijadur, grêt re dioutan, elec’h gourc’hemenn d’ezan ?
War dôl ar Zakramant eman Jezuz-Krist, an hini en deus bet plouz kraou Bethleem da wele kentan, ha koad kroaz Mene-Kalvar da wele divezan.
— Ha n’oc’h ket eus an dud-ze hag a vefe lavaret n’emaint war an douar-man nemet evit gwellât al loened zo en o chreier, pe evit rozellat aour en o fresou ?
Ha noc’h ket re droët war an dastum ? Eur servijer mat hag eur mestr fall eo an arc’hant.
War dôl ar Zakramant eman Jezuz-Krist, roue an nenv hag an douar, kuzet gantan bannou e c’hloar, en em izelaet en eun doare estlammus ; war ar groaz, ma ne welet ket Doue, e welet, da vihanan, an den. Aman ne weler na Doue na den ; kuzet int, an eil hag egile.
— Ha ne glasket ket a-wechou tennan lorc’h eus ho korf, eus ho spered, eus ho tanve, treo ha n’oc’h ket perc’hen, zoken, warneze ?
Ha tostaet laouen ouz an dôl zantel. Kaout a refet outi eun tanva « sancta prœlibatio » eus ar pred kaer a zo ôzet gant Doue, war dôl vras an nenv, hag e azezfomp outi gantan, gant ar zent ha gant an Ele, da virviken.