Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Anselm

Eus Wikimammenn


Kentan devez warn-ugent a viz Ebrel


SANT ANSELM
Arc’heskob Kantorbery ha Doktor eus an Iliz (1033-1109)



Anselm a deuas er bed en kêr Aost, en Itali, er bla 1033. E vamm, eur wreg eus ar re wellan, a zeskas d’ezan abred karet Doue hag ar Werc’hez.

Savet mat evel m’oa bet, Anselm, da bempzek via, a yeas da c’houlenn digor en eur manati eus e vro. Mes e dad a oa eur gwall zen hag hen a oa c’hoaz gwall yaouank ; setu ma ne oe ket kredet e zigemer.

Adalek neuze, ar pôtr yaouank a heuilhas eur pennad an hent a gas da goll. E dad a oa ive ken digar outan ma tec’has eus ar gêr. Goude bezan baleet bro epad pell amzer, en em gavas en manati ar Beg, elec’h ma oa eur c’henvroad brudet d’ezan, Lanfrank e hano, oc’h ober skol.

Da gentan, Anselm, o skei war manati ar Beg, ne c’houlenne dor-zigor nemet keit m’en devoa ezom da chom evit kaout eun tamm deskadurez ; mes pa oe bet o vevan eus bue ar venec’h epad eur bla, e kavas an tanva kenkouls ma c’houlennas bezan digemeret da vat. Seiz vla warn-ugent a oa.

Pa oe hanvet Lanfrank da arc’heskob en Kantorbery, Anselm a reas skol en e blas, ha pa varvas an abad Harluin, e oe hanvet gant an holl da gemer e garg.

Gwilherm ar Rouz (1087-1100) ken fall evel kristen ha ma oa evel roue, a oa neuze en penn Bro-Zôz. C’hoant en devoa da vezan ken mestr war dreo an Iliz ha war dreo ar vro. Rei a rê an eskoptiou hag ar manatiou d’ar re a ginnige ar muian d’ezan, hag alïes, zoken, e chome eur pennad arôk hanvan den ebet enne, dre ma koueze en e yalc’h ar gonidegeziou a c’helled ober enne, keit ha ma chome goullo ar garg.

Evelse, da varo Lanfrank, e lezas arc’heskopti Kantorbery pevar bla hep pastor : mes o vezan kouezet klanv, e teuas doan d’ezan hag e hanvas (1093), abad ar Beg, sant Anselm, da arc’heskob en Kantorbery.

N’helled ket bezan kouezet gwelloc’h.

Gwasan oe, Gwilherm, pa bareas, a gouezas en e bleg koz. Derc’hel a reas gantan ar madou iliz ha dismegans a reas d’he gwiriou. Anselm a enebas, ha pa welas n’helle mui ober vad ebet en e eskopti, ken gwall-gaset oa, ec’h eas da Rom, elec’h ma oe digemeret gant enor gant ar pab Urban II. Urban a skrivas eul lizer da roue Bro-Zôz, da c’hourc’hemenn d’ezan lezel an ilizou en peuc’h ha resteuler d’an arc’heskob ar pez a vire outan eneb pep lealded.

Prest goude, Gwilherm a varve. Anselm a oa en Lyon, p’en em gavas gantan kelou ar maro. Herry, breur Gwilherm, a bignas neuze war drôn Bro-Zôz. Kentan reas a oe digemenn da arc’heskob Kantorbery dizrei d’ar gêr.

An emgleo etre Herry hag Anselm ne badas ket pell. Herry en devoa c’hoant da vezan pab ha roue er memes amzer ; c’hoant en devoa e raje arc’heskob Kantorbery eskibien eus an holl veleien a vije bet kavet mat gantan.

Anselm a enebas.

« An neb ne zent ket ouz ma gourc’hemennou, a lavare ar roue, n’en deus gwir ebet da chom ken em rouantelez. »

Ar zant a respontas :

« Koz on, hag andraf on deut da vezan. Ar pez am eus c’hoaz a nerz a c’hell mont diganin. Mont a rin, koulskoude, da Rom ; n’ ho pezo biken netra diganin hag a c’hellfe ober gaou ouz enor ha liberte an Iliz santel. »

Ar pab Paskal II a eskummunugas ar re a roë aliou fall d’ar roue. Heman a blegas ; hiviziken, n’eo ket hen a roio ar vaz-eskob hag ar walen da eskibien e rouantelez, mes ar re-man, goude o sakr, a brometo senti outan.

Eur bodad eskibien ha pennou-bras ar vro a gavas mat an treo-ze (1107). An emgleo a oe sinet etre gouarnamant an Iliz ha gouarnamant ar Vro.

Anselm a varvas daou vla goude, d’an 21 a viz ebrel 1109. Bezan e oe kaeran spered den a vevas en e amzer. Eun doktor eo hag eo par ar zantelez ennan d’ar ouiziegez. Poellek eo, dilorc’h ha karantezus. Seul-vui eo hegarat en kenver an dud dister, ha seul-vui eo bras en kenver an dud uhel. Daerou eur c’hrouadur a oa awalc’h evit tenerat e galon ; gourdrouzou eur roue ne oant ket goest da lakat anezan d’ober van.

————


KENTEL


Dishenvel, mes nan dispartiet


Ar Gouarnamant a zo tra Doue, tra Doue, mestr ar c’horfou ; an Iliz a zo tra Doue, tra Doue, mestr an eneou ; an eil hag egile o deus bet eur garg digantan, dishenvel pep-hini aneze.

An Iliz he deus treo an ene da gas endro, anaoudegez ha karante Jezuz-Krist da gas dre ar bed. D’ar Gouarnamant eo treo ar c’horf ; e labour eo lakat ar peuc’h etre an dud, ma c’hello madou an douar kreski. Dishenvel eo eta tachen an Iliz diouz hini ar Gouarnamant, hag an dishenveledigez-ze a zo bet merket gant Jezuz-Krlst e-unan, pa lavare : « Roët da Zezar ar pez a zo da Zezar, ha da Zoue, ar pez a zo da Zoue ; » hag anavezet gant ar gristenien pa respontent : « Gwell eo senti ouz Doue evit senti ouz an dud ! »

An impalaer Justinian (534-565) a skriv en e lezennou : « Diou c’halloud a zo war an douar, unan gant an Iliz, eun all gant ar Gouarnamant. An Iliz he deus galloud war dreo an ene, ar Gouarnamant war dreo ar c’horf ; o diou e teuont eus Doue. »

Ar pab Jelas (492-496) a skrive d’an impalaer Anastas : « Ar bed a zo diou c’halloud ouz e gas endro : hini an eskibien ha hini ar rouaned ; ha ma sent an eskibien, evit treo ar c’horf, ouz gourc’hemennou ar rouaned, o c’houzout e teu o galloud digant Doue, ar rouaned, d’o zro, a dle senti ouz gourc’hemennou an eskibien, evit treo ar relijion, dre ma teu o galloud d’eze digant Jezuz-Krist. »

An impalaer Alexis Komnen a lavare e oa brasoc’h e c’halloud eget hini ar pab. Innosant III (1198-1216) a respontas d’ezan : « Doue en deus laket diou sklerijen gaer da baran war an douar, da lavaret eo, diou c’halloud : hini ar pab ha hini ar roue. An hini a sked en de, da lavaret eo, an hini ho deus galloud war dreo an ene, a zo kalz kaeroc’h evit an hini a sked en noz, ha keit a zo etre ar pab hag ar roue evel a zo etre an heol hag al loar ! »

Dishenvel eo eta an diou c’halloud, uheloc’h an eil evit eben, rak uheloc’h eo an ene evit ar c’horf, treo padus ar bed-all, evit treo bresk ar bed-man, mes ne dleont ket bezan dispartiet.