Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Jorand

Eus Wikimammenn


St Jorand
St Jorand


SANT JORAND
Ermit (XIVet kantved)


An 28 a viz mae, e rêr ive gouel sant Jorand, an eus en parouz Plouek eur pelerinaj brudet hag eun iliz hanvet an Iliz-Kaer.

En Gouanac’h e oe ganet. Goude maro e dad, e teuas gant e vamm da chom da Gergrist, en Plouek, hag e kavas eno eur mestr mat d’hen kelen. Pa gollas e vamm, e savas eur peniti en kichen chapel an Drinded. E amezeien, tud fallakr, a reas d’ezano kuitât al lec’h-ze ha mont da glask digemer gant menec’h Sant-Juhec, en Pedernek. Eno ar zant a oe beleget hag a renas eur vue leun a skouer vat. Koulskoude, Plouegiz n’o devoa ken nemet gwall-chans abaoue m’o devoa e argaset ; dont a rejont en prosesion da gerc’hat anezan :

Dirak Jorand, er manati,
Deus daoulinet, ’n eur hirvoudi
Evit goulenn, a galon vat,
Gant an den santel, o mennad.

Ar zant a dizroas gante hag a zavas eur manati en Drinded. Goulenn a reas, ’rôk mervel, ma vije beziet en lu deou da ôter e iliz ; ac’hane e skuilh bepred var e genvroïz madelezou a bep seurt.

Sant Jorand a zo pedet evit al loened korn, en zonj eus ar burzud a lavarer e reas, pa oa c’hoaz krennard, o renti ar vue da vioc’h e vamm bet laeret ha lazet gant eur vanden zoudarded.

Daou bardon ar bla a ve grêt en e enor : unan, de zul kentan an Azvent, egile, de zul an Drinded. Ar pelerinaj-man a bad eiz de hag a zo darempredet gant pelerined a bell-bro. [1]

  1. Tennet diwar vue sant Jorand, gant an ôtrou J. Le Cocq, person Ar Roc’h.