Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Jezus-Krist o sevel eus ar varo da veo

Eus Wikimammenn
◄   Jezus-Krist lazet gant an dud war Mene-Kalvar Jezus-Krist o sevel eus ar varo da veo Anselm   ►


Ugentvet devez a viz Ebrel


Gwelet hon deus an Otrou ! Alleluia ! Alleluia !



D’ar gwener d’abarde, pa oe lienet ha sebeliet Jezuz, meur a hini eus ar merc’hed o devoa roët an dorn d’ober al labour-ze, a chomas e-tal ar be betek serr-noz.

En devez war-lerc’h, o vezan ma oa diskuiz ar Sabad, den ebet ne deuas war-dro liorz Jozef Arimathi ; mes en eil antronoz, arôk ma oa skler awalc’h, eme sant Yan, kerkent ha goulou-de, eme sant Lukas, da zav-heol, eme sant Mark, n’eus forz penôs, abred abred da vihanan, valde mane, e tigouezas Mari-Madalen.

P’en em gavas e-tal ar be, e chomas a-zav, sebezet, o welet e oa strinket ar men-golo diwarnan. En he strafuilh, e tiskennas d’ar red da Jeruzalem da gaout Per, penn an Ebestel, ha Yan, an diskib a gare Jezuz : « Korf an Otrou, emezi, a zo laeret ! »

Per ha Yan a gerzas d’ar red warzu al liorz. Yan, yaouankoc’h, a ’n em gavas da gentan e-tal ar be ; Per a ziskennas da gentan ebarz ; gwelet a reas al lienennou pleget ; souezet e oe, hep gouzout petra da gredi, Yan a ziskennas d’e dro ; gwelet a reas ar pez a welas Per, hag e kredas, eme an Aviel.

Daoust pegen burzudus oa evitan ar pez a oa c’hoarvezet, Yan a gredas ; hep mar ebet. an Otrou a oa savet eus a varo da veo. Mari-Madalen, er-mêz eus ar be, a ouele, beuzet en he glac’har. En eun tôl, Jezuz, en he c’hichen, a c’halvas anezi. « Mari ! » emezan. O klevet he hano, ar Vadalen a gouezas d’an daoulin hag eur ger hepken a darzas eus he c’halon : « Rabboni, Otrou ! »

Ar pez a ziskouez d’imp eo sant Yan, an hini a viras bepred dinam e ene, ha santez Mari-Madalen, an hini a wennas he hini en daerou ar binijen, ar re a zo bet dibabet da gaout an enor da vezan an daou gentan o kredi e oa savet Jezuz eus a varo da veo.

Eur gentel gaer evidomp. Ma fell d’imp bezan tud a fe, bezomp glan a galon. An dud c’hlan eo a wel Doue.

Mari-Madalen, kerkent ha m’he devoe gwelet Jezuz-Krist, a ziskennas d’ar red da gas ar c’helou mat d’an Ebestel. Ar re-man, o klevet e veve an Otrou, ne gredent ket. Setu aze tud hag arôk kredi a fell d’eze kaout digare vat d’hen ober. A-benn hanter-kant devez, an dud-ze, ken diskredik breman, a gredo ken start ma n’hello nag ar gourdrouzou, nag al lez-varniou, nag ar skourjezou, nag ar prizoniou, nag ar maro zoken, miret oute da embann eo savet Jezuz-Krist eus a varo da veo.

Arôk kredi, an Ebestel o devoa c’hoant gwelet ; gwelet a rejont ; Jezuz en em ziskouezas d’eze ; Thomas a lakas, zoken, e viz en gouliou e Otrou hag e Zoue ; ha hini ebet aneze ne oe nec’het goude-ze !

Ar pez a zigouezas gant an Ebestel a zigouez gant meur a hini-all war o lerc’h. Jezuz en em ziskoue da gement hini a zo dallente en e spered, pa ne ve ket a fallagriez en e galon.

Keit ha ma chomer war var eus Jezuz-Krist hag eus e Iliz, man nemet abalamour ma ne gaver ket a sklerijen hag a desteniou awalc’h, an danjer n’eo ket bras.

Klevet a ret komz eus ar relijion, a-gle hag a-zeou, ha n’ho peus ket amzer, war ho meno, da zispenn ar c’houmoul tenval a zigas ar c’homzou-ze en ho spered. Beb-eil mare, ho c’hoarezed hag ho priejou a lavar d’ac’h, evel Mari-Madalen hag ar gwrage santel d’an Ebestel : « Gwelet hon deus an Otrou ! » hag en gwirione, ouz tôl ar Zakramant, en em gavont gantan, tâl ouz tâl, kalon ouz kalon.

C’houi ive, leal hag eün, evel ma ’z oc’h, eun de pe de a welo an Otrou en don hoc’h ene, ha c’houi, d’ho tro, a gouezo d’an daoulin da lavaret d’ezan, evel sant Thomas : « Ma Otrou ha ma Doue ! »

Eus a hanter-varo ma oa, ho fe a deuio da vezan birvidik.

Enebourien Jezuz a oa e-tal ar groaz hag a heje o fenn hag a c’hoarze gwap : « Breman, emeze, eo d’ezan diskouez e c’halloud ha dlskenn eus e groaz ; neuze ni gredo ennan ! »

Enebourien Jezuz, d’abarde Gwener ar Groaz, a oa lorc’h enne ; deut oant ken brao a benn eus o zôl ; e oant o vont adarre da vezan ar vistri en Jeruzalem ; ar c’halloud o devoa kollet epad ma oa Jezuz-Krist en bue, a zizroje d’eze hepdale.

Koulskoude, dre douez al lorc’h, eur bodig enkrez bennak a ziwane en o spered : Jezuz a oa diou pe der gomz d’ezan hag a rê nec’hamant d’eze.

— Evel m’eo chomet Jonas tri devez ha ter nozvez en kof eur pesk, evelse mab an den a chomo tri devez ha ter nozvez en goueled an douar.

— Diskaret Templ Doue hag en tri devez me hen savo a neve !

— Pignal a reomp da Jeruzalem ; mab an den a vezo laket etre daouarn Prinsed ar Veleien hag an Doktored ; kondaoni a refont anezan d’ar maro, mes hen a zavo d’an trede de !

En noz etre ar gwener hag ar zadorn, enebourien Jezuz-Krist, gant ar c’homzou-ze war o sperejou, ne gouskjont ket kaer, ha d’ar zadorn meur a hini aneze a yeas da gaout Pons-Pilat : « Deut zo zonj d’imp, emeze, en deus an toueller-ze lavaret pa oa c’hoaz en bue : « Sevel a rin a varo da veo a-benn tri de. »

» Roët eta urz da viret ar be epad tri devez, gant aon na deufe e ziskibien da gerc’hat e gorf dre laer, d’e da rei da gredi, goude-ze, eo savet eus a varo da veo ; rak an touellerez-all-ze a vefe gwasoc’h evit ar re diagent. »

Pilat, deut da skuizan gante, pa oa re zivezat, a lavaras : « Mes tud ho peus, gret ar c’hed hoc’h-unan. »

Hag i d’ar be, siellan ar men ha lakat tud dindan o armou en kichen. Nag ar ziell, nag an armou ne virjont ket ouz Jezuz da zevel eus ar maro.

Pa deu ar zoudarded da gemenn d’eze ar burzud a oa c’hoarvezet, e kresk o fallagriez.

Lazet o devoa Jezuz ; arabad d’ezan bevan ken !

En em vodan a reont ; pôtred ar c’hed a zo galvet, hag e roont d’eze arc’hant evit embann e oa deut diskibien ar C’hrist da zamman e gorf epad ma oant kousket.

Hag evel ma c’hellent kaout aon da vezan kastizet, ma teujed da anaout ar gaou warneze, e lavarjont d’eze : « Bezet dinec’h, ni ho tifenno, ouz red. »

An dud-ze a zo disleal ha kamm ; aon o deus rak ar wirione : c’hoant o deus d’he mougan. Jezuz-Krist n’en em ziskouezo ket d’eze !

Eur skeuden eo an dra-ze eus ar pez a welomp endro d’imp. Bezan zo tud hag a zo deut, a nebeudou, da vougan ar fe a oa enne ! siellet o deus anezi en donder o eneou ha gedourien o deus laket da viret outi da zevel ken. Ar siellou eo ar promeseou fall o deus grêt ; ar c’hedourien eo ar vignoned fall a zarempredont. Koulskoude, daoust pegen don eo sebeliet ha pegen mat miret, o fe a venn sevel a-wechou. Eun darvoud bras c’hoarvezet, eur maro digouezet a dôl-tarz a zo barrek da lakat ar fe koz da dôl he men-be. Gwaz a ze, avat, ma virer outi neuze da zevel, rak Jezuz a c’hell dont da skuizan ; mont a c’hell pelloc’h da glask eneou muioc’h leal ha muioc’h glan.

Setu aze petra dremenas en Jeruzalem, da Zul-Fask.

Setu aze da biou en em ziskouezas ha da biou n’en em ziskouezas ket Jezuz. Kaer o deus bet, pennou-bras ar Judevien poanial, n’int ket deut a benn da viret ouz Jezuz da zevel eus ar be. Kaer o deus bet ober brezel d’an Ebestel, n’o deus ket gallet miret oute da embann dre ar bed e oa savet o Otrou da veo.

Ar pez a dremenas en Jeruzalem, da genver ar Zul-Fask, breman zo naontek kant vla, a dremen bepred dre ar bed : Jezuz-Krist a ’n em ziskoue d’e vignoned, hag e enebourien, kaer o deus en em glevet, n’int ket evit dont a benn anezan !

Jezuz-Krist a drec’has. Jezuz-Krist a drec’h, Jezuz-Krist a drec’ho !

Christus vincit, Christus regnat, Christus imperat.
Alleluia ! Alleluia !