Buhez ar Sent/1912/Itron-Varia Rumengol

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Juliana Falkonieri Itron-Varia Rumengol Loeiz Gonzag   ►


Ugentvet devez a Vezeven


Itron-Varia Rumengol


O Rumengol, pell amzer zo,
C’houi eo boked kaeran hon bro ;
En Leon, Tregor ha Kerne,
Ganec’h e klever c’houez an ne.


En eskopti Kerne, elec’h m’eman breman mor Douarnenez, e oa gwechall eur gêr vras, hanvet Is. Eur voger ledan hag uhel, gant sklujou houarn, a zifenne anezi diouz ar mor. Er gêr-ze, ne veze gwelet, e-touez an dud pinvidik, nemet dizurz, gwall skouer ha fallagriez.

Gralon, roue Bro-Gerne, a oa neuze o chom eno, ha glac’haret bras e oa o welet dizurziou ha bue diroll e verc’h, ar brinsez Ahez, gant noblanz yaouank ar vro.

En amzer-ze, e oa ive en Breiz-Izel daou abostol santel, o-daou mignon da Zoue, sant Kaourantin, kentan eskob Kemper, ha sant Gwennole, kentan abad Landevennek.

Prezeget o devoa alïes en Is ha gourdrouzet ar roue Gralon, abalamour d’an droug a veze grêt bemde en palez e verc’h yaouank.

Mes ar roue, dinerzet gant an oad, n’en devoa mui a c’halloud awalc’h evit trec’hi dizurziou ken bras.

Doue a skuizas erfin o welet Iziz kaledet en o fec’hejou, hag a roas da anaout d’e vignon Gwennole e vije beuzet hepdale ar gêr-ze gant ar mor.

Kerkent, Grwennole a bignas war e varc’h hag a redas d’ar gêr villiget da welet hag hen a c’hallje c’hoaz distrei diwarni brec’h an Otrou Doue.

Siouaz ! tremenet oa an drue. Pan arruas an abad santel, war-dro hanter-noz, sklujou Is a oa digor, hag ar mor a groze spontus, en eur veuzi an tïe, an dud hag al loened. Gwennole n’hallas sovetât nemet Gralon hepken. Ha kêr Is, evel Sodom, Gomor ha Babilon, a zo êt da netra ; hirie ar mor a ruilh dreist-i.

Da zav-heol, Gralon a bignas gant Gwennole war lein Mene-Hom ; ac’hane e tôlas eur zell truezus endro d’ezan, hag el lec’h ma oa ar gêr a Is, ne welas nemet mor Douarnenez. Kouezan reas d’an daoulin evit trugarekât Doue hag ar Werc’hez da vezan sovetaet e vue.

Pa zavas diwar e zaoulin, e welas o lugerni dindan an heol tosen Rumengol, a veze lazet warni tud en enor d’an doueou. Hag ar roue, beuzet en e zaerou, hag e zaoulagad savet warzu an nenv, a lavaras d’e vignon santel : « War an dosen-hont, gwestlet d’eun doue didrue, me a raio sevel eun iliz kaer d’ar Werc’hez ; hag el lec’h ma skuilher ar gwad da Deutatez, e skuilho Mamm Doue he grasou war Vreiz-Izel. »

Gralon a zalc’has d’e c’her. Lakat a reas sevel eun iliz d’an Itron-Varia en Rumengol, ha bezan en devoe ar joa d’he gwelet brudet en pevar c’horn Breiz-Izel.

Karet a rê mont di, gant e vignon ker, da bedi Mamm Doue evit e bobl ; ha pa varvas en Landevennek (505), etre divrec’h sant Gwennole, e kinnigas e ene da Zoue, en eur lavaret :

Itron-Varia Rumengol,
Miret ouzin na ’z in da goll !
Pedet ive ho Mab Jezuz,
Ma vezin gantan evuruz

Pevarzek kant vla a zo ma ’z eo maro Gralon ; hag ar Vretoned, bepred tud a fe hag a galon, o deus c’hoaz sonj eus o roue koz hag eus e vignon sant Gwennole. Pac’h eont, da Zul an Drinded, da bardon bras Rumengol, ha pa welont mor Douarnenez, Mene-Hom, Landevennek ha tour uhel iliz kaer an Itron-Varia Remed-Holl, e lavaront c’hoaz, an daerou en o daoulagad, en eur gerzet gant doujanz war douar ar zent hag ar rouaned :

Brasan burzudou a zo bet
Aman, en amzer dremenet ! [1]

————


KENTEL


Peden da Itron-Varia Rumengol


Santez Mari, Mamm da Zoue hag hon Mamm muian-karet, hon tud koz deus ho kemeret da rouanez ar vro-man, hag evit ma vije anavezet ho kalloud, o deus laket war ho tàl eur gurunen aour ha perlez.

Neveat reomp, a greiz kalon, al le o deus grêt en amzer gwechall.

Ya ! d’ec’h eo hon c’hoajou dôn, hon mêziou seder, hon meneiou brugek, hon moriou glas : miret aneze diouz pep droug.

D’ec’h eo hon berejou a vir eskern hon re varo, hon ilizou binniget, hon touriou dantelezet : miret aneze diouz pep droug.

D’ec’h eo hon yez kaer, hon gwerziou santel, hon toniou dudius, holl denzoriou Breiz-lzel : miret aneze diouz peb droug.

D’ec’h eo an holl Vretoned gwitibunan, korf hag ene ; d’ec’h eo ar vugaligou, ar vinored, an emzivaded, an intanvezed, ar zoudarded, ar vartoloded, kement hini en deus eur boan bennak a gorf, a galon, a spered : miret aneze diouz pep droug.

D’ec’h eo, dreist-oll, hon c’henvroïz a zo war o gwele a varo, a dro o zellou karantezus etrezek ennoc’h, hag o deus pep fizianz en ho kalloud hag en ho madelez.

O Gwerc’hez vat Rumengol, Patronez Breiz-Izel,
Pedet evidomp hirie, ha pa renkfomp mervel,
Pedet evit Breiz-lzel, evit ar Vretoned
O deus ho karet, ho kar hag ho karo bepred.




  1. Telen Remengol.