Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Augustin a Gantorbery

Eus Wikimammenn
◄   Jul Augustin a Gantorbery Jorand   ►


Eizvet devez warn-ugent a viz Mae


Sant Augustin a Gantorbery
Abostol Bro-Zôz (***-604)



Er bempvet kantved, tud an hanter-noz, ar Zôzon hag an Angled, a zailhas war Vreiz-Veur. Dre an dir hag an tân e argasjont diouti an darn vrasan eus ar Vretoned hag e rejont anezi o bro. Bale a rent en tenvalijen ar gaou hag en skeud ar maro. Doue a deuas da gaout true oute hag a lakas da zevel ’us d’eze sklerijen gaer an Aviel.

Sant Gregor eo en devoa da gentan c’hoantaet prezek ar fe d’ar Zôzon. Eun devez ma tremene dre blasen-varc’had Rom, e kavas warnezi sklavourien yaouank ken wesk ma c’houlennas eus a belec’h e oant ha peseurt relijion o devoa.

Ar marc’hadour a respontas e oant Sôzon, eus enezen Breiz, hag e oant paganed.

« Pebez koll, eme C’hregor, e vefe tad an denvalijen perc’hen bugale keo koant, ha ne welfed, a-dreuz daoulagad ken seder, nemet eun ene sôtret gant ar pec’hed. »

Prenan reas ar sklavourien-ze, lakat a reas o zevel en manati Sant-Andre, ha gant ôtre Pelaj II, e kemeras penn an hent da vont da Vro-Zôz da brezek ar fe.

Mes ar Romaned ne oant tamm ebet en poan d’e welet o vont digante hag a reas d’ar pab e c’hervel da zont endro ; redek a rejod war e lerc’h ; tizet a oe ha digaset da Rom.

Pa bignas war Gador sant Per (590), n’ankouaas ket e Zôzon.

Kemenn a reas da zaou-ugent beleg eus manati Sant-Andre, gant sant Augustin en o fenn, mont da Vro-Zôz. Treuzi a rejont Bro-C’hall ; c’hoantât a rejont dizrei war o c’hiz, ken estlammus oa ar c’heleier a glevent diwar-benn ar Zôzon. Gregor Meur a gasas d’e vibien a oa o vont da Vro-Zôz eul lizer evit o c’halonekât.

Douaran rejont en Aber an Tamis, en enezen Thanet, en rouantelez Kent.

Roue ar vro, ar pagan Ethelbert, hag ar rouanez kristen Bertha a reas d’eze eun digemer laouen. En em lakat a rejont da brezek a bep tu ar c’helou mat. Eun tammik iliz vihan chomet en he zav a-zilerc’h ar Vretoned a oe o iliz kentan. Prezek, oferennan ha badezi a rent enni.

Ne oa ket bla c’hoaz ma oant eno, pa c’houlennas Ethelbert ar vadeziant ; eleiz a gemeras skouer warnan, ha da oueliou ar Pantekost 597, dek mil Sôz a oe badezet en stêr an Tamis.

Dre anaoudegez vat, ar roue kristen a roas d’ar venec’h e balez hag eun dachen tro-war-dro a oa enni eun templ pagan ; eus ar palez e oe grêt eur manati hag eun eskopti.

Sant Augustin, sakret eskob en Arl, a oe kentan abad ha kentan eskob Kantorbery. Eus an templ e oe grêt eun iliz, ha, stag-a-stag outi, eur manati-all en enor d’an Ebestel Per ha Pol.

Ar pab Gregor a roas da eskob Kantorbery ar gwir da zougen ar pallium, pa vije oc’h oferennan, hag hen greas arc’heskob war Breiz-Veur a-bez. Koulskoude, eskibien Bro-Geumru [1] ha Bro-Gerne a chômas hep plegan d’ezan, dre ma c’houlenne oute prezek ar fe d’ar Zôzon : tenn e kavent digeri doriou ar baradoz da dud hag o devoa laeret digante bro goz o zadou. An arc’heskob a gavas muioc’h a zentidigez abeurz e Zôzon badezet.

Kelennet mat oa bet gant sant Gregor, gwir eo, war an doare d’o c’hemer :

« Arabad eo, en devoa lavaret ar pab-ze d’ezan, diskar templou an idolou ; diskaret hepken an idolou a zo enne, binniget aneze, savet enne ôteriou, laket enne relegou ; en doare-ze, an dud a deuio buhannoc’h da adori ar gwir Doue el lec’hiou m’int boaz da vont dija.

» Hag evel m’o deus ar c’hiz da lazan eleiz a ejenned, pa ginnigont sakrifisou d’an drouk-sperejou, pa vezo gouel an dedi, pe gouel ar verzerien, e c’halllont sevel lochennou tro-war-dro d’an templou troet en ilizou, hag ober leinou enne etreze ; mes elec’h lazan an anevaled en enor d’an diaoul, e lazfont aneze evit o dibri, hag e trugarekafont Doue a ro d’eze o gwalc’h ; en eur lezel gante, en doare-ze, urz da gemer eun nebeut plijaduriou korf, e teuer gwellan a benn d’o zrei war ar plijaduriou ene.

» N’haller ket krennan pep tra pa ve d’ober gant eneou goue ; n’eo ket a lammou bras e saver war gern eur mene, mes a gammajou bihan. »

Sant Augustin a varvas d’ar 26 a viz mae 604.

————


KENTEL


Dizro Sôzon ha Bretoned Breiz-Veur


Iliz Rom eo kalonen ar bed kristen. Sant Augustin hag e venec’h a stagas outi iliz Bro-Zôz (604).

Ar roue Herri VIII, war digare ma ne dorre ket ar pab Klemant VII ar briedelez a oa etre Katel Aragon hag hen, a zistagas iliz Bro-Zôz diouz iliz Rom (1534).

E vugale, Edouard hag Elisabeth, eus schismatiked m’oa deut ar Zôzon da vezan en amzer o zad, a reas protestanted aneze.

Ar gatoliked a oe diframmet digante o danve hag o gwiriou ; o beleien, o menec’h hag o leanezed a oe merzeriet pe harluet. Ar gaou, gant e vantel euzus, a c’holoas a nebeudou Breiz-Veur a-bez.

Adalek ar bla 1778, an nebeudik katoliked a oa c’hoaz enni, kuzet hini aman, hini a-hont, a welas erfin o tont d’eze, a hiniennou, ar gwiriou nac’het outo 250 vla a oa.

Da zispac’h 1793, eiz mil beleg eus hon bro, an ôtrou de La Marche, [2] eskob Kastel-Pol, unan eus ar re vrudetan aneze, a gavas digemer en Bro-Zôz hag a lakas, dre o reuziou hag o vertuziou, kalon ar brotestanted da denerât ouz ar gatoliked.

Er bla 1850, Pi IX a c’hallas sevel a-neve eskoptiou Breiz-Veur, êt d’an traou tri-c’hant vla oa. Er bla 1901, kannad Leon XIII a gase e c’hourc’hemennou da Edouard VII, ha prest goude, roue Bro-Zôz, evit ar wech kentan abaoue pevar-c’hant vla, a lake e dreid war dreujou ar Vatikan.

10.000 konversion a zigoue breman, bep bla, en Breiz-Veur ; n’eus ket eur familh ken ha ne vije ket enni eur c’hatolik bennak ; arôk kant vla aman, pobl Breiz-Veur, dizroët war hent ar wirione, ar furnez hag ar peuc’h, en devo kavet Fe koz e dadou.

Pedomp alïes evit dizro ar Zôzon, ha dreist-oll, evit hini hon breudeur Bretoned a Vro-Geumru hag a Vro-Gerne.

Ar pab en Rom en deus mall d’o gwelet adarre

. . .o vevan sioulik
War barlen hon mamm zantel, an Iliz katolik.
« Red eo gervel, emezan, an denved dianket ;
» Eur pastor a dle bezan hag eur rummad denved. »

  1. Cambrie ou Pays de Galles.
  2. Tec’hel en devoa renket eus e eskopti, arôk an dispac’herien, d’an de kentan a viz meurz 1791. Mervel a reas en Londrez, d’ar 25 a viz du 1806. E relegou a oe digaset da Gastel-Pol er blavez 1868.
    Eskob Landreger a renkas tec’hel eveltan.