ermana Cousin a c’hanas en Pibrak, en kichen Toulouz, er bla 1579. He zad Lauranz hag he mamm Mari Laroche a oa tud paour, poan bevan d’eze. Ar plac’hig a deuas er bed gant eur vrec’h fall ; gwasket oa ive gant droug ar roue, hag en he goug he devoa eur gouli euzus.
En he c’havel e oa c’hoaz pa varvas he mamm, hag he zad a addimezas. He lez-vamm he devoa bugale ha ne oa ket evit he gouzanv. Bue ar bugel yaouank a oe eta eus ar re galetan. En ti he zad ne oa netra eviti, ha gwech ebet n’halle tostât ouz an oaled. A-boan ma veze roët d’ezi lojeiz ha disc’hlao.
Difennet mat e oa da dostât ouz he hanter-breudeur hag he hanter-c’hoarezed. O c’haret a rê kalz, koulskoude, hag eur blijadur a vije bet eviti o diwall ha kemer perz en o c’hoariou.
Mes nan, buhan ha buhan, pa deue en ti, eus an abarde, e renke kemer he zammig boed ha mont da gousket d’ar c’hraou, pe war eun tammig plouz dindan ar vins.
Jermana, bepred sentus ha madelezus, a chôme sioul. He foaniou o devoa distaget he c’halon diouz ar bed hag he zroët warzu Doue hepken.
He lez-vamm, evit en em zizober diouti, he c’hase bemde da ziwall al loened ; o c’has a rê d’ar peuri da c’houlou-de ha ne zizroe nemet da zerr-noz. Bevan pell diouz trouz ar bed oa he dudi, ha daoulinet war ar c’hlazen, e save he daouarn etrezek an nenv, hag e kase warzu Doue he fedennou c’houekan.
Pa gleve kloc’h an oferen, e lake he baz en douar hag e rede da adori he Salver. Ar c’hoajou tro-war-dro a oa leun a vleizi, mes biskoaz ne oe sammet gante hini ebet eus he loened, na hini ebet aneze, kennebeut, n’eas da laerez, epad ma veze oc’h ober he zro en iliz.
Meur a wech, Doue a ziskouezas pegement e kare ar vesaerez yaouank. Eun devez, ec’h ee d’an iliz. Epad an noz e oa bet deut dour-bil ; ar stêr he devoa da dreuzi a oa ken uhelaet an dour enni ma ne weled pont ebet ken ; daou zen he gwelas o tont hag a ’n em guzas evit c’hoarzin war he nec’hamant. Jermana a dostaas, ha ken beuzet oa he spered en Doue, ma ne welas ket, zoken, an dour a ruilhe gant herr ha ma treuzas ar ster hep glebian he zreid.
Dirak eun hevelep burzud, an daou zen a deuas da gaout ar brasan doujanz evit ar plac’h o devoa bet c’hoant da wapât.
War ar bara a veze roët d’ezi d’he fred, Jermana a gave an tu da espern eun tammig d’ar paour. Hogen, eun devez m’oa êt war ar mèz gant he loened, he lez-vamm a redas war he lerc’h, droug bras enni, hag eur vaz en he dorn.
« Petra zo a neve ’ta ? » a c’houlennas outi daou zen a gavas war he hent.
« Petra zo a neve ? emezi ; ma lez-verc’h he deus adarre kuzet bara en he davancher da rei d’ar paour. Ah ! bremaïk, avat, hounnez a bako diganin-me ! »
An daou zen-ze a yeas betek Jermana, asamblez gant he lez-vamm, evit difenn ar bôtrez kez, ma vije red, rak true o devoa outi. Hogen, Jermana a oa neuze o nezan, ha setu he lez-vamm o tispakan he davancher a oa tronset ganti. Kerkent, elec’h bara, e oe gwelet bokedou kaer ha skedus o kouezan d’an douar, hag an dra-ze a oa en kreiz ar goanv !
Hepdale, ne oa ken brud, en Pibrak ha tro-war-dro, nemet eus mirakl ar bokedou, ha diwar neuze, Jermana ne oe hanvet nemet ar zantez. Lauranz, diwar ar burzud-ze, a zigoras e zaoulagad hag a deuas da gaout keun da vezan lezet e bried d’ober eur vue ken kalet d’e verc’h.
An Otrou Doue ne falvezas ket gantan lezel e zervijerez da c’hedal pell he c’hurunen. Kavet a oe maro en he gwele, ar mousc’hoarz war he muzellou, he daouarn en kroaz war boull he c’halon. Gant he eil bla warn-ugent e oa.
Miraklou diniver a c’hoarvezas war he be, ha Pi IX a lakas he hano war roll ar zent, d’an de ma lided en Rom gouel an triouec’hvet kantved aboue merzerenti glorius an daou abostol Per ha Pôl.