Buhez ar Sent/1912/Bazil

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Anton a Badou Bazil Jermana Cousin   ►


Pevarzekvet devez a Vezeven


SANT BAZIL
Eskob ha Doktor (330-379)



Bazil a deuas er bed en Sezare, er C’happados, er bla 330. Doue en devoa roët d’e dad ha d’e vamm dek krouadur, pemp merc’h ha pemp mab ; Bazil oa ar c’hosan eus ar bôtred.

Troet a oe abred gant e dud war ar vue gristen, rak bezan e oant o-unan kristenien eus an dibab.

C’hoant o devoa da rei d’ezan eun deskadurez herve o stad, hag abalamour da ze e rejont d’ezan mont da skoliou brasan an amzer-ze, re Gonstantinopl ha re Athen. Da c’houec’h vla warn-ugent, grêt e studi gantan, Bazil a deuas da vezan mestr-skol en Sezare, hag a vodas endro d’ezan eun niver bras a skolaerien.

Eur pennadig, ar stad a veze grêt anezan a stagas e galon ouz treo ar bed. E vamm a welas kement-se buhan, hag a gomzas d’ezan gant anken ha gant nerz. Adalek neuze, en em roas a-grenn da Zoue. Gwerzan reas e vadou hag en em dennan, gant eun nebeut mignoned, pell diouz trouz ar bed, war lez ar stêr Iris.

Eno e rannas e amzer etre ar beden, studi ar Skritur-Zantel hag al labour-dorn. Er bla 364, e oe beleget gant Euzeb, arc’heskob Sezare, ha pa varvas heman, c’houec’h vla goude, e oe grêt d’ezan kemer e garg. Prest goude, an impalaer Valanz, gonezet gant an Arianed, a zigoras brezel d’ar re a zalc’he d’ar gwir fe.

Kas a reas Modestus da gaout Bazil, da glask e drei a-du gant Arius.

— Perak, eme Vodestus, ne fell ket d’ec’h senti ouz eun impalaer ken galloudus ?

— Abalamour, eme Vazil, ma impalaer-me hen difenn, ha muioc’h a c’halloud en deus evit hoc’h hini c’houi.

— Den ebet, betek hen, eme Vodestus, n’en deus komzet d’in gant kement a hardiegez.

N’ho peus ket eta, eme Vazil, kavet choaz eun eskob war hoc’h hent, rak anez, en dije komzet d’ec’h evel ma ran. En pep tra, pa n’eneber ket ouz ar wirione hag ouz Doue, ni, eskibien a zo didrous ha da gentan e vezomp o senti ; mes pa ve c’hoant d’hon lakat da nac’h ar gwir greden, neuze an impalaered, n’eus forz pegen galloudus
int, kaer o devo gervel d’o zikour ar c’hleze, an tân hag al loened goue, ne deufont biken a benn ac’hanomp : mervel a refomp kentoc’h eget nac’h hon Doue.

Valanz, o vezan klevet respont Bazil, a lezas kristenien Sezare en peuc’h hag a reas, zoken, stad ouz o eskob. Heman a labouras da ziarbenn an Arianed en e eskopti, da reizan doare e veleien bag e venec’h, da rannan aluzennou d’ar beorien ha da zevel hospitaliou d’ar glanvourien.

Lavaret a rê alïes : « Evel an ed a hader a zigas gonidegez d’an neb hen tôl en douar, evelse ive ar bara a laker en dorn ar paour a zoug frouez evit an neb hen ro. »

Troet oa war an examin a gonsians : « Diskennet alïes, emezan en e brezegennou, en goueled ho kalon, ha goulennet ouzoc’h hoc’h-unan petra oc’h, eus a belec’h e teuet ha petra vefet eun de. Pelec’h e oan-me breman zo kant vla ? Pelec’h e vin-me a-benn kant vla aman ? Tôlet eur zell, diouz an noz, war ar pez ho peus grêt, sonjet pe lavaret epad an de, ha gwelet peseurt kemm a zo etre an eil devez hag egile, evit gouzout pe c’houi a ya arôk, pe c’houi a ya a-drenv war hent ar zilvidigez ! »

Koulskoude, tud a lez Valanz ne baouezent d’e heskinat evit ma kasje Bazil d’an harlu. An impalaer a gemeras ter bluen, an eil war-lerc’h eben, hep gallout skrivan, gant hini aneze, an urz disleal-ze : freuzan a reas neuze ar paper, hag an eskob santel a c’hallas chom en e eskopti. Valanz a varvas er bla 378, ha gant e varo e paouezas ar brezel grêt gant an Arianed d’ar gristenien.

Bazil a varvas ive er blavez war-lerc’h ; n’en devoa nemet nao bla ha daou-ugent.

Doktor ar wirione ha skorer an Iliz evel ma oa, ar bed holl a reas kanvou d’ezan.

————


KENTEL


An examin a gonsians


An examin a gonsians a zo eun enklask a reomp da welet penôs ec’h a an treo en bon ene.

Seul-alïesoc’h e reomp anezan ha seul primoc’h hen greomp.

Evit hen ober mat, e tlefemp hen ober bemde, arôk mont d’hon gwele.

Da gentan. war hon deveriou en kenver Doue.

Daoust hag e veulet hon deus dre hon fedennou ?
Daoust hag enoret hon deus e hano ?
Daoust ha miret a reomp e zevez ?

D’an eil, war hon deveriou en kenver hon nesan.

Daoust ha n’hon deus ket pec’hed :

Dre dechou fall hon spered :
o tisprijout hon nesan,
o varn anezan re vuhan,
o klask gouzout diwar e benn treo ha ne sellont ket ouzimp ?

Dre dechou fall hon c’halon
o kaout gwarizi
droug
pe o terc’hel kasoni outan ?

Dre dechou fall hon teod
o c’hlabousat
o trouk-prezek
pe o tamall anezan en gaou ?

D’an trede, war hon deveriou en hon c’henver hon-unan

Daoust hag evez mat hon deus tôlet war hon skianchou ?
war sonjezonou hon spered ?
war c’hoantegeziou hon c’halon ?
war deveriou hon stad ?

N’eus den ebet c’hoaz heg en defe kavet an tu da vale difazi war hent ar zantelez, hep poz, gwech an amzer, da welet penôs e kerz. Greomp bemde hon examin a gonsians !